Preder
1 2 hypercinèse, hyperkinésie 3 hyperkinésie, excitation motricehyperkinesia1 usfiñv g., usfiñvegezh b. 2 glizi s. 3. trefiñv g. ― Geriadur ar vezekniezh

1 Muiaat ampled ha buanded ar fiñvoù : korea, atetoz, ballegezh, krenerezh, midantoù, ha hiziv dreist holl, dre vras, fiñvoù andiarvenn 'zo e-maez eus an azoniadoù-se, evel an usfiñvegezh delanket gant an neurolepteier, houmañ o kemer peurliesañ furm ar mifiñv ampellat (sl.  dyskinésie tardive) ; arveret en amiegouriezh da aroueziñ ar reñver en o aliested hag en o c'hreñvder eus argrezadoù ar grozh e-kerz ar gwentloù. 2 Arveret ivez a-wechoù evel kenster da Gl.  convulsion (sl. 2.  convulsions). 3 Gant aozerion 'zo e vez anvet Gl.  hyperkinésie ur furm eus ar vroudedigezh, anezhi un usniñv bred oc'h anadiñ e rezh ar c'hefroù loc'hadel dreist holl (sl.  excitation).

1 négligence motrice 2 négligence spatiale unilatérale, héminégligenceneglect syndrome1 andeur g. loc'hadel 2 ledandeur g. egorel ― Geriadur ar vezekniezh

1 Strafuilh en damant en deus ar gouziviad ouzh un hanterenn eus e gorf, ageñver gant anafoù empenn, en azoniadoù derc'hvelel ha pluskennel : ledkorfandenaoud (Gl.  hémiasomatognosie, sl.  asomatognosie), nammaneroug (sl.  anosodiaphorie). 2 E 2005 ez eus bet deskrivet ur furm dibarek a andeur a-geñver gant al ledseizi kleiz, e dalc'h an empenn dehou enta : azoniad an ledandeur egorel (Gl.  négligence spatiale unilatérale pe héminégligence) ma chom ar gouziviad dic'houzvez ha diseblant ouzh tu kleiz e gorf hag, ouzhpenn se, ouzh an dud hag an traoù loet en tu kleiz dezhañ (sl. La18 107-108).

agitation, agitation motriceagitationkefroù g. kefraouioù & kefreier ― Geriadur ar vezekniezh

Strafuilh ar realezh anezhañ muiadur ar fiñverezh, hemañ o vont fourradus ha dizurzhiek ; kevret e vez peurliesañ ar c'hefroù gant ar vroudedigezh (sl.  excitation).

amimie motrice ◊ ◊ anveid ec'hodiñ, anezluz g. meidel ― Geriadur ar vezekniezh

Koll an eztaoliñ dre ar meidiñ, furm ankomz ezluzañ (sl.  aphasie de Broca).

amusie motricemotor amusiaanson ezluzañ, sonanezluz g. ― Geriadur ar vezekniezh

Dic'halloud da haneilañ un ton dre ar vouezh pe dre ur benveg.

aphasie de Broca, aphasie motrice, aphémieBroca's aphasia, motor aphasia, frontocortical aphasia, aphemia, logaphasia, ataxic aphasiaankomz Broca, ankomz ezluzañ, anezluz g. ― Geriadur ar vezekniezh

Furm ankomz ma sour an ezluzañ (ec'hodiñ al lavar teodel) hep ma ve tizhet, ac'hoel tizhet bras, an enluzañ (meizañ al lavar klevet) ; devoudet e vez gant anafoù e tiriad talmerenn grenn an empenn ; aozerion 'zo a ziforc'h an anezluz (aphasie motrice) “pur”, hennad goubarel, diouzh ankomz Broca, anezluz kemmesket gant azonoù anenluz.

audimutité d'expression, alalie congénitale, aphasie motrice d'évolutioncongenital alaliaklevmuderezh ezluzañ, anezluz g. ganedigel ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez ganedigel, anezhañ kevret muderezh ha kleverezh reol ar c'homzoù.

infirmité motrice cérébralecerebral palsynammded loc'hadel aempenn ― Geriadur ar vezekniezh

Stad kleñvedel andedroüs diwar un divig enganet pe arzeuet abred tre eus kreizennoù loc'hadel an empenn, o c'hoarvezout eus ur seizi, un digenurzh ha strafuilhoù all a 'l loc'hañ, kevredet alies gant direizhoù santadel, skiantennel, kantaezel ha bredel.

plaque motricemotor end plate, myoneural junctionkevre g. nervenn-kaher, pokenn b. loc'hañ ― Geriadur ar vezekniezh

Lec'h treuzkas an nervlanv eus dibenn an akson d'ar wienn gaher, anezhañ ur sinaps gronnet gant ar c'hevre etre an endoneuriom hag an endomiziom (sl.  axone, endomysiom, endonèvre, fibre musculaire, influx nerveux, synapse).

racine courte (motrice) du ganglion ophtalmiqueRADIX OCULOMOTORIA (GANGLION CILIARE)gwrizienn b. loc'hañ lagad kangrenn ar saeoù. ― Geriadur ar gorfadurezh
racine motrice du nerf facialNERVUS FACIALISnervenn b. an dremm. ― Geriadur ar gorfadurezh
racine motrice du trijumeauPORTIO MINOR (NERVUS TRIGEMINUS)rann b. vihan an nervenn drigevell. ― Geriadur ar gorfadurezh
rééducation fonctionnelle (motrice)functional reeducationaddiorren arc'hwelel (loc'hadel) ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad an hentennoù o amkan gwellaat pe gempouezañ un namm loc'hadel pe arc'hwelel.

unité motricemotor unitunvez b. loc'hañ ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad ur motoneuron hag ar c'haherwiennoù nervaouet gantañ.