Koma don, naouus, ouzhpenn dre goll arc'hwelioù ar c'hehentiñ, dre steuz bloc'hel an arc'hwelioù struzhel (analerezh, amred ar gwad, gwerederezh tredanel an empenn) ; an dreistbeved ne bad nemet diwar goust ardivinkoù gwenterezh kalvezadel ha trefennadoù uswaskeiat ; darvezout a ra da heul un ezwal kalonanaladel hirbad pe diwar anafoù drastus ar c'hreizennoù nervel ; goude 24 eurvezhiad trac'homa e vez hollel ha dieiltro koll arc'hwelioù an nervreizhiad.
Morzidigezh laurus, kemenerion ha glazoù, alies gwelvded hag aneraez e beg ar bizied, diwar un direizh gwazhiedloc'hadel bezant e klañvadurioù diseurt (azoniad Raynaud, lounezhfo henek, h.a.).
Rann eus ar forzhioù analañ ma ne c'hoarvez ket eskemmoù etre an aer hag ar gwad ; diforc'hiñ a reer a) an e. s. korfadurel (Gl. e. m. anatomique) gavaelet adalek ar fri hag ar genoù betek ar c'horrvronkez dibenn (ent vonan etre 100 ha 200 mL ec'honad) ; b) an e. s. bevedourel (Gl. e. m. physiologique), da ec'honad dezhi sammad hini an e. s. korfadurel, hini al logigoù aneroueriet dre arbennoù kleñvedel ha hini an aer enanalet dreist ezhommoù an oksigenañ ; c) an e. s. logigel (Gl. e. m. alvéolaire), da ec'honad dezhi an diforc'h etre ec'honadoù an e. s. bevedourel hag an e. s. korfadurel.
Astal diwezhel holl arc'hwelioù ar beved ; ar re-mañ avat ne baouezont ket holl war un dro en holl wiadoù hag en holl organoù ; a-henvoaz e tisklerier ez eo marv un den adal ma stader gantañ steuz ar genskiant, ar fiñval, an eraeziñ hag an erwezhiañ ouzh nep fraouaat, arsav an amredañ hag an analañ hag ur mabusvoll padek ; gant treuzplanterezh an organoù avat hag ar ret merkañ ent lezennel ar pred ma erlamer an imboudenn, e voe ranket sevel un despizadenn resisoc'h ; a-unan e voe mezeion, lezennourion ha teologourion evit kevazañv ez eus un heveleb eus marv an empenn ha marv an den ; despizet eo marv an empenn evel ar paouez hollel ha diwezhel eus holl arc'hwelioù an empenn (en o zouez re ar c'hef empenn) ; ent embregel e vez haeret marv an empenn pa ziraez ar gouziviad stad an trac'homa (Gl. coma dépassé) pe koma andizhek, testet pe gant un empennvarrwezad plat e-doug 30 munud ha gwezhiet un eil gwech 4 eurvezh goude, pe gant ur gwazhiedluniñ oc'h anataat paouez amred ar gwad en empenn (sl. coma dépassé).
Astal an arc'hwelioù analañ hag amredañ war un dro gant koll ar genskiant ; astal a c'hell bezañ dibad, ent emdarzh pe dre wered an embregoù defraouiñ, pe diwezhel : ar marv gwerc'hek.
Termen bet ergemennet ent kefridiel e 1988 evit deanviñ ar c'homa dieiltro (sl. coma dépassé).
Termen erlec'hiet ouzh mort cérébrale en askont d'ar c'hemm a lakaer etre ar mel penn, ouzh e ober an empenn, an ilpenn hag ar c'hef empenn, hag an empenn ent strizh, anezhañ al lodenn eus ar mel penn loet dreist teltenn an ilpenn, diforc'h hemañ rekizet gant divizoù lezennel da erlamerezh an organoù amkanet d'an treuzplantañ (sl. cerveau, encéphale).
Andizh darvezet evel an disoc'h eus dedro ur c'hleñved pe evel dibenn ar gozhni ; digemmet e vez ar m. n. diouzh an andizhoù dre emlazh pe dre goul, e dianlen devoudoù brezel ha darougadoù, darvoudoù ar gedvuhez hag ar c'hehentiñ, gourmestoù greantel ha dirfeudoù naturel.
Andizh diadarzh ur vagadell yac'h betek eno, o tarvezout dre he c'housk, degouezh paot a vervent ar vugale ; dianav e chom an arbenn anezhañ.
Andizh anskaradus e arbenn etre ur marv naturel hag un denlazh, devredet pe nann.
Andizh darvezet e disoc'h ur blegenn feuls ; hervez an amveziadoù e tiforc'her : a) ar m. a. dre emlazh (Gl. m. v. suicidaire), b) ar m. a. darvoudel (m. v. accidentelle) pa na vez den kiriek dezhañ, c) ar m. a. felladennel (Gl. m. v. délictuelle), dre zenlazh andevred (darvoud an hentred da skouer), d) ar m. a. koulel (Gl. m. v. criminelle), o tisoc'h eus taolioù ha gloazioù azevred hep mennad da lazhañ, pe eus un denlazh devredet gant pe hep rakpoellad (sl. obstacle médicolégal au permis d'inhumer).
E stern arlakadenn diwezhañ al luzadoù, e verk an termen-mañ ur rumm-diazez a luzadoù kevenep d’al luzadoù a vuhez, a zo o fal peurgoazhañ an tennderioù, eleze diren ar bev d’an anvev.
Troet da gentañ ouzh an diabarzh hag o tougen d’an emzistruj, e ve al luzadoù a varv troet a eil lank etrezek an diavaez, o tont neuze erzerc’h evel luzadoù-argadiñ ha -distrujañ.
Degaset e-barzh Jenseits des Lustprinzips (1920), hag arzalc’het betek fin e remzad, keal al luzad a varv zo diazezet war selledoù tebouezek kentoc’h eget war zevoudoù klinikel : “En derou e’m eus kinniget ar meizadurioù-se en amboaz gwelout hepken da belec’h e kasent, hogen, gant ar bloavezhioù, en o deus gounezet kement a hol warnon ma n’on ket mui evit meizañ e doare all.” Chomet eo al luzadoù a varv an hini arzaeletañ eus arlakadennoù Freud e-touez ar vredelfennerion.