Preder
biologie moléculairemolecular biologyBevoniezh volekulel ― Geriadur ar vezekniezh

Rann eus ar Vevoniezh oc'h imbourc'hiñ al luniadoù molekulel (da skouer hini an RNA hag an DNA) ; tro a ra, diwar-bouez hilsontoù (Gl.  sondes génétiques), da hennadiñ garvevion, da zeznaouiñ kleñvedoù hêrezhel ha yoc'hennoù ; ur skourr anezhi, an Hiloniezh volekulel (Gl.  génétique moléculaire) zo en orin an Hilouriezh (Gl.  génie génétique), embregouriezh dazverañ ar gen (Gl.  manipulation génétique) ha, dre se, kevanaozañ ha kenderc'hañ danvezennoù bevedel (hormonoù, vaksinoù).

biophysique moléculairemolecular biophysicsBevfizik g. molekulel ― Geriadur ar vezekniezh

Diskiblezh o tedalvout hentennoù ar Fizik molekulel da studi ar beved.

chaperon, chaperon moléculaire, protéine chaperonchaperone, molecular chaperone, chaperone proteinchapron g. -où, chapron molekulel, protein g. chapron, protein mavek ― Geriadur ar vezekniezh

Keal a Vevoniezh volekulel, protein o tiogeliñ arc'hwelioù molekulel ar c'helligoù hep kemer perzh enno ; ur roll o defe ar chapronoù evit parraat ouzh miarc'hwelioù kelligel naouus d'un niver bras a gleñvedoù (Parkinson, Alzheimer, korea Huntington, mukoviskidoz, h.a.).

génétique moléculairemolecular geneticshiloniezh volekulel ― Geriadur ar vezekniezh

Skourr a 'n Hiloniezh o studiañ, e par ar molekul, dafar treuzkas an doareennoù hêrezhel, al luniadur hag an arc'hwelerezh anezhañ : dasparadur stlennadoù an DNA, an treuzskrivadur anezho war an RNA ha roll hemañ en enaozerezh ar proteinoù.

maladie moléculairemolecular diseasekleñved molekulel ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved diwar un namm genezhel ha hêrezhel o herzel a enaozañ ur stroll molekulel anenzimatek, sk. : an hemoglobinozioù ma par ar gouziviad un hemoglobin kleñvedek (S, C pe all) e-lec'h an hemoglobin bonan ; hiziv e tenner da renkañ e-touez ar k. m. an anaezioù diwar ezreolderioù an enzimoù hag an antikorfoù ha zoken kleñvedoù arzeuat (leukemiezhoù 'zo ma kaver hemoglobinoù hag enzimoù ezreol) (sl.  hémoglobinopathie).

moléculairemolekulel ― Gervaoù skiant
moléculairemolekulel ― Geriadur ar fizik
moléculairemolekulel ― Geriadur ar gimiezh
  • structure moléculaire framm molekulel
sonde génétique, sonde moléculaireDNA probehilsont g. ― Geriadur ar vezekniezh

Tammad DNA tiellet gant ur c'horf skinoberiek pe gant un enzim war-bouez spislec'hiañ ur c'henenn.