Preder
Altération du moi.Ichveränderung.alteration of the ego.distresadur ar me. ― Geriadur ar bredelfennerezh

An termen “distresadur ar me” a gaver e derou hag e dibenn oberenn Freud.

E 1896, a-zivout ar paranoia, e lak kemm etre an ambren evel distro an arvoustred, hag un ambren eilvedel, an ambren-desteriañ anvet c’hoazh ambren-gevosodiñ pe ambren-dasheñvelaat ; houmañ a ve ar merk eus azasadur ar me ouzh ar mennoz ambreek : ur spered gwar e teufe ar paranoiak da vezañ dre berzh e strivoù da ziren an dislavaroù etre ar mennoz ambreek kentael hag arc’hwelerezh kantpoell an dezevout.

E 1937, e tiskouez Freud penaos ar gwikefreoù-difenn, amparet da gentañ evit talañ ouzh dañjerioù diabarzh resis, a c’hell a-benn ar fin chom “glenet er me” ha mont d’ober “modoù-erwezhiañ reoliek eus an neuzid”, ensavadurioù dispredet o trebadout goude ma n’eus mui pell ’zo eus an dañjer. Ar sonnadur eus seurt boazioù difenn zo en orin gweadennoù (Verrenkungen) ha strishadurioù (Einschränkungen). Lakaet e vezont anat gant c’hwel ar gur, e stumm un harzder o virout na ziskoachfe an harzderioù end-eeun.

Heñvel a-walc’h e ve distresadur ar me ouzh ur stignad ersavioù o treiñ goullo e-maez a bep plegenn luskedus pe zoken o tanzen asvanoù a blegennoù luskedus : “bountet en em gav ar me da glask en draelezh plegennoù gouest da gemer tamm-pe-damm lec’h an dañjer orin”.

Meur a boent boutin zo etre an div destenn. En div ez eo intentet distresadur ar me evel eilvedel, o c’hoarvezout en ur goudevezh hir a-walc’h, disheñvel diouzh erwezhiadoù diemouez. Diefed e chomfe ar gur warnañ, daskemmadurioù ar me oc’h anadiñ evel dieiltro, ken m’o c’heñverier ouzh ar “strafuilhoù diwar anaf er bevedeg”.

bipolarité perception/moi transcendental (Philo.)daouvleinegezh merzhout/me trehontel ― Gerva an brederouriezh
Clivage du moi.Ichspaltung.splitting of the ego.disfaout ar me. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen arveret gant Freud da aroueziñ un anadenn dibar a stader er fetichegezh hag er psikozioù : ar genvezañs e-barzh ar me eus daou emzalc’h e-keñver an draelezh e kement ma teu houmañ da gontroliañ un diarc’h a-berzh luzad : an eil o kantvout an draelezh, egile oc’h ezkantvout an draelezh hag oc’h erlec’hiañ outi un dedaolad eus an eriunañ, — an daou emzalc’h o trebadout kichen-ha-kichen hep etrelevezon.

Ar fetichourion “diouzh un tu a c’hourzhod ar verzadenn he deus diskouezet dezho an diouer a galc’h en organ-genel ar vaouez, […] diouzh an tu all a anavez an diouer-se hag a denn anezhañ an dezastumadoù reizh. Trebadout a ra an daou emzalc’h-se kichen-ha-kichen o buhez-pad hep en em levezoniñ”.

Conforme au moi.ichgerecht.egosyntonic.kewer d’ar me. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen o toareañ luzadoù, derc’hadoù darbennadus gant ar me, eleze kembezus gant e gevanded hag e zarvennoù.

Bez’ ez eus daou rumm luzadoù, an eil re o klotañ gant ar me (luzadoù ar me), ar re all kontrol (ichwidrig) dezhañ, pe ankewer (nicht ichgerecht) dezhañ ha dre se arvoustret.

hypertrophie du moi (Psycho.)usteñv ar me ― Gerva an brederouriezh
Idéal du moi.Ichideal.ego ideal.eorizh ar me. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen arveret gant Freud e stern e eil arlakadenn eus ar benvegad bred : ensav eus ar bersonelezh diwanet diouzh kengej an narkisegezh (eorizhekadur ar me) hag an hevelebadurioù ouzh ar gerent, o amsavadoù hag an eorizhoù strollennel. Evel ensav diforc’hek ez eo eorizh ar me ur patrom ma klask ar gouzrec’h kemplegañ dezhañ. Ur gudenn gemplezh eo hini ar c’heñverioù etre “eorizh ar me”, meneget evit ar wech kentañ gant Freud e 1914, ha “dreistme”, termen degaset e 1923. Deskrivet eo an dreistme evel ul luniad engronnus ennañ tri arc’hwel : “emarselliñ, koustiañs, arc’hwel eorizhañ” (Freud, 1932). Klask a ra Freud lakaat kemm etre santad an istalvoudegezh ha santad ar gablusted, an daou o vezañ e dalc’h un tennder etre me ha dreistme, santad ar gablusted o vezañ e-keñver ar goustiañs, santad an istalvoudegezh e-keñver eorizh ar me e kement ma’z eo karet kentoc’h eget doujet. “Tra ma sent ar me ouzh an dreistme en aon rak ar c’hastiz, e suj da eorizh ar me dre garantez” (Nunberg, 1932).

Intérêt, intérêt du moi.Interesse, Ichinteresse.interest, ego interest.deur, mezeur. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen arveret gant Freud e stern e reizhiad kentañ eus al luzadoù : gremm al luzadoù-emgemmirout kevenebet ouzh al libido pe gremm al luzadoù revel.

En derou e roe Freud d’ar ger e ster boas, boutin d’an daou seurt annodadurioù, da skouer en destenn ma ra evit ar wech kentañ gant an termen : ar paranoiak a zidenn “n’eo ket hepken e annodadoù libidinel, hogen e zeur dre-vras, eleze ivez an annodadoù o tont eus ar me”. Tezenn Jung, o nac’h digemmañ libido ha “deur bredel dre-vras” a zegas Freud da zervaat ar gevenebiezh ha da virout an termen “deur” evit an annodadoù o tont eus al luzadoù-emgemmirout pe luzadoù ar me.

le moi du nouveau-né (Psychan.)me an nevezc'haned ― Gerva an brederouriezh
Libido du moi — libido d’objet.Ichlibido — Objektlibido.ego-libido — object-libido.libido ouzh ar me — libido ouzh an ergerc’henn. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termenoù degaset gant Freud evit digemmañ daou vod-annodiñ eus al libido : houmañ a c’hell kemer da ergerc’henn pe ar gouzrec’h e-unan (libido ouzh ar me, libido narkisek) pe un ergerc’henn en diavaez eus ar me (libido ouzh an ergerc’henn). Hervez Freud, ez eus ur ventel c’hremm etre an daou vod-annodiñ, al libido ouzh an ergerc’henn o tigreskiñ pa gresk al libido ouzh ar me hag a-c’hin.

En amzer gentañ eus remzi ar gouzrec’h ez annodfe al libido er me (narkisegezh kentael) ; en un eil amzer e vefe kaset, diwar ar me, etrezek ergerc’hennoù diavaez. Al libido, evel gremm luzadel, o sevel diouzh andonioù diseurt an tachadoù erogen, a yafe d’en em dolpañ er me, oc’h ober anezhañ he ergerc’henn gentañ ; en un eil lankad, ar me, o c’hoari roll ur mirlec’h, un andon nevez a c’hremm luzadel, a dalvezfe dezhi da boent-loc’hañ evit annodiñ en ergerc’hennoù diavaez.

Dav eo merkañ e talvez amañ “ergerc’henn” kement hag “ergerc’henn en diavaez eus ar me”.

Forc’hellek e chom an termenoù alamanek, saoznek ha gallek : Ichlibido, ego-libido, libido du moi a c’haller intent evel “libido eus” koulz hag evel “libido ouzh ar me”. Rak se e kavomp gwell ober gant an araogenn. Diouzh ret e ve tu da lavarout : libido veel, libido ergerc’hennel (sl. Sp. libido objetal, It. libido oggetuale), hogen gant spisaat bewech.

moi (Psychan., Phénom.)me ― Gerva an brederouriezh
moi anonyme (Philo.)me hebanv ― Gerva an brederouriezh
moi du nourrisson (M. Klein)me mabanel ― Gerva an brederouriezh
moi empirique (Philo.)me kantouezel ― Gerva an brederouriezh
Moi idéal.Idealich.ideal ego.me eorizhek. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Furmadur enbredel o deus aozerion ’zo digemmet diouzh eorizh ar me ha termenet evel uhelvennad a hollc’halloud narkisek goveliet diwar batrom an narkisegezh vugel.

“Ar me eorizhek intentet evel uhelvennad narkisek a hollc’halloud n’eo ket direadus da unaniezh ar me gant ar se, hogen ennañ ez eus un hevelebiñ kentael ouzh ur boud all, engwisket dezhañ an hollc’halloud, eleze ar vamm.” Ar me eorizhek a dalvez da skor d’ar pezh a ra Lagache anezhañ an “hevelebiñ ouzh ar gouron”. Anadiñ a ra c’hoazh ar me eorizhek e stumm an estlamm angerzhek ouzh tudennoù meur an istorvezh pe ar vremanelezh, heverk dre o dizalc’hted, o balc’hted, o arwarzh. Bep ma’z a ar gur war-raok, e weler ar me eorizhek o tiskeudiñ, oc’h eskoriñ, evel ur furmadur andireadus da eorizh ar me. Hervez Lagache, furmidigezh ar me eorizhek zo dezhi emplegadurioù sadek-mazoc’hek, da skouer nac’hadur an amgen, keñverek da haeradur an-unan.

Hervez Lacan, ez eo ar me eorizhek kent pep tra ur furmadur narkisek o kaout e orin gant pazenn an drec’h ha perzhiat e gwere an drec’hel.

moi quotidien (Yeats)me pemdeziek ― Gerva an brederouriezh
moi transcendantal (Kant, Husserl)me trehontel ― Gerva an brederouriezh
moi, egoegome g., ego g. ― Geriadur ar vezekniezh

Ensav diforc'het gant Freud (Al.  Ich), en e eil arlakadenn eus ar benvegad bred, diouzh ar se (Al.  Es, Sz.  id, Gl.  ça) hag an dreistme (Al.  Über-Ich, Sz.  super-ego, superego, Gl.  sur-moi, surmoi) ; ar me a rank derc'hel kont eus an amveziadoù diavaez, talañ ouzh arc'hadurioù ar se (al luzadoù) hag ouzh darvennadoù an dreistme.

Moi.Ich.ego.me. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Ensav diforc’het gant Freud, en e eil arlakadenn eus ar benvegad bred, diouzh ar se hag an dreistme.

Ent lunegorel, emañ ar me en ur c’heñver a amzalc’h ken gant diarc’hoù ar se, ken gant darvennoù an dreistme ha redioù an draelezh. E-se, evitañ da c’hoari roll un hanterour, o plediñ gant lazioù ar person a-bezh, emañ pell a vezañ emren.

Ent dialuskel, ez eo ar me dreist pep tra blein-difenn ar bersonelezh er c’henniñv neurozel ; en e gerz ez eus ur steudad wikefreoù-difenn, ar re-mañ o vezañ lakaet en arc’hwel gant merzadur ar c’hantaezadoù divlizus (arhent enkrez).

Ent armerzhel, e c’hoari ar me evel ur gwereder da gevreañ argerzhioù ar bred ; hogen, da-geñver ar gwezhiadennoù-difenn, an embregoù da eren ar gremm luzadel a zeu warno doareoù ’zo eus an argerzh kentael : mac’hennek, arreatadek, antraek e teuont da vezañ.

Arlakadenn ar bredelfennerezh a glask ober meiz war zedarzh ar me e daou were diungenezh a-walc’h : oc’h ober anezhañ pe ur benvegad-azasaat diforc’hekaet diwar ar se e-harz an draelezh, pe an dedaolad diwar argerzhioù-hevelebiñ, ar re-mañ o tisoc’h da furmiñ e-kreiz ar person un ergerc’henn a garantez kevannodet gant ar se.

Mar en daveer da arlakadenn gentañ ar benvegad bred, ar me zo ledanoc’h eget ar reizhiad ragemouez-emouez dre ma’z eo diemouez un darn vat eus e wezhiadurioù-difenn.

Diaesterioù e-leizh a sav gant keal ar me. Setu un nebeut anezho :

Penaos savlec’hiañ kudenn ar gremm a ve e kerz ar me ; mard eo ar me frouezh diwar wered ar bed diavaez, penaos e c’hallfe tennañ eus hemañ ur gremm gouest da wezhiata e-barzh ur benvegad bred oc’h arc’hwelañ dre dermenadur gant e c’hremm dezhañ ? A-wechoù e ra Freud eus an draelezh ur pevare ensav oc’h emellout e dialusk ar c’henniñv. Hogen, ma n’eus a c’hremm e-barzh ar benvegad bred nemet an hini o tont eus al luzadoù, ne c’haller intent hini ar me nemet evel ur gremm eilvet, deveret diouzh ar se — gant an diskoulm-mañ e voe degaset Freud da c’houlakaat un “direvelaat” eus al libido, pezh nad eo ket bastus a-fet kempoellded an arlakadurezh.

Freud a intent dedarzh ar me evel treuzlakadur er bred eus keñverioù ar c’horf gant ar bed diavaez : evel ma’z eo ar c’hroc’hen gorre ar c’horf ez eo ar reizhiad merzout-emouezañ “gorre” ar bred. “Ar me zo kent pep tra ur me korfel, ned eo ket hepken ur boud-gorre, bez’ ez eo e-unan bannadur ur gorre” (Das Ich und das Es). “A-benn ar fin ez eo deveret ar me diouzh santadurioù ar c’horf, dreist-holl ar re o sevel eus gorre ar c’horf. Evel-se e c’haller ober anezhañ ar bannadur er bred eus gorre ar c’horf, ouzhpenn an devoud ez ampar gorre ar benvegad bred” (Das Ich und das Es). Hogen diaes eo lakaat a-wel ar wezhiadenn ma c’hoarvezfe drezi hevelep “bannidigezh” eus ar bevedeg er bred.

Bet eo bet an diaester-se e-kreiz preder warlerc’hidi eus Freud ha klasket o deus displegañ en un doare all dedarzh ar me. Pouezet o deus war anadenn an hevelebiñ en amparadur ar me (sl. “BON OBJET” — “MAUVAIS OBJET” ; IDÉAL DU MOI ; IDENTIFICATION ; INTROJECTION ; MOI IDÉAL ; NARCISSISME ; STADE DU MIROIR). Ar me ne ve ket ur benvegad diorreet diwar ar reizhiad merzout-emouezañ, met ur furmadur diabarzh diwanet diwar verzadennoù brientek ’zo o tont, n’eo ket eus ar bed diavaez dre-vras, hogen eus ar bed etredenel.

Kement-mañ a zegas da zamwelout keñverioù nevez etre ar me hag ar se. Ar me, kentoc’h eget un evodadur eus ar se, a ve un ergerc’henn buket outi gant ar se : arlakadenn an narkisegezh hag ul libido durc’haet etrezek ar me no etrezek un ergerc’henn diavaez hervez ur ventel c’hremm strizh, zo bet difennet gant Freud betek en e skridoù diwezhañ. Dont a ra studi ar psikozioù da zervaat seurt doare intent : ar gasoni ouzh ar me a-berzh ar melankoleg, deledadur ar me betek kendeuziñ gant ar me eorizhek a-berzh ar maniak, h.a.

MOI. ― Geriadur ar bredelfennerezh

elle est possible aussi bien dans le domaine de la libido du moi que dans celui de la libido d’objet, bezus eo ken e domani al libido ouzh me, ken e domani al libido ouzh ergerc’henn (sl. IDÉALISATION) ; selon elle, le moi du petit humain se constitue à partir de l’image du semblable (c’est un moi imaginaire), hervezi e tiwan me ar bugel bihan diwar skeudenn e getpar (ur me diwar zrec’h eo) (sl. IMAGINAIRE) ; le “moi-plaisir purifié” se constitue par une introjection de tout ce qui est source de plaisir […], e ve amparet ar “me-bliz glanaet” dre c’hougantañ kement a zo andon a vliz (sl. INTROJECTION) ; libido du moi, libido ouzh ar me ; libido veel (sl. LIBIDO DU MOI — LIBIDO D’OBJET) ; Ichlibido […] peut signifier “libido émanant du moi” aussi bien que “libido investie dans le moi”, Ichlibido […] a c’haller intent evel “libido eus” koulz hag evel “libido ouzh ar me” (sl. LIBIDO DU MOI — LIBIDO D’OBJET) ; le moi-réalité du début, me-traelezh an derou (sl. MOI-PLAISIR) ; le moi-plaisir purifié, ar me-bliz glanaet (sl. MOI-PLAISIR) ; le moi-réalité définitif, ar me-traelezh disoc’hel (sl. MOI-PLAISIR) ; le premier dualisme invoqué est celui des pulsions sexuelles et des pulsions du moi, ar gentañ daouelezh a zeskrivas e voe hini al luzadoù revel hag al luzadoù meel (sl. PULSION).

noyau du moi (Psychan.)kraoñell ar me ― Gerva an brederouriezh
premier moi (Philo., Psychan.)me kentañ ― Gerva an brederouriezh
Pulsions du moi.Ichtriebe.ego instincts.luzadoù ar me. ― Geriadur ar bredelfennerezh

E stern arlakadenn gentañ al luzadoù (evel ma voe dezgeriet gant Freud e 1910-1915) ez eo luzadoù ar me ur rizh spesadek a luzadoù a zo o gremm en arempred ar me er c’henniñv-difenn ; heñvelekaet int ouzh al luzadoù-emgemmirout ha kevenebet ouzh al luzadoù revel.