Preder
anatomoclinique : méthode ∼ ◊ ◊ hentenn b. neuzklinikel ― Geriadur ar vezekniezh

Hentenn studi ar stadoù kleñvedel diazezet war “arselladur an azonoù pe an direizhoù en arc'hwelioù o kendegouezhout gant pep rumm direizhoù en organoù” (Laennec).

auscultatoire : méthode ∼auscultatory methodhentenn b. selaouennel ― Geriadur ar vezekniezh

Arver un anro hevolc'h, outañ ur gwaskventer, hag ur stetoskop divskouarnel da vuzuliañ gwask ar gwad ; ar gwask en anro a gaser betek skoilhañ ouzh an amred talmerel er vrec'h hag a lezer da ziskenn gorrek ; al lamm kentañ a glever a ro da anaout ar gwask uc'hek, al lamm diwezhañ ar gwask izek.

Besredka : méthode de ∼, vaccination anti-anaphylactique, tachyphylaxieBesredka's method, tachyphylaxishentenn b. Besredka, vaksinadenn b. enepdarwall, primergost g. ― Geriadur ar vezekniezh

Hentenn a zo he fal hepkoriñ darvoudoù darwalladel ar gwadveizkurañ, anezhi ensinklañ a-rakwez un doenad munut (1/10 pe 1/100 mL) meur a wech bep hanter eurvezh kent ensinklañ an doenad klok eus ar gwadveiz.

bouche-à-bouche : méthode du ∼mouth-to-mouth respirationdeanalañ genoù-ouzh-genoù ― Geriadur ar vezekniezh

Hentenn wenterezh kalvezadel, an deborzher o kefloc'hañ analerezh ar gouziviad diwar-bouez aer e analerezh dezhañ ; stouet war dreñv e vez penn ar gouziviad, piñset e zivfron, enc'hwezhet aer en un talm a 15 gwech bep munud ; war un dro, diouzh ret, e vez embreget ul leuñvad kalon.

Cathartique : méthode —.kathartisches Heilverfahren, kathartische Methode.cathartic therapy, cathartic method.kur gatartek, hentenn gatartek. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Hentenn vredkurañ dezhi da amkan ar skarzhadur (katarsiz), eleze un diskargadur azas eus ar c’hantaezadoù kleñvedus. Gant ar gur e kav ar gouziviad an dro da zaskounañ ha zoken da zazbuhezañ an darvoudoù daraezek ez eo liammet outo ar c’hantaezadoù-se ha da zianerwezhiañ ar re-mañ.

En istor, emañ stag an hentenn gatartek ouzh ar pranted 1880-1895 ma edo ar bredelfennerezh o’n em zigejañ diouzh ar predererezh dindan deoghun.

cathartique : méthode ∼cathartic methodhentenn b. gatartek ― Geriadur ar vezekniezh

Hentenn vredkurañ o kemer da bal ar c'hatarsiz.

épidurale ou péridurale : méthode ∼epidural methodhentenn wardevel ― Geriadur ar vezekniezh

Ebarzhiñ un danvezenn liael er gavenn war-dev, eleze etre kanol ar groazell hag ar pilhon.

Heimlich : manoeuvre ou méthode de ∼Heimlich's maneuverkefleuñvad g. Heimlich ― Geriadur ar vezekniezh

Kefleuñvad amkanet da barraat ouzh ur mougañ marvus diwar stankadur ar c'harloc'henn gant tammoù boued dewentet dre zarvoud, anezhañ disvountañ ar gelc'hspeurenn war grec'h dre bouezañ trumm ha kreñv war an argreuzenn evit lakaat aer ar skevent da argas ar c'horf estren.

heuristique : méthode heuristic methodhentenn b. ―où darnodour, darnoderezh g. ― Geriadur ar stlenneg

Kalvezerezh diskoulmañ ar c'hudennoù oc'h ober stad da bep kammed eus an disoc'hoù diaraok hag alese o tezren ar belladur da zegemer.

A-gevenep d'an hentennoù darnodour emañ an hentennoù treolour. Tachennoù dedalvout ar c'halvezderioù darnodour a gaver en naouegezh alvezel.

Holter : système ou méthode de ∼Holter's recordingtrevnad lerc'hwezañ Holter ― Geriadur ar vezekniezh

Trevnad lerc'hwezañ baleadel a-gendalc'h e-doug eurvezhioù (un devezh klok peurliesañ) eus ar c'halonvarrwezañ, arveret evit diournat strafuilhoù ar gorvez hag an ezreolderioù a orin kurunerel.

immunofluorescence : méthode d'∼fluorescent antibody testhentenn an hangaegendreluc'hañ, prouad an antikorf kendreluc'h ― Geriadur ar vezekniezh

Lenañ fluoreskein ouzh un antikorf war-benn e zaskavout dre araez ar c'horrgresker el luc'h dreistmouk e-barzh ar c'hemplezhioù antikorf-antigen.

Kabat : méthode de ∼Kabat's methodhentenn Kabat ― Geriadur ar vezekniezh

Kalvezder addiorren o korvoiñ an herouezañ nervgaherel anunfraouadel.

Karman : méthode de ∼Karman's proceduretreugenn b. Karman ― Geriadur ar vezekniezh

Araezad sioc'haniñ dre suc'hañ endalc'had ar grozh.

Kirschner : méthode de ∼Kirschner's tractionhentenn Kirschner, hentenn sachañ ― Geriadur ar vezekniezh

Araezad diren ha disloc'hañ an torroù gant astenn kendalc'hek dre sachañ war an tamm pellek diwar-bouez ur ber metal (ber Kirschner) dodet adrebarzh dezhañ.

Klapp : méthode de ∼Klapp's methodhentenn Klapp ― Geriadur ar vezekniezh

Pleustradoù gimnastik amkanet da zereizhañ gwarioù al livenn, ar gouziviad o vezañ el loadur pevarzroadek, war e zaoulin, oc'h emharpañ pe get gant e zaouarn war al leur.

Kouwenhoven : méthode de ∼Kouwenhoven's methodhentenn b. Kouwenhoven ― Geriadur ar vezekniezh

Araezad leuñviñ kalon a-ziavaez : harpañ a ra an oberataer treñv e zaouarn lakaet an eil war egile ouzh lodenn draoñ klerenn ar gouziviad ha pouezañ anerzh diouzh ur c'hellusk a 60 dre vunud, leuñverezh a ranker kevrediñ gant ar gwenterezh kalvezadel (deanalañ genoù-ouzh-genoù en un talm a 15/min) (sl.  bouche-à-bouche : méthode du , massage cardiaque, massage cardiaque).

Küntscher : méthode de ∼Küntscher's methodhentenn b. Küntscher ― Geriadur ar vezekniezh

Prederiadur an torroù eus treuzenn eskern an izili dre ebarzhiñ un tach dir e kavenn ar mel war he hed en amboaz derc'hel an daou damm kengovlet el lakadur azas.

Lassen : méthode de ∼Lassen's methodhentenn Lassen ― Geriadur ar vezekniezh

Prederiadur furmoù hirvelel al louetvelfo araok lemm ma sour ar strafuilhoù analadel, dre ar briantenbenañ, desezañ a-fest ur sont enbriantel amkanet da suc'hañ borc'hadennoù ar vriant hag ar bronkez, analerezh kalvezadel.

Libre association : méthode ou règle de —.freie Assoziation.free association.strollata frank, frank-strollata. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Hentenn oc’h enderc’hel da eztaoliñ hep disparzh kement mennoz a sav er spered pe diwar un elfenn roet (ger, niver, skeudenn hunvre, derc’had), pe diwar emdarzh.

Diazez ar c’halvezerezh-bredelfennañ eo araezad ar strollata frank. Dizoloet eo bet tamm-ha-tamm etre 1892 ha 1898.

Ar ger “frankiz” n’eo ket da vezañ komprenet er ster “andesaveladur”. Pal ar frankstrollata eo hepkoriñ un diuz mennet eus ar mennozioù pe, hervez termenoù al lunegor kentañ freudek, tremen e-biou d’an eil karez (etre emouez ha ragemouez), hag evel-se lakaat a-wel gwered ar garez kentañ (etre ragemouez ha diemouez), eleze an difennoù diemouez. Erziwezh, e talvez hentenn ar frankstrollata da lakaat a-wel un urzh savelek o ren en diemouez. “Pa vez dilezet an derc’hadoù-davedenn (Zielvorstellungen) emouez, ez eo an derc’hadoù-davedenn kuzh a vez o ren war froud an derc’hañ.”

Melrose : méthode de ∼Melrose's methodhentenn Melrose ― Geriadur ar vezekniezh

Arsav kalon padennek dewerc'het e-kerz ar gwezhioù surjianel war ar galon digor gant amredad ezkorfel, dre ensinklañ en aortenn us-kornloarek un dileizhenn gitrat kaliom.

méthode ― Geriadur ar stlenneg
  • ―de tri hentenn rummañ [―]
  • ―de tri externe rummañ diavaez [―]
  • ―de tri interne rummañ diabarzh [―]
méthodemethodhentenn b. ―où ― Geriadur ar stlenneg
  1. Kerzhed renet gant urzh ha poell.

  2. Kalvezder arveret da dizhout un disoc'h.

méthodehentenn b. ― Gervaoù skiant
méthodehentenn b. ― Geriadur an armerzh
  • méthode d'analyse hentenn dezrannañ
  • méthode de calcul hentenn jediñ
  • méthode comparative hentenn geverata
  • méthode comptable hentenn derc'hel kontoù ; hentenn enjediñ
  • méthode de fabrication hentenn oberiañ
  • méthode de financement hentenn gellidañ
  • méthode généralisante hentenn hollekaat
  • méthode de notation hentenn notañ
  • méthode de production hentenn genderc'hañ
  • méthode singularisante hentenn unveziadekaat
  • méthode systématisante hentenn reizhiata
  • méthode de travail hentenn labour
  • appliquer une méthode arverañ (dedalvezout) un hentenn
  • élaborer une méthode sevel un hentenn.
méthodemethodhentenn b.-où ― Geriadur ar mediaoù
méthodehentenn b. -où ― Geriadur ar fizik
méthodehentenn b. -où ― Geriadur ar gimiezh
méthodehentenn b. -où ― Geriadur ar jedoniezh
méthodehentenn b. -où ― Geriadur ar verdeadurezh
  • ~ des douzièmes : (sl. règle)
  • ~ graphique hentenn gevregat
méthodehentenn ― Gerva an brederouriezh
méthode de résolution par combinaison linéairehentenn diskoulmañ dre gedaoz linennek ― Geriadur ar jedoniezh
méthode de résolution par substitutionhentenn diskoulmañ dre erlec'hiañ ― Geriadur ar jedoniezh
methode de définitionhentenn savelañ ― Geriadur ar jedoniezh
méthode graphiquehentenn gevregat ― Geriadur ar jedoniezh
Mézières : méthode de ∼Mézières methodhentenn b. Mézières ― Geriadur ar vezekniezh

Kalvezder prederiañ an drekwar, dre zehedañ kigennoù 'zo hag arloañ pozadoù dereizhet ent oberiat.

Niederhoffer-Egidy : méthode de von ∼Niederhoffer-Egidy methodhentenn Niederhoffer-Egidy ― Geriadur ar vezekniezh

Kalvezder addiorren ar rakwareion dre araez argrezadoù keitvent kigennoù kostezel ar c'hef.

Ouchterlony : méthode d'∼Ouchterlony testprouad g. Ouchterlony ― Geriadur ar vezekniezh

Araezad dinoiñ an hangaegemplezhoù el liñvennoù bevel dre zierc'hiñ en ur metoù gelekaet dre araez kedrann C1q ar glokaenn (sl.  immunodiffusion).

Proetz : méthode de ∼Proetz's treatmenthentenn b. Proetz ― Geriadur ar vezekniezh

Prederiadur ar c'hevfoioù dre leuniañ ar c'hevioù gant dileizhennoù gwezheriañ, en ur embreger ur gwask leiel spanaennek. En doare-se e saveler e kavenn ar fri un iswask a suc'h aer ar c'hevioù, pezh a gevaraez d'al liñvenn kemer e lec'h er gavenn, ar penn o vezañ bet lakaet en ul loadur dianaou dereat.

Quick : méthode de ∼Quick's methodhentenn b. Quick ― Geriadur ar vezekniezh

Dewerzhadur kementad ar protrombin er plasma dre vuzuliañ amzer Quick. Ar muzuliadur-se a gevaraez ivez andalañ negez ar vitamin K, rekis da furmadur ar protrombin.

Quincke : méthode de ∼Quincke's methodhentenn b. Quincke ― Geriadur ar vezekniezh

Kalvezder evit ar gwehenniñ loadurel (sl. drainage).

radio-immunologique : méthode ∼radioimmunoassay, RIAhentenn b. skinhangaeel ― Geriadur ar vezekniezh

Araezad kizidik kenan ha gourresis evit dezventañ an hormonoù peptidek ha dre vras tost an holl antigenoù. C'hoarvezout a ra a lakaat e kendiraez, e kenfeurioù roet, al liñvenn vevedel gant an antigen enni hag un hangaegemplezh hezileizh furmet diwar an kez antigen tiellet gant un izotop skinoberiek ha diwar an antikorf keñverek. An antigen da zezventañ a ya da lenañ ouzh an antikorf, o tilec'hiañ ur c'hementad antigen tiellet, seul vrasoc'h ma'z eo paotoc'h eñ e unan. Saveladur kenfeurioù ketep an antigen skinoberiek lenet ha dilaosket (dispartiet dre lies araezad : tredannizhañ, lenañ war rousinoù ioneskemmer, h.a.), keñveriet ouzh krommennoù test savelet gant doenadoù anavezet an hevelep antigen stalon, a gevaraezo gounit ar c'hementad antigen endalc'het el liñvenn vevedel studiet. An un araezad a vez arveret da zezventañ an antikorfoù.

Rood : méthode de ∼Rood's methodhentenn b. Rood ― Geriadur ar vezekniezh

Kalvezder addiorren an nammidi loc'hadel a-empenn o c'hoarvezout a aesaat ar fiñvadoù oberiat dre vroudadoù diavaez.

Sakel : méthode de ∼Sakel's methodhentenn b. Sakel ― Geriadur ar vezekniezh

Prederiadur ar skizofreniezh diwar-bouez bleuzioù devoudet gant ensinkladurioù insulin. Aet eo e-maez arver.

Sandwich : méthode du ∼Sandwich techniquehentenn b. ar brec'hdan ― Geriadur ar vezekniezh

Kalvezder dezventañ hangaeel ma vez durc'haet lerc'h-ouzh-lerc'h ouzh daou hanload antigen dispartiet a 'r molekul da studiañ (e-se “brec'hdanet”) daou antikorf, unan lenet ouzh ar skor sonnel (speur ur gibig, ur gorzenn pe ur voullig), egile o vezañ kevredet ouzh un enzim o treluskañ un dazgwered dinoet dre ur gediuzenn dre liv pe dre gendreluc'hañ.

Schafer : méthode de ∼Schafer's methodhentenn b. Schafer ― Geriadur ar vezekniezh

Hentenn wenterezh kalvezadel : an deborzher, a-c'haoliad war loan ar mouged (a zo war e gof), a wask reoliek gant palvoù e zaou zorn war ar c'hostoù izelañ, bep pemp eilenn.

Schroth : méthode de ∼Schroth's methodhentenn b. Schroth ― Geriadur ar vezekniezh

Kalvezder leuñviñ analadel en erdu ar rakwareion.

Seldinger : méthode de ∼Seldinger's techniquehentenn b. Seldinger ― Geriadur ar vezekniezh

Kalvezder kateteriñ ar galon a-gleiz dre hent talmerel, a-vorzhed ar peurliesañ.

Silvester : méthode de ∼Silvester's methodhentenn b. Silvester ― Geriadur ar vezekniezh

Kalvezder deanalañ gant an daouarn arveret e-pad pell evit defraouiñ ar veuzidi. Daouarn ar gouzrec'h (en drekgourvez) a lec'hier a-us d'e benn, e doare da lakaat aer da enteiñ e kavenn ar brusk, ha goude en o izelaer hag en o fouezer war ar brusk. Adober a reer ar c'hefleuñvad 16 gwech dre vunud.

Terrier : méthode de ∼Terrier's methodhentenn b. Terrier ― Geriadur ar vezekniezh

Kalvezder leuñviñ nes da hini Rabe oc'h ober gant an defiñval gouzañvat ha diastok fest mezal bizied al leuñvour war ar c'hroc'hen.

tri : méthode de sorting methodhentenn b. ―où rummañ ― Geriadur ar stlenneg

Meur a zoare zo da renkañ ar stlennadoù a-geñver gant luniad ar roadennoù, niver an elfennoù da rummañ ha ment ar vemor hegerz.

Sl. [méthodes de tri & dindan]