1 Hep nerzh, a-zivout ur bevedeg, un organ, un arc'hwel korf. 2 Dilerc'hek kefredel. 3 Dilerc'heg kefredel.
1 Derez an diorreadur kefredel diraezet gant un hinienn ; evit an den reol, dre dermenadur ez eo par an oad meiz d'an oad gwerc'hel (sl. quotient intellectuel). 2 Derez an diorreadur kefredel ha kantaezel war un dro.
Azoniad bred o c'hoarvezout eus trezerc'hioù diabarzh : sevel a ra da spered ar gouziviad dezevoù na anavez ket evel e re, a vuhez evel o tont eus an amgen, o hekleviñ d'e re, ouzh o diaraogiñ, o titouriñ ar pezh emañ o vont da lavarout, d'ober, o c'hourlakaat dezhañ realoù, lavaroù, dezevoù, kantaezadoù, emanglevadoù ; alies e vez an darc'hwelerezh bred prantad deroù ur psikoz ambreel henek (sl. psychose délirante chronique).
Furm leiek a gaelad : war c'horrekaat ez a niñvañ (prezeg ha fiñvoù) ar c'hlañvour evel pa vije sorbet gant prederioù all, azon a skizofreniezh.
1 (Ent strizh) a-zave d'an arc'hwelioù kefredel, a gementader diwar-bouez prouadoù sk. : an oad meiz (sl. âge mental, quotient intellectuel, test). 2 (Diarsell bloc'hel) a-zave da arvezioù kefredel, kantaezel, neuzidel ar realezh (sk. : kleñved bred, Gl. maladie mentale).
Hentenn eeunaet da andalañ ar stad vred, ar skeul o vont eus 30 gant ar gouzrec'h reol betek mann evit an divigadoù donañ.