1.cycle mémoire
◊ memory cycle
◊ kor memor, memorgor g. ―ioù ― Geriadur ar stlenneg
Heuliad gwezhioù elfennel erounezet gant un ijinenn evit kas da benn un haeziñ ar vemor.
2.cycle mémoire
◊ memory cycle
◊ haezvezh memor, memorhaezvezh g. ―ioù ― Geriadur ar stlenneg
Amzer ret da erounit an haeziñ memor. An haezvezh memor zo an amzer izek etre div haezadenn genheuilh d'ar vemor.
accès direct en mémoire
◊ direct memory access, DMA
◊ haeziñ memor rag-eeun ― Geriadur ar stlenneg
Araezad o talvout da glenkañ en ur vemor herrek ennegadus pe da eztennañ anezhi ur roadenn war c'houlenn un drobarzhell diavaez pe un organ riñvañ ha keweriañ. Ur stignad a vez o trevnañ an tevetoù etre ar goulennoù pa vez meur a venvegad war un dro o klask haeziñ ar vemor.
Memor a zo dezhi un endalc'h bihan hag un amzer haeziñ berr tre, o c'hoari roll ur skurzer etre ar vemor greiz hag unvez keweriañ un urzhiataer ; enni e vez, ent stadegel, an darn vuiañ eus ar stlennadoù rekizadus gant an unvez kreiz hep rekouriñ d'ar vemor greiz, kalz hiroc'h he amzer haeziñ. Ur vemor herrek eo enta ma vez renket elfennoù padennek a-zalc'h ouzh keweriadoù 'zo.
Teskad bevennek savlec'hioù memor, dewerzhet e kilobitoù pe e kilogerioù, oc'h ober peurliesañ ar c'hementad diazez eus kresk memor ur c'hewerier.
carte à mémoire, cartette
◊ storage card, memory card, electronic card, smart card
◊ kartenn gadaviñ, kartenn vemor, kartenn elektronek, karted g. ―où ― Geriadur ar stlenneg
Kartenn warellek outi un trevnad kadaviñ.
disque compact à mémoire morte
◊ Compact Discread only memory, CDROM
◊ kantenn stumm memor sonn, kantenn stumm memor lenn hepken ― Geriadur ar stlenneg
Skor stlenn a vent vihan, a endalc'h bras, kalvezet heñvel ouzh ur gantenn stumm laserlenn danvezet da gadaviñ ar son.
écran à mémoire
◊ storage tube
◊ skramm kadaviñ, korzenn b. ―où gadaviñ ― Geriadur ar stlenneg
Bennozh d'ur gloued stalet etre mammennoù an hordennoù elektron hag ar skramm e vez dalc'het ar skeudenn hep distresadur e-doug un nebeut munutennoù.
Lemel ar stlennadoù bezant en ur maez memor. Peurliesañ e vez renet ar c'harzhañ gant ur goulev dre enskrivañ ur stlenn dibarek, hep ster, el logoù memor desellet. Er memorioù sonn adc'houlevadus e vez graet ar c'harzhañ dre lakaat ar grug silikiom en ardizh ar skinoù dreistmouk a-dreuz d'ur bualier e speur ar glozenn.
image mémoire, topographie mémoire
◊ memory map
◊ egorlun g. ―ioù memor, glennad g. ―où memor ― Geriadur ar stlenneg
Stelidigezh lodennoù diseurt ur goulev pe lies goulev e-barzh ur vemor.
Sl. [topographie mémoire &]
lecteur de carte à mémoire, LECAM
◊ card reader
◊ lenner kartennoù memor, lenner kartedoù, kruglenner, LEKAM ― Geriadur ar stlenneg
Trevnad lenn ar c'hartennoù korramred o tiogeliñ pep gwarantiz a-fet dilesa ha dangelez en haezerezh ar gwazadurioù telemetatek ha da geñver an treuzdougoù arc'hant.
listage de la mémoire, analyse mémoire, vidage de la mémoire
◊ dump
◊ listañ memor, dezrannañ memor, tumpañ ― Geriadur ar stlenneg
Lerc'hwezañ war ur skor, paper peurliesañ, endalc'had a-bezh pe a-zarn ur vemor war-benn diskoachañ ur c'hammad pe ren ur gwiriadur.
mémoire ― Geriadur ar stlenneg
à accès directmemor haeziñ rag-eeun[dispositif à couplage de c.]
à accès sélectifmemor haeziñ diuzel, memor diuzhaeziñ[sélectif : mémoire &]
à circulationmemor amredat[mémoire dynamique]
à condensateurmemor dougell[mémoire capacitaire &]
à défilementmemor drebunat[mémoire dynamique]
à film mincememor film tanav[mémoire statique]
à propagationmemor dreledat[mémoire dynamique]
à semi-conducteursmemor ledreelloù[génération de machine]
à semi-conducteurs bipolairesmemor ledreelloù daouvlein[mémoire à lecture non destructive]
―rapide adressablememor herrek ennegadus[accès direct en mémoire]
―vivememor vresk[micro-ordinateur]
―s à tores de ferritememorioù korennoù ferrit[génération de machine]
à quelles pages de la ―virtuelle sont attribuées les pages de la ―réelleda be bajennoù eus ar vemor c'halloudel ez eo debarzhet pajennoù ar vemor revoudel[topographie mémoire &]
accès direct en ―haeziñ memor rag-eeun[―]
adressage d'un mot ―ennegañ ur ger memor[adressage]
la capacité réelle de la ―de la machinebarr enderc'hel revoudel memor an ijinenn[mémoire virtuelle]
carte à ―, cartettekartenn gadaviñ, kartenn vemor, kartenn elektronek, karted[―]
cartes de crédit dotées d'une ―magnétiquekartennoù kred a zo outo ur vemor warellel[monnaie électronique]
circuits de ―amredoù memor[calculatrice de poche]
construction en ―principale d'un moduleaozañ er bennvemor ur mollad[chargement]
cycle ―kor memor, memorgor[1.―] [2.―]
dispositif de topographie ―trevnad glennañ (memor)[topographie mémoire &]
disque compact à ―mortekantenn stumm memor sonn, kantenn stumm lenn hepken[―]
économiser de la place dans la -secondaire d'un ordinateurarboellañ plas e-barzh advemor un urzhiataer[compactage &]
écran à ―skramm kadaviñ, korzenn gadaviñ[―]
effacement ―karzhañ memor, memorgarzhañ[―]
enregistrement des informations dans les ―s programmableslerc'hwezañ ar stlennadoù er memorioù goulevadus[programmation des mémoires m.]
ensemble d'informations structuré, généralement conservé en -secondaire d'un système informatiqueteskad stlennadoù frammet, miret peurliesañ en advemor ur reizhiad stlennegel[fichier]
ensemble structuré et intégré de données, enregistré sur des ―s secondairestrevnad roadennoù kevanek, lerc'hwezet e-barzh advemorioù[base de données]
espace ―rannvaez memor[ressource] [2.partition]
fichier conservé dans une ―de masserestr miret en ur vemor a dolp[fichier résident]
impression du contenu d'une ―moulañ endalc'had ur vemor[analyse mémoire]
introduction directe d'une information dans un registre ou un mot ―ebarzhiñ war-eeun ur stlennad en ur marilh pe ur ger memor[affichage]
mot ―ger memor[accès]
niveau de ―dans les sytèmes à ―virtuellelive memor er reizhiadoù memor c'halloudel[page]
les pages nécessaires ne sont chargées en ―principale qu'au moment où on en a besoinne vez karget ar pajennoù rekis er bennvemor nemet d'an ampoent ma vez ezhomm anezho[mémoire virtuelle]
partie d'une/de la―principalelodenn eus ur/ar bennvemor[arrière-plan] [vider]
partie protégée d'une ―principaleparzh gwarezet en ur bennvemor[avant―plan]
position ―savlec'h memor[position]
prgrammation des ―s mortesgouleviñ ar memorioù sonn, gouleviñ ar memorioù lenn hepken[―]
les ressources ―immobiliséesal loazioù memor klaviet[paquet d'appel]
simulateur de ―mortedarvaner memor sonn[1.simulateur]
support d'information servant de -secondaireskor stlenn o talvout da advemor[disque magnétique]
système de gestion dynamique de la ―centrale d'un ordinateurreizhiad ardeiñ dialuskel pennvemor un urzhiataer[nettoyeur]
les têtes de lecture d'une à disquespennoù lenn ur vemor dre gantenn[bras d'accès]
tube à ―korzenn gadaviñ[―]
mémoire
◊ memory, storage
◊ memor b. ―ioù ― Geriadur ar stlenneg
Trevnad o kevaraezañ mirout ha daskavout ar stlennadoù a venner keweriañ gant un urzhiataer.
mémoire ― Geriadur an armerzh
(sens général) eñvor b. ; koun g.
(faculté) kounerezh g.
mémoire collective kounerezh strollennel
mémoire historique kounerezh istorel
écrire ses mémoires skrivañ e eñvoradennoù
faire mémoire de ober koun (meneg, keal) a
(informatique) memor b.
mémoire auxiliaire advemor b.
mémoire morte (ROM) memor sonn ; memor lenn hepken
mémoire (inform.)
◊ memor b. -ioù ― Geriadur ar jedoniezh
mémoire : accès à la
◊ memory access
◊ haeziñ memor ― Geriadur ar stlenneg
Daskavout ar stlennadoù kadavet en ur vemor hervez ur mod pe vod.
Sl. [accès +] [sélectif : mémoire &]
mémoire à bulles magnétiques
◊ magnetic bubble memory
◊ memor warellnez ― Geriadur ar stlenneg
Rizh memor araezus da lerc'hwezañ stlennadoù e-barzh gwarellnez. Amparet e vez ar stlenn dre ar vezañs pe an ezvezañs eus nez e savlec'hioù dibarek an trevnad.
mémoire à feuillets magnétiques
◊ magnetic strips memory
◊ memor goc'hennoù gwarellek ― Geriadur ar stlenneg
Memor endalc'h bras amparet gant feilhennoù mezell gwarellaet.
mémoire à fil magnétique
◊ magnetic wire storage
◊ memor neudenn warellek ― Geriadur ar stlenneg
Memor a zo he skor gorre ur werenn blaen pe un neudenn a c'houzeder warni ur goc'henn warellek tanav.
mémoire à laser
◊ laser memory
◊ memor laser ― Geriadur ar stlenneg
Memor luc'hel amparet diwar-bouez ur skin laser.
mémoire à lecture destructive
◊ destruction storage
◊ memor lenn rasklus ― Geriadur ar stlenneg
Memor a vez diverket he endalc'had gant ur wezhiadenn lenn (memorioù korennoù, gwarellnez, h.a.).
mémoire à lecture majoritaire
◊ read mostly memory, RMM
◊ memor lenn peurvuiañ ― Geriadur ar stlenneg
Memor arveret dreist-holl evit gwezhiadennoù lenn.
mémoire à lecture non destructive
◊ nondestructive readout memory
◊ memor lenn anrasklus ― Geriadur ar stlenneg
Memor na vez ket daskemmet he endalc'had gant ar gwezhiadennoù lenn (memorioù ledreelloù daouvlein).
mémoire à réseau de bulles magnétiques
◊ network magnetic bubble memory
◊ memor rouedad warellnez ― Geriadur ar stlenneg
E kemm ouzh ar vemor warellnez, e vez amañ rezhiennet ar stlenn gant tu ar c'hwelañ e luniad gwarellel ar speur granennek en-dro da bep nezenn.
mémoire à semi-conducteurs
◊ semi-conductor memory
◊ memor ledreelloù ― Geriadur ar stlenneg
Memor amparet he c'helligoù diwar-bouez ledreelloù.
mémoire à tores
◊ core memory
◊ memor gorennoù ― Geriadur ar stlenneg
Memor vresk ennegadus a rizh diasavel, ma c'hoarveze ar c'helligoù elfennel a gorennoù ferrit.
mémoire analogique
◊ analog storage
◊ memor gemblac'hel ― Geriadur ar stlenneg
Memor ma vez lerc'hwezet ar stlennadoù a-gendalc'h.
Memor ma vez hennadet pep savlec'h, n'eo ket dre un enneg, met dre e endalc'had. Pep roadenn lerc'hwezet er vemor a vez ambrouget gant un alc'houez arglask.
Rizh memor ma c'hoarvez ar gwezhiadennoù skrivañ ha lenn E-ser dilec'hiañ pezhioù treloc'hel (lurelloù, kantennoù, kasedoù).
mémoire d'entretien, mémoire de rafraîchissement
◊ refresh memory
◊ memor azgrenaat ― Geriadur ar stlenneg
Memor a-zalc'h ouzh ur c'hewerier kevregañ, enni ar restr wereañ : pourchas a ra ar stlennadoù ret da drezalc'h ar skeudenn erouezet war ar skramm.
Sl. [rafraîchissement]
mémoire de contrôle, mémoire de commande
◊ control memory
◊ memor reoliñ ― Geriadur ar stlenneg
Memor arveret da c'houleviñ arc'hwelioù 'zo, da skouer ar gwezhiadurioù enankañ/ec'hankañ.
mémoire de masse
◊ mass storage
◊ memor a dolp, kadav g. ―ioù a dolp ― Geriadur ar stlenneg
Rizh advemor dezhi un endalc'h bras stlenn a-linenn - ouzhpenn 10¹² a eizhbitoù.
mémoire de trame
◊ bit map
◊ memor anneuenn ― Geriadur ar stlenneg
Memor azgrenaat un hewel c'hwilerviñ anneuenn. He ment a vez kevreizh da zespizadur ar skeudenn e niver ar pikselioù ha da zonder pep hini anezho, despizet hemañ dre vonegañ al liv pe live al loued.
Rizh memor ma vez klenket ar stlenn en ur gellig eus ar skor e-doug ur pad harzek hep-mui. Evit na ve ket kollet ar stlenn e ranker e azbevaat a wechoù ingal. War se e reer da hollad ar stlennadoù amredek e diabarzh ar vemor. Anvadoù all ar vemor dialuskel : memor amredat , memor drebunat , memor dreledat .
Rizh advemor o c'hoarvezout eus ur restr dizalc'h, o rekizañ emell un oberataer da vont en arc'hwel.
mémoire immunologique
◊ immunological memory
◊ memor b. hangaeel ― Geriadur ar vezekniezh
Galloud piaouet gant al limfokit B ha T da virout ha da zaskavout stlennadoù o deus lerc'hwezet da geñver keraez kentañ un antigen, alese an anvad kelligoù memor a lakaer warno ; da geñver ur c'heraez nevez a 'n antigen, en en naouaont ha, da heul, e neront hag e telankont erwezhioù hangaeañ spesadel ; termen arveret a-wechoù da aroueziñ barregezh erwezhiañ ur bevedeg a zo ennañ kelligoù memor (sl. amnésie immunitaire,cellule-mémoire, facteur de transfert).
mémoire morte
◊ read only memory, ROM
◊ memor sonn, memor lenn hepken ― Geriadur ar stlenneg
Rizh memor diazezet war bennaenn an desezañ stadoù stabil ha diwezhel. Haezadus e vez ar stlennadoù dre al lenn ha ned int ket daskemmadus a-blaen.
mémoire morte programmable
◊ programmable read only memory, PROM
◊ memor sonn goulevadus ― Geriadur ar stlenneg
Rizh memor ma c'hoarvez an elfennoù daouredel a deuzelloù pe a ziodoù a c'haller gouleviñ diwar-bouez un dafar spesadel.
mémoire morte reprogrammable
◊ reprogrammable ROM, REPROM, electrically programmable ROM, EPROM
◊ memor sonn adc'houlevadus ― Geriadur ar stlenneg
Rizh memor a c'haller ivez gouleviñ diwar-bouez dafar arbennik. Diverkañ a c'haller he endalc'had ha daskemmañ ar goulev. Hervez ar c'halvezder arveret e reer anezhi un EAROM (◊ electrically alterable ROM ◊ memor sonn tredangemmadus ) pe un EEROM (◊ electrically erasable ROM ◊ memor sonn tredanraskladus ).
mémoire non volatile
◊ nonvolatile memory
◊ memor ansteuzidik ― Geriadur ar stlenneg
Memor a drebad difreuz he endalc'had pa vez troc'h tredan.
mémoire numérique
◊ digital storage
◊ memor niverel ― Geriadur ar stlenneg
Memor a vez ar stlennadoù lerc'hwezet enni a-zaoured.
Memor oc'h arc'hwelañ gant an araez a galvezderioù al luc'h. Bez' ez eus div familh a vemorioù luc'hel : ar memorioù poentel hag ar memorioù strewet.
Sl. [mémoire dispersée] [mémoire ponctuelle]
mémoire ponctuelle
◊ memor boentel ― Geriadur ar stlenneg
Familh a vemorioù luc'hel o tanveziñ live disvannañ al luc'h da lerc'hwezañ ar stlenn daouredel.
mémoire principale, mémoire centrale
◊ main storage, core memory
◊ pennvemor, memor greiz ― Geriadur ar stlenneg
Organ kreiz o talvout da glenkañ ar stlennadoù danvezet gant un pe lies unvez kreiz. Parzh boutin, ha lec'h eskemm, eo etre lies unvez keweriañ. Harzvent endalc'h ar pennvemorioù, o friz koust ivez, a zegas da aveiñ an urzhiataerioù gant advemorioù.