Preder
actif (médicament)gwezhus ― Geriadur ar fizik
actif (médicament)hewezh ― Geriadur ar fizik
actif (médicament)gwezhus ― Geriadur ar gimiezh
administrer (médicament)diounit bn. diounez- ― Gervaoù skiant
cinétique d'un médicament, pharmacocinétiquepharmacokinetics1 korzh ul lia, liagorzh b. 2 Liagorzhoniezh ― Geriadur ar vezekniezh

1 Devoned ul lia er bevedeg : ebarzhadur, kennevid, dasparzh dre amred ar gwad, gwered ar buzerioù, ezvevennadur. 2 Studi al liagorzhioù.

médicamentlouzou g. médicamenteier ; gwezher g. -ioù ; lia g. -où. ― Geriadur an armerzh
médicamentlia g. -où ― Geriadur ar verdeadurezh

Lors du désarmement on videra de la boîte de secours les médicaments périmés.

Da geñver an dibaramantiñ e skarzhor eus ar voest arouelañ al liaoù ezkrer.

médicamentdrug, medicament, medicinelia g. -où, gwezher g. -ioù ― Geriadur ar vezekniezh

“Nep danvezenn pe genaozad erzodet evel araez kurañ pe ergurañ e-keñver ar c'hleñvedoù denel pe loenel, ivez nep aozad diounezadus d'an denion pe d'al loened e sell da savelañ un deznaou mezegel pe da assav, dereizhañ pe daskemmañ an arc'hwelioù organel anezho” (Dezveg foran ar Yec'hed, Frañs, 1967) ; d'ober al lia ez a ar bon (sl.  base 4 ), ar gwezher harpañ pe harpad (sl.  adjuvant 2 ), an ambrougenn (sl.  excipient), ar reizhuzenn (sl.  correctif) ; lies tennad zo da gentraderezh ul lia : 1) an imbourc'hioù rakklinikel, graet war gelligoù, gwiadoù, organoù dredet ha neuze war loened ; 2) an imbourc'hioù klinikel, anezho re ar bazenn I, arnodet war youladed yac'h, ar bazenn II, renet war un nebeut klañvourion diuzet, ar  bazenn III, war gouziviaded niverusoc'h hag e-skoaz prederiadurioù dave, ar bazenn IV o teraouiñ gant ar brientad mont en nevid (sl.  autorisation de mise sur le marché, double anonymat : épreuve en , , La-09 336-343).

médicament à prescription restreinte ◊ ◊ lia erskrivadur argrenn ― Geriadur ar vezekniezh

E Frañs, hervez deved 2004, lia eus unan a 'r pemp rumm-mañ : 1° Amberzet evit an arverañ ospitalel ; 2° amberzet evit an erskrivañ ospitalel ; 3° amberzet evit un erskrivañ ospitalel deroù ; 4° amberzet evit mezeion arbennikaet 'zo ; 5° o rekizañ un evezhierezh dibarek.

médicament d'exception ◊ ◊ lia nemedennek ― Geriadur ar vezekniezh

Lia arveret en un ennegad resis, gwerzhet en ur priz uhel ; erskrivet e vez war un ordrenañs arbennik.

médicament essentielessential medicinelia bonel, bonlia g. ― Geriadur ar vezekniezh

Lia despizet gant Aozadur Bed ar Yec'hed (ABY) evel o vastañ da ezhommoù yec'hedel muianiver ar boblañs ; hegerz e tle bezañ ar bonliaoù e pep amzer a gementadoù hag en deluniadoù kevazas, en ur priz araezadus gant an hiniennoù hag ar strollenn ; aliet e vez pep riez da sevel he roll bonliaoù en ur zerc'hel kont eus an tevetoù lec'hel ; reoliek ez embann an ABY rolloù skouer ar bonliaoù dezreet diwar ar rolloù riezel.

médicament éthiqueprescription only medicinelia ordrenadou ― Geriadur ar vezekniezh

Lia gwerzhet en apotikerezhioù hepken, diwar ordrenañs, nad eo ket nevidadus e briz, dastaladus gant an aozadurioù kretaat.

médicament génériquegeneric pharmaceuticallia genadel ― Geriadur ar vezekniezh

“Eilad diwar ul lia orinel bet aotreet ar c'henderc'hañ hag ar c'henwerzhelañ anezhañ da heul soetadur ar breou en goudore” (Frañs, Kengor ar c'hevezañ hag ar beveziñ, 1981).

médicament grand publicover the counter, OTClia pep kevredig ― Geriadur ar vezekniezh

Brientaozad bet debaret dezhañ ur brientad mont en nevid, aotreet d'an daranverezh, hegerz en emservij e-barzh an apotikerezhioù hepken, gwerzhet kuit a ordrenañs, andastaladus gant an aozadurioù kretaat (sl.  spécialité).

médicament magistral, préparation magistrale ◊ ◊ mestrangevezh g. ― Geriadur ar vezekniezh

Lia n'emañ ket war roll al Liavoneg (Gl.  Pharmacopée, Codex), danzeet gant an apotiker hervez un ordrenañs savet gant ar mezeg.

médicament officinal, préparation officinale ◊ ◊ bonangevezh g. ― Geriadur ar vezekniezh

Lia a gaver darbaret en apotikerezh, bet aozet hervez un delun enskrivet el Liavoneg, da skouer an tentur iod (sl.  iode : teintude d' ).

médicament orphelinorphan druglia emzivat ― Geriadur ar vezekniezh

Danvezenn liael, na ve ket dreistezhomm, dihegerz dre benn ma n'eo ket askorus he c'horvoiñ.

médicament soumis à prescriptionprescription druglia erskrivadou ― Geriadur ar vezekniezh

Lia ordrenadou ret, eleze berzet ouzh an apotiker e c'hougorañ hep ordrenañs ; e Frañs, da heul deved Kerzu 1988, emañ enskrivet al liaoù erskrivadou war div listenn : an danvezennoù dañjerus war al Listenn I (bet Taolenn A kent 1988), an danvezennoù pistriek war al Listenn II (bet Taolenn C) ; renket emañ liaoù an daolenn B a wechall war Listenn ar baderioù (Gl.  Liste des stupéfiants) (sl.  stupéfiant, toxique)