Real na dizh ket an disoc’h mennet, hogen unan all en e lec’h, — furmadur treuzvarc’had etre ar mennad emouez hag an arvoustred. Pep ober c’hwitet n’eo ket ur goustaol ; er goustaol, ez eur gouest ha boas da zont a-benn ha, daoust ma klasker alies displegañ ar fazi dre an dievezh pe an dargouezh, e c’hoarvez evit gwir dre berzh ur c’hoant diemouez, ken ma’z eo ar goustaol un taol e-biou e-keñver an diviz emouez, hogen dreist-holl un taol e-barzh evit ar c’hoant diemouez.
Ar goustaoliñ a c’hoarvez en holl dachennoù eus arc’hwelerezh ar bred : el lavar (linkadennoù teod ha pluenn — gouskomz, gousskriv, gouslenn), en dezevout (gouskeal, gouskoun), er merzout (gouskantvout), en ober (gousreal) ; pa c’hoarvez ar goustaol a ziankañ un dra bennak (gouskoll), h.a.
E-se e kinnigomp arverañ ar rakger gous- (<*uo-eks-) er vredoniezh da verkañ gwariadur un elfenn emouez dre berzh un danwered diemouez. Arveradus e chom evel just termenoù ar yezh voutin : linkadenn, treuzvieziñ, treuzviezadenn, h.a.
Stad m'emañ ar c'haezhiad o c'houzañv diwar an diouer dramm.
Un manque d'alimentation en eau est très dangereux pour le moteur, car s'il n'est plus refroidi, il peut griller en moins d'une minute.
Noazus bras ouzh ar c'heflusker e vez un oldour, rak ma n'eo ket yenatet ken, e c'hell suilhañ dindan ur vunutenn.