Preder
accroupissement : manoeuvre de l'∼squatting exerciseembreg g. ar puchañ ― Geriadur ar vezekniezh

Embreg arveret da arglask strafuilhoù en tant emstumm.

bande de manœuvrescratch tapelurell darbar ― Geriadur ar stlenneg

Lurell warellek danvezet da aozañ restroù etreat (a vez berrhoali peurliesañ, pezh a ro tro da adarverañ lies gwech al lurell darbar).

Bracht : manoeuvre de ∼Bracht's methodkefleuñvad g. Bracht ― Geriadur ar vezekniezh

Kalvezder gwiliouderezh e degouezh erload ar c'hoazez, pa vez ar penn da ziwezhañ hag ar c'hilpenn a-raok, anezhañ gorren korf ar grouell trema speur kof ar vamm.

Budin : manoeuvre de ∼ ◊ ◊ kefleuñvad g. Budin ― Geriadur ar vezekniezh

Kefleuñvad evit muiaat plegadur ar grouell er grozh, anezhañ pouezañ war deun ar mammog en ur deuta gant bizied an dorn all war glask da gostez kaletañ ar grozh, m'emañ kein ar grouell.

commander une manœuvreren un deleviad ― Geriadur ar verdeadurezh
courant adj.(en parlant d'une manœuvre)link ― Geriadur ar verdeadurezh
Czermak : manoeuvre de ∼, épreuve de ∼Czermak's vagus pressurekefleuñvad g. Czermak, prouad g. Czermak ― Geriadur ar vezekniezh

Pouezañ gant ar biz war ar garotidenn e par al lagadenn vigorn, dre se fraouaat an nervenn dispis : ent vonan e c'hoarvez un istead kalon

D

dormant adj. (en parlant d'une manœuvre)chag ― Geriadur ar verdeadurezh
fichier de travail, fichier de manœuvrework file, scratch filerestr labour, restr darbar ― Geriadur ar stlenneg

Restr a zo he amkan aesaat ar c'heweriadoù dre gadaviñ an disoc'hoù ardreugat. Peurliesañ en he distrujer pa echuer erounit ar goulev.

Heimlich : manoeuvre ou méthode de ∼Heimlich's maneuverkefleuñvad g. Heimlich ― Geriadur ar vezekniezh

Kefleuñvad amkanet da barraat ouzh ur mougañ marvus diwar stankadur ar c'harloc'henn gant tammoù boued dewentet dre zarvoud, anezhañ disvountañ ar gelc'hspeurenn war grec'h dre bouezañ trumm ha kreñv war an argreuzenn evit lakaat aer ar skevent da argas ar c'horf estren.

Jacquemer : manoeuvre de ∼Jacquemer's maneuverkefleuñvad g. Jacquemer ― Geriadur ar vezekniezh

Kalvezder gwiliouderezh e degouezh mieskor an divskoaz azdalc'het el lestr ur wech tremenet ar penn, anezhañ gouzizañ brec'h adreñv ar grouell hag e se erlec'hiañ ouzh an treuzkiz divgernskoaz an treuzkiz kazel-kernskoaz, berroc'h hag aesoc'h dezhañ diskenn dre ar c'hulvaoù.

jambe : manoeuvre de la ∼, manoeuvre ou épreuve ou signe de Barré (membre inférieur)Barré's sign of the legkefleuñvad ar c'har pe prouad pe arouez Barré en ezel traoñ ― Geriadur ar vezekniezh

Kefleuñvad renet war-benn dinoiñ gouseizi leiek un ezel traoñ : ar gouziviad o vezañ er rakgourvez, pleget a-skouer e zaoulin e doare m'emañ e zivc'har a-zerc'h, e c'houziz hag e kouezh war ar gwele ar c'har e tu ar gouseizi.

Kleyne : manoeuvre de ∼ ◊ ◊ embregad g. Kleyne ― Geriadur ar vezekniezh

Dreistastenn ha dreistc'hwelañ ar penn o tevoudañ an nistagmuz pa vez skorted mellkein-diazpenn (sl.  insuffisance vertébrobasilaire).

Lachman : manoeuvre de ∼Lachman's maneuverkefleuñvad Lachman ― Geriadur ar vezekniezh

Amprouad erglask un anaf eus ar stagell e kroaz araok-diavaez : ar gouziviad gourvezet a-gein pe azezet war vord un daol, pleget e c'hlin da 20°, e fester gant un dorn penn traoñ ar vorzhed ha gant an dorn all e tefiñver war raok penn krec'h ar c'har ; yaek eo an amprouad mar lakaer war wel un laoskted ezreol eus ar c'henvell ; dre an amprouad gin (defiñval war dreñv) ez erglasker anaf ar stagell e kroaz adreñv.

manoeuvre ― Geriadur an armerzh
  • féminin (manipulation) embreg g. ; embregad g.
  • faire une fausse manoeuvre ober udb a-dreuz
  • disposer d'une grande marge de manoeuvre kaout hed e c'har ; (pol.) darleviad g. ; darleviadenn b.
  • (militaire) pleustradeg b. ; (péj.) troidell b. ; trokell b. ; ribouilh g.
manoeuvre ― Geriadur an armerzh
  • (ouvrier) darbarer g.
manoeuvremaneuver1 embreg g., embregad g. 2 kefleuñvad g. ― Geriadur ar vezekniezh

1 (Ster ledan) gwezhiad renet gant ar c'horf, gant an daouarn pergen, war un amkan lavaret. 2 (Ster mezegel) araezad klinikel, surjianel pe amiegel amkanet d'ober kemmañ lakadur d'ur gouziviad, d'ur parzh korf pe d'ur grouell, evit ren un imbourc'h, ur prederiadur pe ur gwilioud.

manoeuvre ― Geriadur ar vezekniezh

manoeuvre de l'accroupissement embreg ar puchañ manoeuvre destinée à augmen-ter la flexion du foetus in utero kefleuñvad evit muiaat plegadur ar grouell er grozh manoeuvre destinée à éviter la mort par asphyxie lors de l'obstruction du larynx kefleuñvad amkanet da barraat ouzh ar mougañ marvus diwar stankadur ar c'harloc'henn manoeuvre destinée à objectiver un discret déficit moteur embregad evit lakaat war wel un divigad loc'hadel diheverzh manoeuvre destinée à mettre en évidence une raideur méningée kefleuñvad evit lakaat war wel ar reuted a bilhon manoeuvres externes en obstétrique kefleuñvadoù diavaez er gwiliouderezh.

manœuvre ― Geriadur ar stlenneg
  • bande de ― lurell darbar [―]
  • création d'un chemin physique pour chaque communication, soit par ― de contacts, soit par blocage-déblocage de semi-conducteurs savelañ un treug alvezel evit pep kehentadenn, pe dre embreger enstokoù, pe dre dolc'hañ-didolc'hañ ledreelloù [commutation spatiale]
manœuvre ― Geriadur ar verdeadurezh
  1. # action destinée à faire évoluer un bateau deleviad g.-où
    • ~ à la voile deleviad dre lien
    • ~ au moteur deleviad dre geflusker
    • ~ brusque deleviad trumm
    • ~ d'approche deleviad denesaat, denesadur g.-ioù
    • Une manœuvre de port se prépare bien avant que l'on ait reconnu les premières bouées du chenal. Il faut savoir qu'au cours de l'approche les choses vont se précipiter et tout ce qui n'a pas été pensé et préparé risque de créer de mauvaises surprises.

      Prientet e vez un deleviad porzhiañ a-raok daznaout boueoù an naoz, rak e‑kerz an denesadur e savo difrae er skipailh hag arvar da gaout messouezh ma n'eo ket bet meizet ha ragaozet pep tra.

    • ~ de plage deleviad traezhenn
    • ~ de port deleviad porzh(iañ)
    • ~ de repêchage deleviad adlestrañ
    • ~ délicate deleviad skoemp
    • ~ exceptionnelle deleviad ezreol
    • ~ sur coffre deleviad ouzh kofin, deleviad diouzh kofin
    • ~ sur corps mort deleviad ouzh talp, deleviad diouzh talp
    • ~ sûre deleviad diarvar
    • faire une ~ précise # conduire une ~ # réaliser une ~ deleviañ resis
    • fausse ~ deleviad c'hwitet
    • la ~ échoue c'hwitañ a reer war an deleviad
  2. # filin siblenn b.-où
    • ~ courante siblenn link
    • La quasi-totalité des winchs tournent dans le sens des aiguilles. La manœuvre courante que l'on veut raidir est donc tournée sur la poupée dans ce même sens.

      A-gembiz e tro an darn vuiañ eus ar gwindaskoù. Kendu dezho enta e vo punet ouzh ar veni ar siblenn link a venner reudiñ.

    • ~ dormante siblenn chag
    • ~ volante siblenn lemlaka
manœuvre : bande de , disque de scratch tape, scratch disklurell darbar, kantenn darbar ― Geriadur ar stlenneg

Lurell pe gantenn arveret da gadaviñ ur restr labour.

Sl. [bande de manœuvre] [fichier de travail &]

manœuvre : fichier de scratch filerestr darbar ― Geriadur ar stlenneg

Sl. [fichier de travail &]

manœuvre : zone de , zone de travailscratch area, work locationmaez g. ―ioù darbar, maez labour ― Geriadur ar stlenneg

Tachad miret er vemor evit kadaviñ an disoc'hoù etreat, an arstalennoù riñvañ, h.a.

Marie et Foix : manoeuvre de Pierre ∼Marie-Foix maneuverembreg ― Geriadur ar vezekniezh

g. Marie-FoixEmbreg amkanet da anataat seizi an dremm gant ul ledseizieg er c'homa ; ar pouezañ war nervenn an dremm a-dreñv balegoù ar chagell ne laka kigennoù an dremm da argrezañ nemet en tu bonan.

Mauriceau : manoeuvre de ∼Mauriceau's maneuverkefleuñvad g. Mauriceau ― Geriadur ar vezekniezh

(Gwiliouderezh) Araezad eztennañ penn ar grouell gwilioudet da ziwezhañ en erload ar revr, anezhañ sankañ daou viz e-barzh genoù ar grouell, korf houmañ, kein el laez, o vezañ a-c'haoliad war arvrec'h an oberataer, neuze treiñ war raok kilpenn ar grouell, gouzizañ an is-kilpenn dindan juntad ar c'haezour, kent plegañ penn ar grouell evit e zilemel eus ar c'hourzh.

McMurray : manoeuvre de ∼, signe du déclicMcMurray's signkefleuñvad g. McMurray, arouez b. an dislug ― Geriadur ar vezekniezh

Ar glin o vezañ pleget, e c'houlanker loc'hadoù c'hwelañ, nesaat ha pellaat ouzh ar c'har hag an troad, hep pe gant astenn gorrek a 'r c'har ; ur stlakad merzhet e par diabarzh ketal ar c'henvell zo anezhañ arouez un anaf e korn adreñv kreskenn ar glin.

Nélaton : manoeuvre de ∼Nélaton maneuverkefleuñvad  g. Nélaton ― Geriadur ar vezekniezh

Araezad amkanet da ziren disvellad war raok ar c'henvell ividig-gaved.

Osler : manoeuvre d'∼Osler maneuverembreg g. Osler ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad amkanet da zinoiñ an uswask talmerel hañvalat (gaouuswask) gant henaded o zalmerennoù sklerozek hag anamwaskadus gant brec'hgenn ar gwaskventer, hemañ o wereañ sifroù reñverek e-skoaz ar gwask gwirion ; yaek eo ar prouad pa chom teutadus an dalmerenn a-werzhid goude ma volc'her ar brec'hgenn dreist ar gwask sistolel hañvalat.

roulement à bille : manoeuvre ou signe du ∼ ◊ ◊ kefleuñvad g. pe arouez b. ar c'hlud-ruilh ― Geriadur ar vezekniezh

Kefleuñvad evit lakaat war wel bevennadur c'hweladur an askorn morzhed e remm henek al lez (lezartroz). Ar c'hlañvour o vezañ er rakgourvez, pleget a-skouer e c'har, a-zerc'h, a erwezh en un doare nebeutoc'h frank ouzh ar finvoù bolodiñ diadreuz skañv goulanket gant ar mezeg.

Tillaux : manoeuvre de ∼Tillaux's manoeuvreembregad g. Tillaux ― Geriadur ar vezekniezh

Embregad amkanet da lakaat war wel glenell ur yoc'henn eus ar vronn ouzh kigenn vras ar brennid : heloc'hded ar yoc'henn war an talennoù don a vez leiaet pa vez lakaet kigenn vras ar brennid da argrezañ, en ur herzel ouzh fiñv nesaat brec'h ar c'hlañvour.

Trendelenburg ou Trendelenburg-Brodie : manoeuvre, procédé ou signe de ∼Trendelenburg's testhentenn b. pe araezad g. pe arouez b. Trendelenburg ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad amkanet da lakaat war wel ar skorted sac'hellel en teuc'helloù bas ar c'har. Goude bezañ goullonderet ar wazhienn spis teuc'hellek, dre uhelaat ar c'har, e lakaer ar biz yod war zifourk ar wazhienn hag e lavarer d'ar c'hlañvour da sevel en e sav : ar wazhienn spis a chom goullo ; mar paouezer a bouezañ gant ar biz, a-daol-trumm hag eus krec'h da draoñ, an duilh teuc'hellek a-bezh a emleugn en un taol.

Trömner : manoeuvre, réflexe ou signe de ∼Trömner's signembreg g., damoug g. pe arouez b. Trömner ― Geriadur ar vezekniezh

Kiziata gant ur biz talbenn palvel penn biz kreiz pe biz yod pleget ar gouzrec'h, an dorn o vezañ palvsavet. Ent reol e telusk plegadur ar bizied. Diwar-bouez an damoug-se ez imbourc'her c'hwec'hvet gwrizienn nervennoù ar gouzoug.

Valsalva : épreuve ou manoeuvre ou test de ∼Valsalva's testprouad g. pe embreg g. Valsalva ― Geriadur ar vezekniezh

Kalvezder o kevaraezañ uhelaat ar gwask er fric'hargadenn dre ec'hanalad helc'het, genoù serr ha divfron piñset, e sell da assav pe da amprouiñ heforzhded ar gorzenn glevedel. Seurt embreg a uhela ar gwask enbruskel, ar gwask talmerel a-skevent hag ar gwask gwazhiennel trobarzhel, hag a izela ivez an distro gwazhiennel er galon. Gwanaat a ra ivez kreñvder an holl sourroù kalon, nemet hini ar c'halongaherad stevius a zo kreñvaet. Pa baouez an embreg dre adkregiñ da analañ ez adkav sourroù ar galon dehoù o c'hreñvder kent re ar galon gleiz.

volant adj. (en parlant d'une manœuvre, d'une voile &)lemlaka, helam ― Geriadur ar verdeadurezh