Preder
aviateurs : mal des ∼, fatigue des ∼aeroneurosisogvez b. an nijerion ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad diwask hollek, ouzh e ober distabilded nervel, mineuzid, skuizhnez kigennel, anhun, ustead kalon, strafuilhoù ar c'hoaz-hañ, treutaat, o tarvezout gant an nijerion regaset, a zispleger dre wered kevret an uhelder, an isvec'h oksigen, ar gwadisvec'h CO₂, ar yenion, ar c'hwimm, ar vrac'hitell.

bouton d'Alep, bouton d'Orient, bouton de Biskra, bouton d'un an, bouton du Nil, bouton de Delhi, bouton de Gafsa, bouton des pays chauds, bouton des Ziban, chancre du Sahara, mal des dattesoriental soreporbolenn ar Reter ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved tredizhus, broreuziat er rannbarzhioù tomm, naouus dre un dispuilhad krugennoù ruz o treiñ e gouliezoù dourasennus, da wezher dezhañ ur brotozoenn, Leishmania tropica, trezouget gant un amprevan, Phlebotomus papatasi.

caraté, pinta, mal del pinto, boussarole, puru-puru, piquitepinta, azul, mal de los pintos, boussarole, spotted sickness, pannus carateus, cativepinta g., karate g. ― Geriadur ar vezekniezh

Treponematoz angwenerel broreuziat er gelc'henn etretrovanel en Amerika, diwar an Treponema carateum (heñvel ent neuziadurel ouzh an Treponema pallidum, gwezher ar sifiliz), naouus ent klinikel dre un dermatoz milivel lec'hiet er poentoù rimiañ, o tedreiñ war dekvloaziadoù, dezhañ an hevelep dazgweredoù hangaeel ha d'ar sifiliz goude ma n'eus hangae kroaziet ebet.

cinépathie, cinétose, mal des transportsmotion sicknessteadell b., droug g. an dezougen ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad rumm evit anaez an araezioù dezougen : ar bigi (droug mor, Gl.  mal de mer, naupathie), ar c'hirri (droug karr, Gl.  mal d'auto, ochopathie), an nijerezed (droug nij, Gl.  mal de l'air), h.a. (sl.  antinaupathique).

enthésite, enthésopathie, tendinite d'insertion, mal des insertions, tendinite rhumatismaleenthesitis, enthesopathyremm an enlenadoù, enlenfo g. -ioù ― Geriadur ar vezekniezh

Remm ec'harzel sezet en enlenva ar stirennoù, ar stagelloù hag ar faskiennoù, alies e dianlen un daraez (arskodennfo).

épileptique : état de malstatus epilepticusaroad g. droukfell ― Geriadur ar vezekniezh

Lerc'hiad grezvarroù droukfell nesadek a-walc'h evit ma tremenfe ar gouziviad hep distreiñ d'ur stad reol (a-fet kenskiant hag empennvarrwezañ pergen) ; arveret da gentañ a-zave d'an droukfell hollek, e talvez hiziv an termen da anvad genadel evit holl furmoù an aroad droukfell ; derc'hel a reer neoazh da gomz eus aroad droukfell darnek (Gl.  état de mal partiel).

état de malsubintrant crisisaroad g., barradoù kevarlank ― Geriadur ar vezekniezh

Lerc'hiad grezvarroù o tont ken nes an eil da heul egile ma ne zistro ket ar gouziviad d'ur stad reol.

état de mal angineuxunstable anginaaroad kalonank, kevenkez g. distabil ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad naouus dre varradoù kevenkez bruched lies ouzh lies, hir ouzh hir, dre arouezioù barrwezadel heskwad ha dre arouezioù kurunerlunadel isvoll start war un pe lies kurunerenn ; grevus eo an dedro emdarzh ha, gant riskl an angwazhiad hag ar marv trumm, e ranker alies divizout diwar zifrae ur pontañ pe un atelviñ kurunerenn evit azgwazhiediñ ar c'haher kalon.

état de mal asthmatiquestatus asthmaticusaroad astma ― Geriadur ar vezekniezh

Skorted analadel lemm diwar ur bronkezandag padek o tec'han logigiswent.

état de mal épileptiquestatus epilepticusaroad droukfell ― Geriadur ar vezekniezh

Furm droukfell deznaouet pa zarvez ur barrad hirbad pe ul lerc'hiad barradoù gant entremezioù re verr evit ma tistrofe ar gouziviad d'e genskiant ; ent klasel ne raed anv eus aroad droukfell nemet evit an droukfell hollek, hiziv e teskriver kement seurtad aroadoù hag a seurtadoù droukfell : aroad droukfell darnek (Gl.  état de mal partiel, Sz.  status epilepticus partialis), aroad droug bihan (Gl.Sz.  petit mal status), h.a. (sl.  épileptique : état de mal ).

être mal cuit (pain)tirenniñ ― Geriadur ar geginouriezh
  • Pain mal cuit Bara tirennet
Lennox-Gastaud : syndrome de ∼, variante du petit malLennoxGastaud syndromeazoniad Lennox-Gastaud, askenad g. an droug bihan ― Geriadur ar vezekniezh

“empennaoued droukfellel ar vugale gant pikbaotoù gorrek strewek” (Gastaud ha Dravet, 1965) ; hollek ha peurliesañ tantek e vez ar barradoù, dazeilat gant dianennoù anrizhek, berrbad hag argreskus o deroù hag o dibenn, anezho fatadurioù ar genskiant, rouestlet gant fiñvoù diarzoug hag antant, arreat hag o vont a-wechoù betek an aroad ; stadañ a reer un divigad kefredel don hag alies un isteñv eus an empenn ; ent nozografek emañ ar c'hleñved nes da azoniad an andagoù plegadel ; etre ar barradoù e noter daralladoù rizhek eus an empennvarrwezad : pikbaotoù gorrek strewek (sl.  absence, épilepsie généralisée, spasmes en flexion).

maladv. ― Geriadur an armerzh
  • mal payé gopret fall
  • les affaires vont mal an traoù a ya fall ; da fall ez a ar stal.
mal ― Geriadur ar verdeadurezh
  • ~ de mer droug g. mor
  • Pour augmenter les chances de repérer un homme à la mer, on placera aux barres de flèche, une vigie qui n'a pas le mal de mer.

    Evit kaout brasoc'h tro da adkavout un den kouezhet er mor, e vo staelet war ar brankodoù ur geder na vez ket techet d'an droug mor.

mal centrédogreizet ― Geriadur ar jedoniezh
mal cuit (pain)tirennek ― Geriadur ar geginouriezh
mal d'altitude ou des montagnesaltitude or height sicknessdroug g. an uhelder pe ar menezioù, uc'hadell b. ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad ar strafuilhoù da heul an tremen buan d'un uhelder bras divoas evit ar bevedeg : gwadisvec'h oksigen o tevoudañ muiadur gwenterezh ar skevent, kalonustead, direizhoù an arc'hwelioù merzhadel ha kefredel o vont betek an ezwal (sl.  aviateurs : mal des ).

mal des rayons ou des irradiations pénétrantesradiation injurydroug ar skinoù pe ar skinadoù trebarzhus ― Geriadur ar vezekniezh

Strafuilhoù gouzañvet gant ar glañvourion prederiet dre ar skinoù X pe ar c'horfoù skinoberiek, gwech kentrat, skañv, berrbad, heñvel a-walc'h ouzh an droug mor, gwech goulerc'hat, o c'hoarvezout eus un asikted don gant darc'hoal, c'hweladoù, terzhienn, trec'hwezh, iswask talmerel, e dalc'h daralladoù ar gwad ha deloezadur ar gwiadoù kleñvedek distrujet ; gant reuzidi an argadoù derc'hanel pe an darvoudoù en imbourc'hvaoù atomel, e stader, hervez kreñvder ha padelezh an ardizh, gwech anaezioù nervel marvus raktal pe dindan un nebeut eurvezhioù, gwech erzerc'hadoù koazhadel (c'hweladoù, darc'hoal, terzhienn) o tarvezout e-kerz ar 15 deiz kentañ ha marvus ivez, gwech direizhoù gwadel da heul anafoù ar mel eskern, oc'h anadiñ goude teir sizhun, lod anezho kuradus.

mal du roi, écrouelles, scrofulesking's evil, scrofuladroug ar roue, droug sant Kadou ― Geriadur ar vezekniezh

Anvadoù istorel c'hwarrennoù ar gouzoug ; meneg ar roue a zave d'ar gredenn e oa brient roueoù Frañs pe Saoz pareañ an kez droug dre an touch.

mal latéralisé (Pathol., Pédag.)mihanduek ― Gerva an brederouriezh
mal perforantmal perforantdroug treloezus ― Geriadur ar vezekniezh

Gouliez dilaur o tennañ da zonaat, e dalc'h un anaf nervel peurliesañ ; div furm a zeskriver : an d. t. genaouel (Gl.  m. p. buccal), anaez dibaot, naouus dre gouezh emdarzh an dent, deloezañ ribl al logigoù, treloezadoù ar stavn, dec'hanet gant un trigevellfo, e dianlen an tabez alies, hag an d. t. solel (Gl.  m. p. plantaire), gouliez sezet dindan ar c'henvell kreiztroad-oeñsoù, o tennañ da wazhañ ar c'henvell, devoudet gant an tabez, an diabet c'hwek, al liesnervennfo, ar c'havnvelad, al lovrezh.

mal : haut ou grand ∼, mal caduc ou comitial ou sacrémorbus comitialis or divinum or sacerdroug uhel pe sant pe sant Yann ― Geriadur ar vezekniezh

Anvadoù henvoazel an droukfell hollek, ent resis an droug bras (Gl.  grand mal, Sz.  epilepsia major) (sl.  épilepsie généralisée).

mets mélangés, mal assortiskabouilh g. -où ― Geriadur ar geginouriezh
mie du pain mal cuitbourr g. ― Geriadur ar geginouriezh
mou, flasque, mal cuit (pain)bourr aa. ― Geriadur ar geginouriezh
  • Des fruits flasques Frouezh bourr
pâte noire et dure entre la croûte et la mie d'un pain mal cuittirenn b. -où ― Geriadur ar geginouriezh
Pott : mal de ∼Pott's diseaseanaez g. Pott ― Geriadur ar vezekniezh

Torzhellegezh vellennel o tizhout ar peurliesañ un disk etre-melloù hag an daou gorf mellenn kefin.

transports : mal des ∼motion sicknessteadell b., droug g. an dezougen ― Geriadur ar vezekniezh

(sl. cinépathie, cinétose, mal des transports).