Den dreist 18 vloaz tizhet gant daralladur e c'halloudezhioù kreudel pe e c'halloudezhioù bredel (kleñved, nammded, toc'hended) o herzel outañ a ezteurel e vennadoù, a ranker gwareziñ da geñver greadoù ar vuhez keodedel ; e Frañs, ez eus bet savelet tri derez argreskus e gwarezerezh an a.m. : ar gwared gwirel (Gl. sauvegarde de justice), ar wardoniezh (Gl. cura-telle), an heforzhouriezh (Gl. tutelle).
Pa rummer restroù, e c'haller savelañ un urzhaz etre an igorelloù pe ar rannoù igorell, an igorell vuiek o vezañ alc'houez ar rumm uhelañ.
En un argerzh korek, e c'hell amzervezh ar c'hor c'hoarvezout eus un heuliad amzervezhioù keit, ranngement da amzervezh ar c'hor ; kor muiek a vo graet eus an argerzh klok, kor leiek eus an anadennoù korek elfennel ouzh e ober. Da skouer, en ur voulerez dre gelorn, e vo trovezh ar c'hor muiek par d'ur c'hwelad gant ar c'helorn, trovezh ar c'hor leiek par d'ur skoad eus un arouezenn.
Termenoù arveret da verkañ un urzhaz etre daou live e digenaoz un anadenn.