Furmoù gwezhiañ diseurt kemeret gant an difenn. Ar gwikefreoù o c’hoari zo disheñvel hervez ar c’hleñved, hervez an tennad eus an dedarzh, hervez an derez danzeadur eus ar c’henniñv-difenn, h.a.
Ar meno hollek eo emañ ar gwikefreoù-difenn en arempred ar me. E-keñver arlakadurezh avat e chom da spisaat hag amplegañ a reont bezoud ur me frammet o talvezout da zouger dezho.
Gant Anna Freud e voe savet ur roll eus ar gwikefreoù-difenn pennañ : arvoustrañ, argizañ, furmadur erwezhiad, goubarañ, dic’hoarvoudekaat, ervannañ, gougantañ, eiltreiñ ouzh an-unan, tuginañ en e gontrol, treüc’hañ, eorizhekaat, hevelebiñ ouzh an argader, h.a. Melanie Klein a zeskriv furmoù a sell outo evel kezivik kenan : disfaout an ergerc’henn, hevelebiñ ervannadel, gourzhodiñ ar werc’helezh vred, h.a.
Da c’houzout eo hag oberiadek e chom un hevelep meizad goude ma roer dezhañ un erdal ken ledan ha diungenezh. Un arbennadenn all eo ez eeunaer betek re patrom-deskrivañ ar bred p’en direer, diouzh un tu d’al luzad, elfenn diarc’hus pur, ha diouzh an tu all d’an difenn, elfenn gontrolius enebet outañ. Penaos, e seurt daouad kevenebet, ober meiz war wikefreoù an argerzh kentael evel an treuzlec’hiañ hag an dazbec’hiañ e kement ma luniataont c’hoari al luzad ?
Keal degaset gant Edward Bibring e 1943, adkemeret gant Daniel Lagache e 1956, evit ober meiz war ziskoulmadur ar c’henniñv-difenn, e-kerz ar gur pergen. Daniel Lagache a geveneb gwikefreoù-difenn ha gwikefreoù-ezwezhiañ : tra ma’z eo amkan ar re-se koazhañ gant difrae an tennderioù diabarzh hervez pennaenn ar bliz-divliz, e tenn ar re-mañ da werc’helaat ar gallusterioù ha pa ve a briz kreskiñ an tennder. Emgefreek ha diemouez eo ar gwikefreoù-difenn — pe mac’hennoù-difenn — pa chomont e dalc’h an argerzh kentael, o vukañ d’an hevelepted-verzout ; en eneb, ez arc’hwel ar gwikefreoù-ezwezhiañ hervez pennaenn an hevelepted-dezevout, o reiñ tamm-ha-tamm d’ar gouzrec’h an dro d’en em zieubiñ diouzh an arreata hag an hevelebadurioù arallekaus diwarnañ. An tremen eus an arreata e-ser realañ d’ar c’hounaat e-ser komz ha dezevout […] ; an tremen eus an hevelebiñ, ma vez ar gouzrec’h en arun gant e vuhezadur, d’an ergorelaat ma’z a en arbell diouzh ar buhezadur-se ; an tremen eus an distrollañ d’ar c’hevaniñ ; an distagañ diouzh an ergerc’henn derc’hadel, klokaet gant ar c’hemm ergerc’henn ; an hegêrekaat ouzh ar plegennoù arurek oc’h amsaviñ ar gortoz enkrezet eus ar blegenn daraezek hag eriunellek ; erlec’hiadur ar reoliñ ouzh an heudañ, ar c’hevarouezañ ouzh ar goublegañ. En holl skouerioù-se ne vez neptuet an difennadenn nemet e kement ma teu en he lec’h un ezwezhiadenn” (Lagache, 1958). Diforc’hiñ a reer enta un oberiezh-difenn a-berzh ar me ouzh luzadoù ar se hag un oberiezh-ezwezhiañ a-berzh ar me diouzh e zifennadennoù e-unan.