Azoniad diwask hollek, ouzh e ober distabilded nervel, mineuzid, skuizhnez kigennel, anhun, ustead kalon, strafuilhoù ar c'hoaz-hañ, treutaat, o tarvezout gant an nijerion regaset, a zispleger dre wered kevret an uhelder, an isvec'h oksigen, ar gwadisvec'h CO₂, ar yenion, ar c'hwimm, ar vrac'hitell.
Kleñved tredizhus, broreuziat er rannbarzhioù tomm, naouus dre un dispuilhad krugennoù ruz o treiñ e gouliezoù dourasennus, da wezher dezhañ ur brotozoenn, Leishmania tropica, trezouget gant un amprevan, Phlebotomus papatasi.
Treponematoz angwenerel broreuziat er gelc'henn etretrovanel en Amerika, diwar an Treponema carateum (heñvel ent neuziadurel ouzh an Treponema pallidum, gwezher ar sifiliz), naouus ent klinikel dre un dermatoz milivel lec'hiet er poentoù rimiañ, o tedreiñ war dekvloaziadoù, dezhañ an hevelep dazgweredoù hangaeel ha d'ar sifiliz goude ma n'eus hangae kroaziet ebet.
Anvad rumm evit anaez an araezioù dezougen : ar bigi (droug mor, Gl. mal de mer, naupathie), ar c'hirri (droug karr, Gl. mal d'auto, ochopathie), an nijerezed (droug nij, Gl. mal de l'air), h.a. (sl. antinaupathique).
Remm ec'harzel sezet en enlenva ar stirennoù, ar stagelloù hag ar faskiennoù, alies e dianlen un daraez (arskodennfo).
Lerc'hiad grezvarroù droukfell nesadek a-walc'h evit ma tremenfe ar gouziviad hep distreiñ d'ur stad reol (a-fet kenskiant hag empennvarrwezañ pergen) ; arveret da gentañ a-zave d'an droukfell hollek, e talvez hiziv an termen da anvad genadel evit holl furmoù an aroad droukfell ; derc'hel a reer neoazh da gomz eus aroad droukfell darnek (Gl. état de mal partiel).
Lerc'hiad grezvarroù o tont ken nes an eil da heul egile ma ne zistro ket ar gouziviad d'ur stad reol.
Azoniad naouus dre varradoù kevenkez bruched lies ouzh lies, hir ouzh hir, dre arouezioù barrwezadel heskwad ha dre arouezioù kurunerlunadel isvoll start war un pe lies kurunerenn ; grevus eo an dedro emdarzh ha, gant riskl an angwazhiad hag ar marv trumm, e ranker alies divizout diwar zifrae ur pontañ pe un atelviñ kurunerenn evit azgwazhiediñ ar c'haher kalon.
Skorted analadel lemm diwar ur bronkezandag padek o tec'han logigiswent.
Furm droukfell deznaouet pa zarvez ur barrad hirbad pe ul lerc'hiad barradoù gant entremezioù re verr evit ma tistrofe ar gouziviad d'e genskiant ; ent klasel ne raed anv eus aroad droukfell nemet evit an droukfell hollek, hiziv e teskriver kement seurtad aroadoù hag a seurtadoù droukfell : aroad droukfell darnek (Gl. état de mal partiel, Sz. status epilepticus partialis), aroad droug bihan (Gl.Sz. petit mal status), h.a. (sl. épileptique : état de mal ∼ ).
“empennaoued droukfellel ar vugale gant pikbaotoù gorrek strewek” (Gastaud ha Dravet, 1965) ; hollek ha peurliesañ tantek e vez ar barradoù, dazeilat gant dianennoù anrizhek, berrbad hag argreskus o deroù hag o dibenn, anezho fatadurioù ar genskiant, rouestlet gant fiñvoù diarzoug hag antant, arreat hag o vont a-wechoù betek an aroad ; stadañ a reer un divigad kefredel don hag alies un isteñv eus an empenn ; ent nozografek emañ ar c'hleñved nes da azoniad an andagoù plegadel ; etre ar barradoù e noter daralladoù rizhek eus an empennvarrwezad : pikbaotoù gorrek strewek (sl. absence, épilepsie généralisée, spasmes en flexion).
Pour augmenter les chances de repérer un homme à la mer, on placera aux barres de flèche, une vigie qui n'a pas le mal de mer.
Evit kaout brasoc'h tro da adkavout un den kouezhet er mor, e vo staelet war ar brankodoù ur geder na vez ket techet d'an droug mor.
Teskad ar strafuilhoù da heul an tremen buan d'un uhelder bras divoas evit ar bevedeg : gwadisvec'h oksigen o tevoudañ muiadur gwenterezh ar skevent, kalonustead, direizhoù an arc'hwelioù merzhadel ha kefredel o vont betek an ezwal (sl. aviateurs : mal des ∼ ).
Strafuilhoù gouzañvet gant ar glañvourion prederiet dre ar skinoù X pe ar c'horfoù skinoberiek, gwech kentrat, skañv, berrbad, heñvel a-walc'h ouzh an droug mor, gwech goulerc'hat, o c'hoarvezout eus un asikted don gant darc'hoal, c'hweladoù, terzhienn, trec'hwezh, iswask talmerel, e dalc'h daralladoù ar gwad ha deloezadur ar gwiadoù kleñvedek distrujet ; gant reuzidi an argadoù derc'hanel pe an darvoudoù en imbourc'hvaoù atomel, e stader, hervez kreñvder ha padelezh an ardizh, gwech anaezioù nervel marvus raktal pe dindan un nebeut eurvezhioù, gwech erzerc'hadoù koazhadel (c'hweladoù, darc'hoal, terzhienn) o tarvezout e-kerz ar 15 deiz kentañ ha marvus ivez, gwech direizhoù gwadel da heul anafoù ar mel eskern, oc'h anadiñ goude teir sizhun, lod anezho kuradus.
Anvadoù istorel c'hwarrennoù ar gouzoug ; meneg ar roue a zave d'ar gredenn e oa brient roueoù Frañs pe Saoz pareañ an kez droug dre an touch.
Gouliez dilaur o tennañ da zonaat, e dalc'h un anaf nervel peurliesañ ; div furm a zeskriver : an d. t. genaouel (Gl. m. p. buccal), anaez dibaot, naouus dre gouezh emdarzh an dent, deloezañ ribl al logigoù, treloezadoù ar stavn, dec'hanet gant un trigevellfo, e dianlen an tabez alies, hag an d. t. solel (Gl. m. p. plantaire), gouliez sezet dindan ar c'henvell kreiztroad-oeñsoù, o tennañ da wazhañ ar c'henvell, devoudet gant an tabez, an diabet c'hwek, al liesnervennfo, ar c'havnvelad, al lovrezh.
Anvadoù henvoazel an droukfell hollek, ent resis an droug bras (Gl. grand mal, Sz. epilepsia major) (sl. épilepsie généralisée).
Torzhellegezh vellennel o tizhout ar peurliesañ un disk etre-melloù hag an daou gorf mellenn kefin.
(sl. cinépathie, cinétose, mal des transports).