1°) Savelenn argemmañ trovezhiek broudadusted ar galon : anvroudadus e vez ar c'haher kalon el lankad sistolel ha broudadus el lankad diastolel ; 2°) savelenn unvanded labour ar galon : muiaat a ra talm ar galon pa leia gwask ar gwad, ha leiaat pa vuia ar gwask.
Savelennoù o ren war lec'hiadur ar poentoù laurus ouzh ar pouezañ en nervostoù. Emañ ar poentoù-se : — 1 ∘ ouzh flosk ar c'hefioù nervel ; — 2 ∘ ouzh poentoù treizhañ ar c'higennoù gant ar strelloù nervel o vont etrezek ar c'hroc'hen ; — 3 ∘ e par distroll endermel ar barroù pellek ; — 4 ∘ el lec'h ma 'z eo bas kenan ar c'hefioù nervel.
Reolennoù istorel o savelañ erdebad tonkadel ul lounezhfo henek a - geñver gant ar gwadvec'h urea o tigemmañ pevar live : 1 ∘ ur bec'h urea gavaelet etre 8 ha 16 mmol/L a zle ded ennañ an evezh ; 2 ∘ ur bec'h gavaelet etre 16 ha 33 mmol/L a verk un tizhad dieiltro eus al lounezhi o kas d'ar marv a-barzh daou vloaz ; 3 ∘ ur bec'h urea er gwad uheloc'h eget 33 mmol/L a laka erdebad ar marv war-lerc'h un nebeut mizvezhioù ha 4 ∘ , ur bec'h uheloc'h eget 50 mmol/L a vez diougan ur marv hogozek. Araokadennoù ar yac'haat, araezadoù an dializañ pergen, o deus digresket a-galz darganusted an kez “savelennoù”.