Unvez kenderc'hañ o plediñ gant hoali a-bezh ar meziantoù, adalek an ergrafañ betek ar gwiriekaat anezho.
Live gouleviñ ur reizhiad stlennegel pe an arloadoù keweriet ganti. Emañ an haen gentañ tre a-zalc'h ouzh ar rizh ijinenn (◊ device dependant software), an haen diwezhañ erduet d'an arload keweriet (◊ problem oriented software).
Hollad ar binvioù hag an treugennadoù a-geñver gant al lankadoù diseurt eus danzeadur ur meziant : erspizañ, gouleviñ, arheuliañ ar c'henderc'h, prouadiñ, kevrikaat, perzhekaat, trezerc'hel, teuliaduriñ. Pal ar veziantouriezh eo kreskiñ kenderc'husted ar c'houleverion ha reiñ tro da sevel meziantoù uhelberzh, ansi, aes da askorusaat.
Trevnad ar goulevioù o talvout da ren ur c'heweriad war an urzhiataer. A-gevenep d'ar meziant emañ ar periant.
Sl. [matériel] [microprogrammé ▼] [progiciel]
Goulev erduet d'un ijinenn A, danzeet diwar arverañ un ijinenn B.
Trevnad ar goulevioù ret da ziskoulmañ ur gudenn gant un urzhiataer. Daou rumm zo d'ar goulevioù-se : ar goulevioù skoueriek pe prestiantoù , ergrafet evit un arloañ boutin etre lies arveriad, hag ar goulevioù spesadel , skrivet evit un arload dibarek hepken.
Trevnad goulevioù o talvout da aesaat arver un ijinenn. Ennañ emañ goulevioù ar reizhiad hag ivez ar goulevioù mavek.
Trevnad meziantoù o talvout da ren meur a arload diwar roadennoù kadavet war ur skor alvezel unel.
Hollad an elfennoù meziantel o kefleuniañ an arloadoù dre ardeiñ loazioù ar reizhiad (evel ar memorioù) hag an trobarzhelloù enankañ hag ec'hankañ.
Sl. [système d'exploitation]
Trevnad goulevioù o vastañ da holl ezhommoù stlennegel ur rizh pe ur gennad obererezh ; sk. : meziant a-zerc'h evit an tisaverezh, ouzh e ober an tresañ ameilet dre urzhiataer, riñverezh ar rakprizioù, deluniadur ar beton houarnet, h.a.
Bodad goulevioù arveret da zewerzhañ digonadur ur reizhiad stlennegel.
Sl. [logimètre programmé]
Hollad an darbaroù dezvadurel amkanet, diouzh un tu, da ziwall ar meziantoù a-fet perc'hentiezh, diouzh an tu all, da gospañ oberidigezh an eiladoù flodus (preizherezh) hag an arverioù andezvek anezho.
Live soliusted ur meziant en aozioù un arver reol. Emañ ivez perzhded ar meziant e dalc'h e amloadusted hag e adarveradusted. En ijinerezhioù ambilh (derc'hanel, aerlestrel) e vez arveret hentennoù ergrafañ ha seveniñ meziantoù a lavarer ansi ; anv a reer ivez eus gouleviñ disteuk .
Keal entalet gant perzhded ar meziant, a zo e varr emdreiñ diouzh arloadoù nevez hep ma ve ret e adskrivañ.
Gwazour(ez) o perzhiañ, e-barzh ur bare erbarañ, dindan atebegezh kalvezel hag urzhazel un ijinour(ez), e gouleverezh ar meziantoù reizhiad hag e saverezh aveadoù elektronek ar c'heweriañ stlenn.
Daskemmañ bras pe vrasoc'h ur meziant d'e amloadusaat, eleze ober dezhañ bezañ korvoadus war un ijinenn disheñvel diouzh an hini ma voe savet eviti da gentañ.
An treuzlakaat a c'hoarvez a wezhiadurioù diseurt : amdreiñ, emdizhañ, amloadusaat, trezalc'hadusaat, treuzodiñ.
An amdreiñ zo anezhañ ren, war un teskad goulevioù ha restroù korvoet gant ur reizhiad lavaret, an terkadoù ret d'o c'horvoiñ war ur reizhiad all.
An emdizhañ zo anezhañ, da geñver erlec'hiañ ur stlennvon ouzh un teskad restroù ha/pe treuzfurmiñ mod korvoiñ keweriadoù 'zo, ren an terkadoù ret da engwezhiañ handelv nevez ur meziant diazez.
An amloadusaat zo anezhañ savelañ ha dedalvout an hentennoù, ar reolennoù hag an araezioù ret da engwezhiañ arloadoù war beriantoù pe amvaoù reizhiadel disheñvel.
An trezalc'hadusaat zo a-geñver gant savelañ ha dedalvout hentennoù, reolennoù hag araezioù da wellaat aozioù trezalc'h ar goulevioù evit a sell soliusted (parraat ouzh riskl an argizañ) hag efedusted (bihanañ koustoù ha gedvezhioù).
An treuzodiñ zo anezhañ treiñ ar goulevioù skrivet en un areg kudennus a-fet trezalc'herezh (hegerzded, koust ar gougonadoù, ungenezhded an aregoù en ur greizenn studi) en un areg all azasoc'h.