Heskwad en ur stroll kigennoù eus un ezel dre an amwask e-barzh un direnn askornlienstirennek andastenn, dezhañ lies arbenn bezus, pe diavaez : sparl, plastrenn re strizh, pe diabarzh : gwatoñv ; ma ne lamer ket afo an amwask (dre lienstirennvenañ pergen pa vez gwatoñv), ez angriz dieiltro ar c'higennoù.
Kombod etre tilhennoù m'emañ loet un pe lies organ, sk. tirenn araok ar vrec'h m'emañ ar gigenn daoubennek.