Azasaat ar meziantoù hag an teuliadur o vont ganto diouzh un nevid dibarek- peurgetket kempenn ar meziantoù amerikan diouzh an nevidoù estren.
Aozerion c'hallek 'zo a gav abeg er plakadur ez eo an termen Gl. diwar an amerikaneg. Hervezo, e talvez Gl. localisation kement ha "daskavout al lec'h m'emañ udb., delec'hiañ" ha n'eo ket ar ster gwisket amañ war ar ger.
Tachad eus ar bluskenn empenn o klotañ gant un eraeziñ pe ul loc'hañ dibarek el lec'h-mañ lec'h eus ar c'horf ; savelet eo bet glennad ar c'heflec'hiadoù empenn dre studiañ ar c'heñver etre anafoù an empenn ha daralladoù ar merzhout hag ar fiñval ; ent arnodel pe dre stadadennoù graet e-kerz an oberatadennoù war an empenn, e noter klotadurioù etre ar broudañ arloet ouzh tachadoù diseurt eus an empenn hag an eraezadoù diskleriet gant ar gouziviad pe an argrezadoù o c'hoarvezout gant kigennoù e gorf .
1 (Lordat, 1843) strafuilh an ezluzañ, ar gouziviad o vezañ ankouaet ster ar gerioù a ra ganto en e brezeg (sl. jargonaphasie, paragrammatisme, para-phasie, paraphémie). 2 Strafuilh ar c'hounerezh, kammanglevout buhezañ ur blegenn bet buhezet c'hoazh (sl. déjà vu : phénomène du ∼ ) 3 kounaat ur blegenn werc'hek en ur he c'hammloañ en amzer pe en egor.
NOTENN : Lod eus ar geriadurioù allyezh a dremen hebioù d'an termen-mañ en abeg da liested savboentoù an aozerion hervez ma teskrivont strafuilhoù nervel, bredel pe lavarel.