Red tredan oc'h anadiñ en ur c'haher er paouez etre un annon anafel hag ar parzhioù bonan ; stadet e vez dre ar c'halonvarrwezañ e-doug lankad lemm angwazhiad ar c'haher kalon.
Darallad speur ar galon pe un dalmerenn e poent enorc'h ur red gwad strizh ha kreñv o strinkañ dre un igorenn enkaet (aortek pe skeventel) pe skort (mintrek).
1 Darallad c'hoarvezet e doareoù korfadurel ha gwiadurel un organ dre zelanvad ur gwezher kleñvedel ; dezverk an naouedoù eo, pe en ul lavar laosk, an anaezioù organel, a-gevenep d'an anaezioù arc'hwelel (sl. fonc-tionnel) ; studi an anafoù eo an neuzkleñvedouriezh pe naouedouriezh (sl. anatomie pathologique). 2 Ent spisoc'h, e reer gloazad eus an anaf graet gant ur gwezher treloc'hel diavaez (sl. blessure, contondant, contusion).
troubles lésionnels de l’organisme, strafuilhoù diwar anaf er bevedeg (sl. ALTÉRATION DU MOI) ; les psychoses fonctionnelles (dont les symptômes ne sont pas les effets d’une lésion somatique), ar psikozioù arc’hwelel (eleze ar re nad eo ket devoudet o azonoù gant un anaf kreud) (sl. NÉVROSE NARCISSIQUE).
Torr an helmo er poent etre an trederennoù krec'h ha kreiz, kevret gant un disvellad pennig-gwerzhid war raok hag un disterig war ziavaez, stadet war ar vugale dreist holl.