Preder
jugementbarn b. ; barnadenn b. ; barnedigezh b. ― Geriadur an armerzh
  • porter un jugement dougen ur varnadenn
  • prononcer jugement embann ur varnadenn.
jugementbarnad ― Gerva an brederouriezh
jugement conditionnel (Philo.)amplegadel : tebad – ― Gerva an brederouriezh
jugement conditionnel exclusif (Philo.)tebad kevamplegadel ― Gerva an brederouriezh
jugement conditionnel exclusif (Philo.)kevamplegadel : tebad – ― Gerva an brederouriezh
jugement conditionnel exclusif (Philo.)tebad amplegadel spirus ― Gerva an brederouriezh
Jugement de condamnation.Verurteilung, Urteilsverwerfung.judgment of condemnation.kollvarn g. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Gwezhiadenn pe emzalc’h ma nac’h ar gouzrec’h, goude emskiantañ outañ, leuniañ ur c’hoant dre abegoù a zivezouriezh pe a hegoulzded. Freud a wel amañ ur mod difenn danzeetoc’h hag azasoc’h eget an arvoustrañ. Daniel Lagache a ginnig deveizañ ar c’hollvarn evel un argerzh-ezwezhiañ a-berzh ar me evel a gaver a-du-rall er gur vredelfennañ.

“En tremened ne oa gouest an hinienn nemet da arvoustrañ al luzad diaezus dre ma oa neuze he-unan gwan ha dibeurframmet. Bremañ pa’z eo azv ha kreñv e teuy marteze a-benn da vestroniañ hep freuz ar pezh a sav enep dezhi.” E lec’h all, Freud en em aters war weredoù an emskiantañ gant Hans bihan ouzh e c’hoantoù edipel, gwadserc’hek hag argadus. Ma n’en deus ket an elfennerezh degaset Hans da leuniañ kentizh ar c’hoantoù-se, ez eo peogwir en deus “erlec’hiet ouzh argerzh an arvoustrañ, a zo emgefreek ha reñverek, ur vestroni gerreizh ha dezvennek diwar-bouez an ensavioù bred uhelañ. En ur ger : erlec’hiet ar c’hollvarn ouzh an arvoustrañ”.

Koulskoude, evit Freud ez eo bepred ar c’hollvarn un avatar diwar ar goumezañ ha warnañ e chom merk an arvoustrañ : “Amsavad kefredel an arvoustrañ eo ar c’hollvarn”. An arc’hwel barn “n’eo gallus nemet dre ma vez krouet argel ar goumezañ [an “nann” ez eo ar c’hollvarn] o reiñ d’an dezevout un derez kentañ a zizalc’hted e-keñver gweredoù an arvoustrañ ha, dre se, e-keñver mac’hennusted pennaenn ar bliz”, hogen, dreist-holl e kement ma’z eo un “nann”, ar c’hollvarn zo dezhañ ur roll difenn.

Hervez Daniel Lagache, e weler fraeshoc’h amañ an diforc’h etre mac’hennoù-difenn ha gwikefreoù-ezwezhiañ ma kav ar c’hollvarn e lec’h en o zouez. Evit a sell Hans bihan, ar spi da zont bras eztaolet gantañ diwar ar penn-kentañ dre ar mennoz e kreskfe e bidenn ur wech “gwriziennet” zo unan eus ar gwikefreoù fetis o reiñ tro d’ar me d’en em ziluziañ diouzh ar c’henniñv edipel hag an enkrez a spazhadur. Er seurt argerzh ez eus, gouez da Lagache, un disoc’h eus ar gur : ampellañ ar boziadur, daskemmañ ar palioù hag an ergerc’hennoù, kemer preder gant gallusterioù ar werc’helezh hag an talvoudoù stag outo, kembezusted gant hollad darvennoù ar gouzrec’h.

Sl. MÉCANISMES DE DÉGAGEMENT.

jugement, faculté de jugerbarnerezh ― Gerva an brederouriezh
JUGEMENT. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Daniel Lagache propose de voir dans le jugement de condamnation un processus de dégagement du moi, Daniel Lagache a ginnig deveizañ ar c’hollvarn evel un argerzh-ezwezhiañ a-berzh ar me (sl. JUGEMENT DE CONDAMNATION) ; le représentant de la tradition et de tous les jugements de valeur qui subsistent ainsi à travers les générations, derc’houezer an henvoaz hag an holl varnoù war an talvoud o trebadout evel-se a rumm da rumm (sl. NÉVROSE FAMILIALE ; SURMOI) ; tout ce qu’on trouve dans les rêves comme l’activité apparente de la fonction du jugement, kement a gaver en hunvreoù o hañvalout ouzh arc’hwel ar barn (sl. TRAVAIL DU RÊVE).

jugement : troubles du ∼disturbance of judgementdaralladoù an ervredañ ― Geriadur ar vezekniezh

Ervredañ a reer eus an ober kefredel kempleshañ, rekis evit emazasaat ouzh ar plegennoù, oc'h amplegañ poell, evezh, dassell, skiant ar werc'helezh, gouested da zezrannañ an unan hag an amgen ; en arvar e vez an ervredañ gant a) an dilerc'hegezh kefredel, b) an disleberadur kozhiadel, c) an drozveizegezh (ar “speredoù faos”), d) ar psikozioù (paranoia pergen) ha, dre vras, an ambrenoù ha direizhoù an neuzid.

juger, jugementbarn ― Gerva an brederouriezh
objet du jugement (Philo.)divoud ar barn ― Gerva an brederouriezh
proposition conditionnelle, jugement hypothétique simple (Philo.)tebad amplegadel ― Gerva an brederouriezh
proposition hypothétique, jugement hypothétique (Philo.)kevemplegadel : tebad – ― Gerva an brederouriezh
proposition hypothétique, jugement hypothétique (Philo.)tebad kevemplegadel ― Gerva an brederouriezh