Preder
cirrhose post-hépatitique, atrophie jaune subaiguë ou subchronique du foie, cirrhose atrophique subaiguë, cirrhose post-nécrotiquepost hepatitis cirrhosiskirroz dianavufo, kirroz isteñvus goulemm, kirroz dianvarvennad ― Geriadur ar vezekniezh

Kirroz o teraouiñ da heul un avufo viruzel, kerkent pe gant un dale o vont betek 5 pe 10 vloaz, naouus ent neuziadurel dre isteñv ha disliv an avu, dre ar genvezañs eus anafoù marvennel, nozelennoù adc'henezhadur kelligel ha dinod ur skleroz, ent klinikel dre un ikter, gwadliñvoù, ur purpura hag ur gouliñv ; o tedreiñ etrezek ar skorted avu marvus ; amplegad an dreistbevañ eo an treuzplantadur.

corps jauneCORPUS LUTEUMkorf g. melen. ― Geriadur ar gorfadurezh
corps jauneyellow bodykorf melen ― Geriadur ar vezekniezh

Aspadenn ar volc'henn vierez azv goude he fregadur ha laoskadur ar vigellig, o kreskiñ hag o vont d'ur wagrenn oc'h enborc'hañ ar progesteron ; pa 'z eo bet frouezhiget ar vigellig e talc'h ar c'horf melen da greskiñ ; alese e lakaer kemm etre korf melen ar vrazezded (Gl.  corps jaune de la grossesse), padek, ha korf melen ar mizioù (Gl.  corps jaune de la menstruation), oc'h isteñvañ hag o paouez a vorc'hañ.

ferment jaune de Warburgyellow enzymegoell melen Warburg ― Geriadur ar vezekniezh

Enzim o tisoc'h diwar gengediañ an ester fosforek, ar flavin (vitamin B₂) hag ur protein, dezouger hidrogen, gantañ ur roll a bouez e kennevid kelligel ar glukid.

fièvre jaune, fièvre amarile, vomito negroyellow fever, amarillic typhus, typhus icteroides, bulamterzhienn velen ― Geriadur ar vezekniezh

Pore bro-darreuziat, daou annon dezhañ, suamerikat hag afrikat er gelc'henn drovanel ; naouus dre un deroù feuls, terzhienn da 40°C, laurioù grizias er c'hlopenn hag el loan, c'hweladoù, darwazh an dremm ha yazad ar brusk ; a-benn 3 pe 4 devezh e c'houziz an derzhienn ha, goude ur remortad leiek, e teu ar pare ; er furmoù grevus, e tistro ar gwrester, hag e tarvez c'hweladoù gwadek, ikter ha troazhproteinegezh, testoù da dizhadur an avu hag al lounezhi, marvus alies ; kiriek eo ar viruz amaril, eus ar genad Flavivirus eus kerentiad an Togaviridae, trezouget gant moustiked eus ar genadoù Stegomia e kêr, Haemagosus e strouezh Suamerika, Aedes en Afrika ; ergurañ a reer ar c'hleñved dre ur vaksin (viruz bev distavet).

flavone, pigment jauneflavon g. ― Geriadur ar gimiezh
ictère grave ou malin ou typhoïde, fièvre jaune nostrasmalignant jaundice, icterus gravis or typhoidesikter grevus pe tifoidel, januz yud, terzhienn velen du-mañ ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad naouus dre un ikter, anadennoù nervel (morgud ha koma da heul), gwadliñvoù ha daralladur don ar stad hollek gant iswrez, dedro herrek d'ar marv ; eilvedel e c'hell bezañ d'ur pore (leptospiroz iktergwadliñvel, terzhienn velen, tifoid, gwadlestegezh, h.a.), d'ur pistriadur (fosfor, amanit falloidel, halotan, h.a.), d'ur c'hleñved avu (avufo viruzel, avufo rurek pergen) ; erzerc'haat a ra un isvent melen lemm an avu (Gl.  atrophie jaune aiguë du foie) (sl.  hépatite fulminante).

jaune ― Geriadur an armerzh
  • masculin melen g. -ed & adanv
  • syndicat jaune c'hweluniad melen.
jaune (adj. & nom)yellowmelen aa. & g.-où ― Geriadur ar mediaoù
jaune verdâtregwervelen ― Geriadur ar gimiezh
jaune, blond ; jaune (œuf)melen aa. & g. ― Geriadur ar geginouriezh
  • Vin jaune Gwin melen
ligament jauneLIGAMENTUM FLAVUMstagell b. velen. ― Geriadur ar gorfadurezh
tache jauneMACULAbrizhenn b. ― Geriadur ar gorfadurezh
tache jaune de la pituitaireREGIO OLFACTORIA (MEMBRANA MUCOSA NASI)rannbarzh g. a-c'hwesha glaourgenn ar fri. ― Geriadur ar gorfadurezh