il y a dans le corps quelque chose de complaisant “qui donne une issue aux processus psychiques inconscients”, bez’ ez eus un dra bennak er c’horf a zo diambrougus, odeüs, “o reiñ un difourk d’an argerzhioù bred diemouez” (sl. COMPLAISANCE SOMATIQUE) ; pour l’issue d’un grand nombre de traumatismes, le facteur décisif serait la différence entre systèmes non préparés et systèmes préparés par surinvestissement, evit a sell an dedro eus kalz daraezioù, emañ an dalc’h gant an diforc’h etre reizhiadoù dieraoz ha reizhiadoù eraozet dre zreistannodadur (sl. SURINVESTISSEMENT).
Kammneuziad kalon dibaot kaer. Bez' ez eo ur seurtad kammload gwazhied bras eus an diaz : an aortenn ha kef ar skevent a loc'h eus ar c'hofig dehou, ar c'hofig kleiz o kas ar gwad a zo ennañ en hini dehou dre ur c'hehentad etre-kofigoù ledan ar peurliesañ. Diouzh sez ar c'hehentad e teskriver daou rizh eus ar c'hammneuziad-se : ar rizh I, ma emañ ar c'hehentad a-ziadreñv ha dindan ar gribenn us-kofig, an daolenn o vezañ hini ur c'hehentad etre-kofigoù gant uswak talmerel skevent ; ar rizh II, ma emañ ar c'hehentad a-ziaraok hag a-us d'ar gribenn us-kofig, dindan igorenn kef ar skevent : azoniad Taussig-Bing eo, gant un dulaz muiek. Ouzhpenn se emañ ar c'hammneuziad en ervez da vezañ rouestlet gant un isvoll eus kef ar skevent : heñvel kenan eo neuze ouzh pevaradezh Fallot.
Kammneuziad kalon nemedennek, ar seurtadoù daskenat anezhañ o vezañ boutin etrezo ent neuziadurel eskor klok pe sourus ar gwazhied bras diwar ar c'hofig kleiz ent korfadurel. Ar peurliesañ e vez ur c'hehentad etre-kofigoù endan-aortenn gant isvoll ar c'hef skevent ; lies ezreolder all a vez kevredet outañ. A se e stader meur a daolenn glinikel, hag ivez lies modelezh prederiañ ha lies deznaou.