Teskad azonoù diwar usgrenn ar plasma : itik, sec'hded glaourgenn ar genoù, koll pouez, asikted, morgud, trec'hwezh, terzhienn vihan, istroazh, gwadusvec'h urea ; azoniad dec'hanet gant usvec'h kevionennoù ar plasma (natriom) hag ar c'holl dour, pe lounezhel (diabet heuz, skorted lounezh), pe koazhadel (c'hweladurioù, darc'hoal, suc'hadur stomok, skorted an euvriñ dour), pe kroc'henel (c'hweziñ), pe analadel (briantenbenañ) ; da rouestlad e c'hell darvezout ar c'homa uc'hosmoler ; ar prederiadur eo diounit dileizhennoù isgrennek hag erskrivañ ur reol voued hep holen.
• adhérences intra-articulaires glenelloù enarzel • administrer par voie intraveineuse pe veineuse diounit dre ar wazhienn pe ent wazhiennel pe ent engwazhiennel • canal intralobulaire kanol enflipezenn • canalicule intracytoplasmique kanolig enkito-plasmel • hypertension intracrânienne uswask enklopennel • pneumonectomie intrapéricardique skeventezvenañ ebarzh-amgalonenn • pneumothorax intrapleural bruskaezhad etre-krezoù • pression intraoculaire gwask enlagadel • refouler les organes intra-abdominaux disvountañ organoù diabarzh ar c'hof • stimulateur électrique intracorporel tredanfraouaer enkorfel • thèques intra-épithéliales toagoù enepitelel • tumeur intrasellaire yoc'henn endibrel pe ebarzh-dibr • zone trans-parente intraosseuse tachad sklaer ebarzh-askorn.