Preder
Anagogique : interprétation —.anagogische Deutung.anagogic interpretation.dieulañ anagogek, dieulañ savreel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen arveret gant Silberer (Probleme der Mystik und ihrer Symbolik, 1914). Doare dieulañ ar furmadurioù argelel (gwengeloù, hunvreoù, h.a.) a lakfe war wel o ster buhezel hollveziadel. E kevenebiezh e ve enta, pa zurc’ha an argel etrezek an uhelvennadoù, gant an dieulañ bredelfennadel a zirefe an argeloù d’o endalc’hed revel unveziadel.

Orin anagogek eo ar gresianeg ἀνάγω “kas war-zu krec’h, savren”. Un termen a zoueoniezh eo.

interprétation ― Geriadur ar stlenneg
  • activer l'ensemble des règles mises en jeu par le moteur d'inférence et en accélérer l'― gweredekaat hollad ar reolennoù embreget gant al lusker treren hag herrekaat o dewezhiañ [métarègle]
  • les données traitées et les résultats fournis correspondent bien à la réalité, ils n'ont pas été altérés par des erreurs, des omissions ou de mauvaises ―s e vez kewir ar roadennoù keweriet hag an disoc'hoù dedaolet, kuit a gammadoù, a ziankoù pe a dreuzdewezhiadoù [sécurité informatique]
  • ensemble de dispositifs câblés permettant la saisie et l'― des données caractérisant les performances d'un ordinateur bodad trevnadoù funiek o kevaraezañ euvriñ ha deveizañ ar roadennoù naouus da zigonadur ur reizhiad stlennegel [moniteur matériel]
  • ensemble de techniques visant à améliorer l'―d'images numérisées bodad kalvezderioù amkanet da wellaat deveizadur ar skeudennoù niverelaet [traitement d'image]
  • ensemble logiciel assurant des fonctions de traduction, de compilation, d'―de langage trevnad meziantel o kefleuniañ arc'hwelioù treuzodiñ, kempunañ, dewezhiañ areg [processeur 2]
interprétationinterpretationdewezhiañ ― Geriadur ar stlenneg

Erounit ul lerc'hiad ditouroù deskrivet en un areg uhellive o tarvanañ arc'hwelerezh un ijinenn c'halloudel diwar-bouez an ijinenn revoudel.

interprétationdeveizadur g. ― Gervaoù skiant
interprétation ― Geriadur an armerzh
  • (d'un rôle) dezerc'hadur g.
  • (d'une conduite, des rêves) dieuladur g. ; dieulerezh g.
  • (explication, analyse) deveizadur g. ; deveizerezh g.
  • interprétation du bilan deveizerezh ar ventel ; (des langues) jubennerezh g.
  • interprétation simultanée, consécutive jubennerezh diaser, diaheul
  • (d'un texte, de lois) desteriadur g.
  • (traiter) dewezhiañ.
interprétationacting, playdezerc'hañ, rannadiñ, ranniadezh b., c'hoari ― Geriadur ar mediaoù
interprétationdeveizadur g. ― Geriadur ar fizik
interprétationdeveizadur ― Gerva an brederouriezh
interprétationdeveizad ― Gerva an brederouriezh
interprétationdeveizerezh ― Gerva an brederouriezh
interprétationdesteriad ― Gerva an brederouriezh
interprétationdesterierezh ― Gerva an brederouriezh
interprétation (Psychan.)dieulerezh ― Gerva an brederouriezh
interprétation géométrique d'un nombre complexedesteriadur mentoniel un niver kemplezh ― Geriadur ar jedoniezh
interprétation graphiquedesteriadur g. -ioù kevregat ― Geriadur ar jedoniezh
Interprétation.Deutung.interpretation.dieulañ. ― Geriadur ar bredelfennerezh

A) Digejañ, dre imbourc’h ar bredelfennañ, an euladoù enkelat diouzh lavarezhoù ha realezhoù ur gouzrec’h. An dieulañ a laka war wel modelezhioù ar c’henniñv-difenn hag, e dibenn dehent, a vuk ouzh an eriun erzerc’het gant pep dedaolad eus an diemouez.

B) Er gur, diskleriadenn graet d’ar gouzrec’h hervez reolennoù azas war-benn ober dezhañ diraez an euladoù enkelat-se.

Termenañ a rafed ar bredelfennerezh evel dieulerezh, eleze diskoacherezh ar ster enkelat en dafar eztaolet gant ar gouzrec’h. Studi an hunvreoù gant Freud zo bet skouer gentañ ha patrom an dieulañ. Freud en em ziforc’he war un dro diouzh an arlakadennoù gouiziel a venne imbourc’hiñ amveziadoù ha gwikefreoù bredel-bevedel an hunvre hep plediñ gant an endalc’hed anezhi, ha diouzh an diskiblezhoù henvedat ha reterat a glaske desteriañ an endalc’hed-se — “alc’houez an hunvreoù” —, hogen hep gwelout eno arvezioù pe argeloù eus un istor personel. Astennet eo bet, en un eil lankad, an dieulerezh, en tu all d’an hunvre, d’an dedaoladoù all eus an diemouez (azonoù, goustaolioù) ha dre-vras da gement lavar hag ober a zo warno merk ar c’henniñv-difenn.

Evit a sell an diskleriadennoù graet d’an elfennadour da-geñver ar gur evit e skoazellañ da emskiantañ, a-walc’h e vo amañ gouzout ez eo ar pleustr-se unan eus ar re bouezusañ, amjestrañ hag arzaeletañ e kalvezerezh ar bredelfennañ.

Mat eo spisaat an diforc’h etre un nebeut termenoù. Anneulañ zo reiñ eul, amparañ euladoù e-ser ar beved hag ar vuhez ; da skouer : “d’un oad savelek e krog al leon yaouank da anaout loened all evel danvez preizhoù” ; a c’haller lavarout c’hoazh evel-henn : “[…] da reiñ an eul preizh da loened all”, pe : “[…] da anneulañ preizhelezh e loened all”. Dieulañ, evel gwelet diaraok, zo lakaat eul a-wel. Desteriañ zo treuzlakaat ur ster eus ur stern-daveiñ, ur reizhiad-eztaoliñ, ur yezh, h.a., d’unan all ; da skouer : hejañ ar penn a zesterier evel nac’hañ ; desteriañ eus ur yezh d’unan all zo jubennañ ; an dieulañ a c’haller sellout evel ur furm eus an desteriañ, o vezañ ma c’hoarvez a savelañ an eul enkelat evel ster. Deveizañ zo degas un anadenn, un devoud dindan grap ar meiz, ober meiz warno ; Newton en deus deveizet kouezh ar c’horfoù ; an dieulañ bredelfennadel zo ul lankad e deveizerezh anadennoù an diemouez.

INTERPRÉTATION. ― Geriadur ar bredelfennerezh

le délire d’interprétation encore nommé délire combinatoire ou délire d’assimilation, an ambren-desteriañ anvet c’hoazh ambren-gevosodiñ pe ambren-dasheñvelaat (sl. ALTÉRATION DU MOI) ; interprétation anagogique, dieulañ anagogek, dieulañ savreel (sl. ANAGOGIQUE) ; mode d’interprétation des formations symboliques, doare dieulañ ar furmadurioù argelel (sl. ANAGOGIQUE) ; une élaboration de l’analyste plus extensive et plus distante du matériel que l’interprétation, un danzeadur a-berzh an elfenner, ledanoc’h ha pellekoc’h diouzh an dafar eget an dieulañ (sl. CONSTRUCTION) ; Freud donne des interprétations diverses du plaisir de la miction, dieuladurioù diseurt a ro Freud eus bliz an troazhañ (sl. ÉROTISME URÉTRAL) ; on pourrait définir la psychanalyse par l’interprétation, termenañ a rafed ar bredelfennerezh evel dieulerezh (sl. INTERPRÉTATION) ; interpréter, dieulañ […] desteriañ […] deveizañ (sl. INTERPRÉTATION) ; interpréter des symptômes, des rêves, des paroles, des actions, etc., desteriañ azonoù, hunvreoù, komzoù, oberoù, h.a. (sl. PSYCHANALYSE SAUVAGE) ; on qualifie de sauvage une interprétation qui méconnaît une situation analytique déterminée, e lavarer ez eo gouez un desteriadenn na ra ket stad eus dibaregezh ar blegenn elfennadel (sl. PSYCHANALYSE SAUVAGE) ; elle est interprétée comme un acte de violence de la part du père, deveizet eo evel un taol feulster a-berzh an tad (sl. SCÈNE ORIGINAIRE) ; une interprétation qui se dégage secondairement alors qu’une première interprétation […] a pu être fournie, un dieuladur nevez oc’h anadiñ goude ma’z eo bet pourchaset un dieuladur kentañ (sl. SURINTERPRÉTATION) ; il n’est en fait jamais possible d’être sûr qu’un rêve a été complètement interprété, n’eus tu ebet, en devoud, da vezañ sur ez eo bet peurzieulet un hunvre (sl. SURINTERPRÉTATION).