Trevnad a zo anezhañ ur gantenn stumm hag ur c'horrgewerier galloudek araezus d'ul labour er mod etrewezhiat.
Sl. [conversationnel ; dialogue ; dialoguer]
Rizh korvoerezh an ijiennoù o tedalvout kalvezderioù an emziviz etre oberataer ha riñverez.
Reizhiad stlennegel oc'h aesaat merañ, dezrannañ, keverata teskadoù stlennadoù a orinoù disheñvel (o tont da skouer eus gwazvaoù diseurt ur stal : gwerzherezh, arwerzhouriezh, kenderc'h, koskor), hag arveradus gant gwazourion diseurt eus ar stal (da skouer un ijinour gwerzherezh, ur rener a'r gwerzhañ, ur penn rann ar c'hellidoù) dezho savboentoù hag ezhommoù disheñvel.
Reizhiad videolunerezh anetrewezhiat ma vez skignet un niver harzek a bajennadoù oc'h amparañ magazinoù dre ur rouedad amledañ (hertzel pe funiek) d'un niver bras a arveriaded ; ar re-mañ a zibab ar stlenn o deus c'hoant dre ziuz ar bajenn a-douez al lanvad treuzkaset.
Penel gwereañ kevregoù aveet gant trevnadoù (klavier, luc'hfonn, h.a.) o kevaraezañ an arveriad da ren un emziviz gwirion gant an urzhiataer diazalc'h dre jubenn ar skeudenn wereet.
Hevelep keweriañ emzivizel a ra embreger pevar arc'hwel diazez :
~ al lañser, araez d'an oberataer da zibab ur gwezh a-douez ur roll arc'hadoù gwereet war ar skramm ;
~ an ebarzhiñ gwerzhioù lizhersifrennel, araez da zeverkañ ur werzhad da un pe lies arventenn ;
~ an hennadiñ un pe lies parzh en ur skeudenn, araez da venegiñ an elfenn a vo arloet outi ur c'heweriad lavaret ;
~ ar gorren un elfenn skeudenn, araez da sevel un derc'hennad en erdu ar riñverez.