d’autres réclament la punition, que ce soit au surmoi ou à des instances parentales externes, et y trouvent leur satisfaction, tud all a c’houlenn poan hag o devez boz enni — diarc’h graet ouzh an dreistme pe ouzh ensavioù kerentel diavaez (sl. BESOIN DE PUNITION) ; une répulsion de la part d’une instance supérieure et une attraction de la part de ce qui avait été préalablement fixé, un disvount a-berzh an ensav-krec’h hag un dedenn a-berzh pezh a voe glenet da gentañ (sl. FIXATION) ; la relation en cause est alors celle de la personne totale, ou de l’instance du moi, et d’un objet visé lui-même comme totalité, emañ neuze an darempred etre an den en e bezh, pe ensav ar me, hag un ergerc’henn buket outi evel hollelezh (sl. OBJET) ; une des instances de la personnalité telle que Freud l’a décrite dans le cadre de la seconde théorie de l’appareil psychique, unan eus ensavioù ar bersonelezh evel m’en deskrivas Freud e stern eil arlakadenn ar benvegad bred (sl. SURMOI) ; un cas d’identification réussie à l’instance parentale, un degouezh a hevelebadur deuet da bennvat ouzh an ensav kerentel (sl. SURMOI).
Pep hini eus parzhioù, pe staeloù, ar benvegad bred e stern ar meizadur lunegorel pe dialuskel anezhañ.
Lerc’h-ouzh-lerc’h ez arveras Freud termenoù diseurt da aroueziñ isadeiladoù ar benvegad bred : Organisation “framm”, Bildung “furmadur, luniad”, Provinz “proviñs, rannbarzh”, System “reizhiad”, Instanz “ensav”. An daou dermen-mañ diwezhañ hepken a viras, hep ober heñvelsterioù anezho. Da skouer e komz eus ar reizhiad (ha n’eo ket eus an ensav) merzout-emouezañ, eus ensav (kentoc’h eget eus reizhiad) an dreistme. Instanz en doa tennet eus yezh ar barnerezh hag arveret da gentañ evit ar garez.