Migorvez diwar ma vez kreizenn c'henel ar broud korvezek goulanker da argrezadoù ar galon o kemmañ lec'h dizehan etre ar c'hlom god-kentez (anezhañ ar broudalf reol) hag ar c'hlom kentez-kofig ; strafuilh stadet dre ar c'halonvarrwezañ e rezh daskemmoù e neuz ar wagenn P hag e ment an esaou PR (sl. centre d'automatisme, pacemaker).
Hemoglobin, gantañ un ezreolder luniadel, o vont d'un dierc'had (korfoù Heinz) e diabarzh an hemati ; erzerc'hañ a ra an hemoglobinoz diwar Hb distabil dre un amwad loezadel hag a-wechoù dre an droazhhemoblinegezh.
Koll ar galloud da zerc'hel an daouarn difiñv war astenn pa serrer an daoulagad : tennañ a ra ar bizied da gouezhañ dre wered ar ponnerder, ar gouziviad ouzh o deren bewech d'o lakadur kentañ, test d'ur strafuilh eus an arzeraeziñ (Gl. sens arthrocinétique, Sz. arthresthesia), spesad eus an endoneraeziñ (Gl. sensibilité intéroceptive, Sz. interoceptive sensation) e par ar c'henvelloù (sl. La-09 58).
Poulz herrekoc'h el loadur war sav eget en hini a-c'hourvez.