Azoniadoù naouus dre ar vezañs e kelligoù ur bevedeg eus un niver bras a ezreolderioù daskenrizh, stadet e lies kleñved hilel (azoniad Bloom, azoniad Louis Bar, amwad Franconi, xeroderma pigmentosum, h.a.) ; kevredet e vez an d. k. gant ur riskl uhel a zedreiñ d'an hanwe.
Diaested pe dic'halloud da chom peoc'h, da zerc'hel pell amzer gant un emzalc'h, un ober pe ur paouez, da gas da benn ur boelladenn ; gant ar bugel, ez erzerc'h dre an diampartiz, ar brezikerezh, an amvarregezh skolel.