Azoniad goursec'hed-ustroazh diwar divig darnel pe hollel an hormon eneptroasheiat (vazopresin) e dianlen un tizhad er rannbarzh treuzempenn-gougorfenn (yoc'henn, poread, daraez), direadus dre ziounit ar vazopresin (diabet hedizh d'ar vazopresin, Gl. diabète pitresso-sensible) ; diaes e vez dispartiañ an diabetoù heuz anafel diouzh an diabetoù heuz arc'hwelel dec'hanet gant un diedvar hirbad (sl. restriction hydrique : épreuve de ∼ ).
Kleñved hêrezhel dibaot treuzkaset gwech er mod enkilek revereet, gwech er mod trec'hek aotozomek, lounezhad naouus dre ziwered ar vazopresin war ar pibelloù nezek, ar re-mañ o chom dre se dic'houest da zassugañ an dour ; dedreiñ a ra evel un diabet heuz kentrat, o tec'han avat darvoudoù dourisvec'h grevus ha strafuilhoù a 'r c'hreskiñ.
Anaez arsellet gant ar vugale hag ar grennarded, naouus dre gevreted ksantomoù kroc'hen ha glaourgennel, hag un diabet heuz, ha, dibaotoc'h, ur skorted rakgougorfennel. Argizus gorrek e vez an dedro.