Ebarzhiñ dindan wask ul liñvenn pe un aezhenn en ur gavenn naturel pe gleñvedel, en ur wazhiedenn pe en ec'honenn ur gwiad, sk. : e. endermel (Gl. i. intradermique) , e. endan-groc'hen (Gl. i. sous-cutanée pe hypodermique) , e. enkaherel (Gl. i. intra-musculaire) , engwazhiennel (Gl. i. intra-veineuse) , entalmerennel (Gl. i. intraartérielle) , h.a. ; e. engouinel (Gl. i. vaginale) , e. enkrozhel (Gl. i. intra-utérine) , e. enkantroazhel (Gl. i. urétrale) , h.a. ; e. aer pe nitrogen er c'hrezoù, en ampelenn, h.a. ; e. e gwazhied ur c'helan ; e. un Xdemerenn, h.a..
Ensinkladur en araez da zelankañ darvoudoù hollek grevus gant hiniennoù darwalladek (trec'hwezh, ustead kalon, koempad, h.a.) nad int ket a-geñver gant natur an danvezenn sanket, met gant ar stad dibarek m'emañ ar gouziviad dre benn un ensinklad eraozus graet dezhañ diagent ; darvoudoù oc'h erzerc'haat ur c'henniñv taer etre an antigen adebarzhet er bevedeg hag an antikorfoù dierc'heiat spesadel paret ennañ a-c'houde ar c'heraez kentañ gant an antigen (sl. anaphylaxie, choc anaphylactique, injection préparante).
Ensinkladur un danvezenn o tec'han stad an darwalladezh er gouziviad ; lavarout a reer ez a hemañ darwalladek (sl. injection déchaînante).
Ensinkladenn (pe sankadenn) vaksin nevez war-benn adsavelañ pe aznerzhañ an hangae