Institut national de recherche en informatique et en automatique, I.N.R.I.A.
◊ Bonsav riezel an imbourc'h war ar stlenneg hag an emgefren
― Geriadur ar stlenneg
Aozadur diazezet e 1979 e kembeli Maodiernezh ar Greanterezh, kefridiet da ren imbourc'hioù diazez ha dedalvezadel koulz hag eskemmoù etrevroadel.
1.informatique
◊ data processing, computer science, information technology, informatics
◊ stlenneg g.
― Geriadur ar stlenneg
Hollad an diskiblezhioù gouiziel ha kalvezel o plediñ gant keweriañ ar stlenn. Hervez an Akademiezh C'hall : "Skiant ar c'heweriañ aregel, dre ijinenn emgefreek pergen, ar stlenn sellet evel o tougen an anaoudegezhioù hag ar c'hehentadurioù en domanioù kalvezel, armerzhel ha kevredigezhel."
2.informatique
◊ computing
◊ stlennegezh b. ―ioù
― Geriadur ar stlenneg
-
Dedalvezadur ar stlenneg e skourroù diseurt an obererezh.
-
Hollad al loazioù stlennegel (periantoù, meziantoù, desezadoù, koskor) e kerz ur stal, bezant en ul load, h.a.
3.informatique
◊ data processing
◊ stlennegañ, stlenngeweriañ
― Geriadur ar stlenneg
Keweriañ emgefreek ar stlenn.
audit informatique
◊ computing center audit
◊ arc'hwil g. ―où stlennegel, arc'hwil ur greizenn riñverezh
― Geriadur ar stlenneg
Dezrann klok eus arc'hwelerezh ur greizenn geweriañ hag he amva. Difourkañ a ra an arc'hwil stlennegel war un deznaouad o reiñ kel eus kevazasted al loazioù danvezel ha denel diouzh ezhommoù gwerc'hel an embregerezh, o keñveriañ ivez an disoc'hoù gounezet ouzh an araezioù engwezhiet.
auditeur informatique
◊ data processing auditor
◊ arc'hwilier g. ―ion stlennegel
― Geriadur ar stlenneg
Arbennigour kefridiet da imbourc'hiñ ha da wiriañ reizhiad stlennañ an embregerezh, ha da briziañ he c'hevazasted diouzh an amkanioù deverket.
énergie informatique
◊ computing power
◊ gremm g. ―où stlennegel
― Geriadur ar stlenneg
Anv rumm evit ar c'hementad keweriañ ret da ziskoulmañ ur gudenn lavaret, pe hegerz d'un ampoent en ul lec'h eus ur rouedad.
informatique
― Geriadur ar stlenneg
-
l'―, traitement automatisé de l'information
ar stlennegañ, keweriañ emgefreek ar stlenn
[traitement de l'information]
-
―d'application, ―de base, ―de diffusion
stlennegezh dedalvout, stlennegezh diazez, stlennegezh skignañ
[métiers de l'informatique]
-
―répartie
stlennegezh eskantet
[génération de machine]
-
audit ―
arc'hwil stlennegel, arc'hwil ur greizenn riñverezh
[―]
-
auditeur ―
arc'hwilier stlennegel
[―]
-
branche de l'―traitant des méthodes à mettre en œuvre pour mesurer, améliorer et gérer les performances des systèmes ―s
skourr eus ar stlenneg o plediñ gant an hentennoù da bleustriñ evit muzuliañ, gwellaat hag ardeiñ digonadur ar reizhiadoù stlennegel
[logimétrie]
-
la cohérence du plan ―de l'entreprise
kevanlen steuñv stlennegel an embregerezh
[architecte des systèmes d'information]
-
la définition ―
an despizadur stlennegel
[écran 2]
-
l'ensemble du réseau de télé―
hollad ar rouedad pellstlennegezh
[moniteur de télétraitement]
-
les grands réseaux de télé―nationaux et internationaux
ar rouedadoù bras a bellstlennegezh riezel hag etrevroadel
[banque de données]
-
industrie ―
ijinerezh stlennegel
[péri―informatique]
-
l'intérêt de cette propriété pour l'―
korvo a c'hounezer gant ar perzh-se er stlennegezh
[supraconductivité]
-
mémorisation des données sur les supports ―s
kadaviñ ar roadennoù war ar skoroù stlennegel
[base de données : m.]
-
micro--
korrstlennegezh
[―]
-
niveau intermédiaire en ―distribuée
derez etreat er stlennegezh dasparzhet
[département]
-
organisation d'un service ―
mod trevnañ ur gwazadur stlennegel
[portes fermées] [portes ouvertes]
-
péri--
trostlennegezh, stlennamvaouriezh
[―]
-
prise en sandwitch entre la grande ―et la micro--
gennet etre ar stlennegezh vras hag ar gorrstlennegezh
[mini-ordinateur]
-
qualité que l'on donne aux systèmes ―s et, plus généralement, aux systèmes d'information
perzh a roer d'ar reizhiadoù stlennegel ha, dre vras, d'ar reizhiadoù stlennañ
[accessibilité]
-
société de services et d'ingénierie ―
kevredad dafariñ hag ameilañ stlennegel
[―] [banque de données]
-
système ―
reizhiad stlennegel
[ingénierie de système]
-
technicien(ne) en ―industrielle
kalvezour(ez) war ar stlennegezh c'hreantel
[―]
-
télé―
pellstlennegezh
[―]
informatique
◊ stlenneg g.
― Gervaoù skiant
informatique
― Geriadur an armerzh
-
adjectif
stlenn- ; stlennegel
-
audit informatique
arc'hwil stlennegel
-
machine informatique
ijinenn stlennegel ; stlennijinenn.
informatique
― Geriadur an armerzh
-
féminin (science)
stlenneg g.
-
(utilisation, appareillage)
stlennegezh b.
-
(application, traitement)
stlenneg g. ; stlennegezh b. ; stlenngeweriañ
-
informatique de gestion
stlennegezh ardeiñ
-
informatique industrielle
stlennegezh c'hreantel
-
télé-
pellstlennegezh b.
informatique
◊ stlenneg g.
― Geriadur ar fizik
informatique
◊ stlenneg
― Gerva an brederouriezh
informatique (science)
◊ stlenneg g.
― Geriadur ar jedoniezh
informatique analytique
◊ stlenneg dezrannel
― Geriadur ar stlenneg
Sl. [informatique formelle, kenster]
informatique appliquée
◊ computer applications, computing
◊ stlenneg dedalvezet, stlennegezh
― Geriadur ar stlenneg
Skourroù eus ar c'heweriañ stlennegel diorreet e domanioù diseurt an obererezh : difenn, ijin trevourel, tireoulerezh, ergrafañ ameilet dre urzhiataer, ardeiñ amaezhel, kenwerzhel, greantel, kellidel, mezekniezh, sonerezh, h.a.
informatique de gestion
◊ management data processing, businessoriented computing
◊ stlennegezh ardeiñ
― Geriadur ar stlenneg
Arver ar c'heweriañ stlennegel evit ardeiñ an embregerezhioù.
informatique départementale
◊ departmental data processing
◊ stlennegezh adrannel
― Geriadur ar stlenneg
E reizhiad stlennañ un embregerezh, live trevnadur etreat d'ar Renerezh stlennegel hag an arveriaded dibenn.
informatique distribuée
◊ distributed data processing, dispersed (data) processing
◊ stlennegezh dasparzhet
― Geriadur ar stlenneg
Arver a'r stlenneg ma vez rannet etre lies kewerier unan eus ar peder elfenn o perzhiañ en erounit ur goulev (periantoù, roadennoù, goulevioù, reolerezh). Pa vezont strewet en douaregor e komzer kentoc'h a stlennegezh eskantet .
informatique formelle
◊ stlenneg furmel, stlenneg dezrannel
― Geriadur ar stlenneg
Skourr a'r stlenneg an nesañ d'ar skiantoù dik. Diazezet emañ war an dezrannañ jedoniel. E amkanioù zo da skouer savelañ an treolioù azasañ, diskoulmañ kudennoù stadegouriezh hag imbourc'h hewezhiadel, savelañ an treugoù eizik hag an delvanoù darvanañ ; parzhiat er stlenneg furmel eo ivez damkaniezh an emgefreaded ha damkaniezh an devredañ.
informatique graphique
◊ computer graphics
◊ stlennegezh kevregañ
― Geriadur ar stlenneg
Derc'hennañ ar roadennoù hag an disoc'hoù diwar-bouez kevregoù (grafoù, skeudennoù) bennozh da drevnadoù enankañ/ec'hankañ arbennik.
Sl. [infographie]
informatique industrielle
◊ manufacturing data processing
◊ stlennegezh c'hreantel
― Geriadur ar stlenneg
Arver a'r stlenneg en argerzhioù oberierezh.
informatique méthodologique
◊ stlenneg hentennel
― Geriadur ar stlenneg
Skourr eus ar stlenneg o tennañ d'an imbourc'h war an hentennoù gouleviñ ha korvoiñ an urzhiataerioù hag ar reizhiadoù stlennegel.
informatique physique et technologique
◊ stlenneg alvezoniel ha kalvezoniel
― Geriadur ar stlenneg
Skourr eus ar stlenneg o plediñ gant dedraiñ kedrannoù hag istrevnadoù elektronek, tredanel ha treloc'hel ar stlennijinennoù.
informatique répartie
◊ distributed data processing
◊ stlennegezh eskantet
― Geriadur ar stlenneg
Sl. [informatique distribuée]
informatique scientifique
◊ scientific data processing
◊ stlennegezh ouiziel
― Geriadur ar stlenneg
Arver a'r stlenneg er riñverezh gouiziel.
informatique stratégique
◊ strategic business system
◊ stlennegezh diorren stal
― Geriadur ar stlenneg
Arver a'r stlenneg evel ostilh diziouerus da ziorren an embregerezhioù.
informatique systématique et logique
◊ stlenneg reizhiadoniel ha poelloniel
― Geriadur ar stlenneg
Skourr eus ar stlenneg o studiañ adeiladezh ar reizhiadoù stlennegel, an arc'hwelioù hag an trevnadur anezho.
ingénieur en informatique industrielle
◊ industrial data processing engineer
◊ ijinour(ez) war ar stlennegezh c'hreantel, stlennegour(ez c'h)greantel
― Geriadur ar stlenneg
Ijinour(ez) a zo e (he c'h)gefridi kenlabourat da ergrafañ adeiladezh ur reizhiad c'hreantel da emgefreekaat hag ar meziantoù arveret ; atebek e vez peurliesañ war sevenidigezh an erbar ha kenurzhiadur ar pareoù engwezhiet enni.
langage discursif, langage formel, langage logique, langage informatique (Philo., Inform.)
◊ areg
― Gerva an brederouriezh
méthodologie informatique
◊ data processing methodology
◊ hentennouriezh stlennegel
― Geriadur ar stlenneg
Diskiblezh o plediñ gant ar reolennoù arveret da ergrafañ ha da werc'hennañ ar reizhiadoù stlennegel.
métrologie informatique
◊ computing evaluation
◊ mentawouriezh stlennegel
― Geriadur ar stlenneg
Bodad an hentennoù ret da zewerzhañ digonadur ar reizhiadoù stlennegel. Ne c'haller amañ nemet reiñ un alberz eus hentennoù ar ventawouriezh stlennegel, renket hervez o istor hag o natur.
I. HENTENNOÙ KENTAÑ :
1. Hentennoù diawelout , arveret pa glasker gouzout, a-raok ma'z eo stalet, penaos ez arwelo un urzhiataer :
a) Hentennoù dornel :
~ ar miksoù ;
~ ar c'hernelioù, goulevioù spesadel o klokaat ar miksoù ;
~ an abakennoù.
b) Hentennoù jedoniel :
~ an argizañ linennek ;
~ an delvanañ war ziazez ar rouedadoù lostennadoù.
c) Hentennoù goulevel :
~ an darvanañ treolel ;
~ an darvanañ arskarek.
2. Hentennoù muzuliañ , arloet ouzh un urzhiataer pe ur reizhiad stlennegel stalet endeo :
a) Hentennoù dornel :
~ ar spletadoù arnod ;
~ ar standilhonoù.
b) Hentennoù goulevek pe funiek :
~ ar roudennadoù jederezhel ;
~ ar gouarnerioù meziantel ;
~ ar gouarnerioù periantel.
II. HENTENNOÙ NEVESOC'H :
Ar reizhiadoù ardeiñ digonadur an urzhiataerioù.
III. HENTENNOÙ NEVESAÑ :
Ar reizhiadoù emgefreek ardeiñ an digonadur . Gant ar reizhiadoù ardeiñ an digonadur eus ar remzi kentañ, anemgefreek, e vez renet distag an tennadoù : euvriñ ar stlennadoù o tennañ d'an digonadur, o c'heweriañ, o c'hadaviñ e-barzh ur stlennvon, dasperzhiañ e kerzh ar reizhiad stlennegel. Gant an emdroadurioù diwezhañ, e teuer a-benn da fiziout tamm ha tamm en ijinenn ar gwezhiadurioù dornel hag e tostaer d'ur reizhiad sturiañ emgefreek ar reizhiadoù stlennegel.
Sl. [jeu d'essai +] [mix] [moniteur +] [simulation] [système de gestion de performances des ordinateurs]
plan informatique
◊ computer capacity planning
◊ steuñv g. ―où stlennegel
― Geriadur ar stlenneg
Hollad ar postadurioù diawelat a wezhourion, periantoù ha meziantoù ret da stlennekaat un embregerezh war un amzervezh lavaret.
programme (informatique)
◊ goulev g. –ioù
― Gervaoù skiant
programme (informatique)
◊ goulev g. -ioù
― Geriadur ar fizik
sécurité informatique
◊ electronic data processing security
◊ diogelroez stlennegel
― Geriadur ar stlenneg
-
Hollad an diarbennoù amkanet da startaat gwarez alvezel an araezioù keweriañ, ar skoroù stlenn, kevanlen ha dangelez ar stlennadoù. Tri arvez zo d'an diogelroez stlennegel :
1. Gwarez an amva evit a sell ar c'hoskor hag an desezadoù alvezel.
-
An distrut, eleze gouested ar reizhiad da herzel ouzh nep argeziad haeziñ pe daskemmañ ar restroù e-maez aotre.
3. Ar soliusted, eleze ar gwarant e vez kewir ar roadennoù keweriet hag an disoc'hoù dedaolet, kuit a gammadoù, a ziankoù pe a dreuzdewezhiadoù.
société de services et d'ingénierie informatique
◊ services and software organization, Software House
◊ kevredad g. ―où dafariñ hag ameilañ stlennegel, mezianti g. ―où
― Geriadur ar stlenneg
Kevredad gougoriñ gwazadoù stlennegel. Kemm a lakaer etre :
~ ar gougorioù dafariñ (oberiañsiñ, pourchas gremm stlennegel, gwazadoù pellgehentiñ gwerzh ouzhpennet, pourchas roadennoù, dafariñ hollforan war vinitel, merañ kreizennoù stlennegel, keveldreizhañ kreizennoù keweriañ) ;
~ ar gougorioù ameilañ (kuzuliañ, ameilañ kalvezel, sevel meziantoù, sevel reizhiadoù razhaveet pe reizhiadouriezh, prestiantouriezh).
Arbenniket eo kevredadoù 'zo war voulc'hoù dibarek : meziantouriezh, arver ar c'horrgewerieroù, bureveg, kenderc'heg, stlenngevregañ hag ergrafañ ameilet dre urzhiataer, moneizeg, naouegezh alvezel, dafariaded war vinitel, h.a.
système informatique
◊ data system
◊ reizhiad stlennegel
― Geriadur ar stlenneg
Kevengwezhiadur an holl araezioù euvriñ, keweriañ ha treuzkas ar stlenn angorzhet gant un arload, dre arverañ un pe lies urzhiataer.
technicien(ne) en informatique industrielle
◊ manufacturing data processing engineer
◊ kalvezour(ez) war ar stlennegezh c'hreantel
― Geriadur ar stlenneg
Gwazour(ez) o perzhiañ e studi hag e seveniñ ar prestiantoù lodek er reizhiadoù stlennegel arveret gant ar greanterezh. Karget e vez diouzh an dro da ren ar c'hevrikaat hag an trezalc'h e stal an arveriaded.
traitement (informatique)
◊ keweriadur g.
― Gervaoù skiant
traitement (informatique)
◊ keweriadur g.
― Geriadur ar fizik
traiter (informatique)
◊ keweriañ
― Gervaoù skiant
traiter (informatique)
◊ keweriañ
― Geriadur ar fizik