Preder
infographiecomputer graphicsstlenngevregañ ― Geriadur ar stlenneg

Skourr eus ar stlenneg a zo dezhañ da amkan aozerezh emgefreek kevregoù ha skeudennoù.

infographie ― Geriadur ar stlenneg
  • ―et conception assistée par ordinateur stlenngevregañ hag ergrafañ ameilet dre urzhiataer [société de services &]
  • le problème de l'identification en ―interactive kudenn an naoudiañ er stlenngevregañ etrewezhiat [table de corrélation]
  • terme utilisé en ―pour désigner le(s) système(s) de référence termen arveret er stlenngevregañ da aroueziñ ar reizhiad(où) daveiñ [coordonnées utilisateur]
  • une nouvelle branche de l'informatique : l'―et sa dérivée, l'―interactive ur skourr nevez d'ar stlenneg, ar stlenngevregañ hag e zeverad, ar stlenngevregañ etrewezhiat [conception assistée p.o.]
  • la visualisa-tion graphique conversationnelle constitue l'outil de base de l'―interactive emañ ar gevregouriezh etrewezhiat e diazez ar stlenngevregañ etrewezhiat [visualisation graphique c.]
infographie interactiveinteractive computer graphicsstlenngevregañ etrewezhiat ― Geriadur ar stlenneg

Arverañ ar c'halvezderioù kevregañ er mod emzivizel diwar-bouez hewelioù. Ostilh an emziviz den-urzhiataer eo an unvez kevregouriezh etrewezhiat.

Ur meziant kevregañ etrewezhiat a c'hoarvez eus ur bodad goulevioù da vezañ ensoc'het e-barzh ur goulev arloañ a vo korvoet er mod emzivizel dre ur c'hehentiñ kevregat gant ur riñverez.

Ar goulun hollekañ eus an hedad goulevioù rekis a c'hoarvez eus an elfennoù-mañ :

- ur meziant deskrivañ o reiñ an tu, diwar ar stlennadoù pourchaset gant ar goulev arloañ, da enbonegañ an elfennoù a dalvezo d'ar c'hevregañ ;

- ur meziant darbariñ an hewelaat o kenaozañ, diwar ar c'hevregad enboneget, ul leurenn divvent war ur c'horreenn hewelaat derc'hek ;

- ur meziant elfennel amkanet da zedaoliñ ar c'hevregad disoc'h diwar ar gwehentoù pourchaset gant ar meziant darbariñ an hewelaat. Kefridi ar meziant elfennet eo enta sevel ar restr hewelaat gwerc'hek ha ren ardoerezh ar skramm.

Pep hini eus ar meziantoù zo teir lodenn ouzh e ober :

- ur vezarc'h treolioù ;

- ul luniad roadennoù ;

- ur gouarner gwidennañ (pe dewezhier).