Agranulokitoz familhel dibaot, bet deskrivet e 1956 e Sveden, treuzkaset er mod aotozomek enkilus, o teraouiñ ken abred ha deizioù kentañ ar vuhez hag o kas d'ar marv dindan un nebeut mizvezhioù.
Ankounañ bloavezhioù kentañ ar vuhez. Ne c’hoarvez ket diwar an divarrek e ve ar bugel da zerc’hel koun eus e santadoù, hogen diwar an arvoustrañ o werediñ war ar revelezh vugel hag oc’h emastenn da hogos holl zarvoudoù ar bugelvezh. Ar vaezienn dindan ankounañ bugelvezh a yafe betek mare diskar kemplezh Edip ha derou an enkelvezh.
N’eo ket Freud a zizoloas an ankounañ bugelvezh. Hogen ne gavas ket bastus displegañ an anadenn dre an anazvedigezh arc’hwelel : un displegadur spesadek a ginnigas, o tiskouez ez eo an ankounañ bugelvezh, evel an ankounañ darfellel, un ezkounañ en araez da vezañ direet. Lakaet en deus war wel ivez ez eo an ankounañ bugelvezh amplegad an arvoustradurioù diac’houde, an ankounañ darfellel pergen.
Azoniad deskrivet e 1943 gant Kanner evel diforc'h diouzh ar skizofreniezh, e rezh ur psikoz o teraouiñ a-raok dibenn an eil bloavezh, azonet gant an distroc'h klok diouzh an dud hag an traoù, ar jestroù bloc'heiladek hep amkan meizadus, ezvezañs al lavar (mudegezh, mouezhiadoù hep ster, drec'hluzadoù), kaouadoù konnar da geñver an disterañ direnkadur en amgelc'h, e dargemm ouzh ur veizegezh lemm hag ur c'hounerezh bras.
Anaez a orin dianav o tizhout ar vagadell etre e 3e hag e 4e miz, naouus dre devaennoù eus kaen an eskern (trebez, kostoù, gaved, helmo), koeñvadur laurus al lienstirennoù hag ar c'higennoù kefin, arouezioù tanijenn (terzhienn, elwenn, ustizh gouzediñ) ; pareañ a ra ent emdarzh dindan un nebeut mizioù.
Diazezadur diougonvezegel o tegemer bugale vineuzidek.
Pore ar vabaned naouus dre un danijenn goazhadel, c'hweladurioù, darc'hoal, un dourisvec'h muiek, marvus peurliesañ.
Stern nozografek ma voder an azoniadoù nervel a zeroù kentrat hag a zedro henek, diwar geuziadoù o wazhañ an empenn en enkrozhvezh, da geñver ar c'hanedigezh hag e-kerz mizvezhioù kentañ an hoali, da arbennoù dezho an isvec'h oksigen, ar gwadliñvoù, ar viruzoù (ruzig ar vamm), an arvevaded (toksoplasmoù), an digempad krouell-mamm (Rhesus), diabet ar vamm ; diwar anafoù kleizennel trebadek e tinod strafuilhoù nervel ha bredel : ledseizi mabanel, kleñved Little kevret gant dargrezadoù ampikernennek, atetoz, droukfell, nammoù al lavar, ar gweled hag ar c'hleved, dilañsoù kefredel ha kantaezel.
Dermatoz a 'r magadelled naouus dre ar vezañs war ar feskennoù ha parzh krec'h diabarzh an divvorzhed eus nozelennoù kemparzhek a vent d'ur gerezenn, gant hiperkeratoz ha hiperakantoz an epiderm hag ensiladur an derm gant plasmokit ha granulokit, o tedreiñ emdarzhel d'ar pare dindan un nebeut mizioù ; kevarguzet e van an arbenn : kandidoz evit aozerion 'zo, erwezh ouzh un haluzenn pe ur c'hortikoid diounezet ouzh ur c'hroc'henfo (alese an anvad rumm halogenidoù struzhennek ar vabaned, Gl. halogénides végétantes infantiles).
Ledseizi o tarvezout ken abred ha dibenn ar bloavezh kentañ, dasstrizhek war astenn en ezel traoñ, war bleg en ezel krec'h, arlenad diwar anafoù empenn gouzañvet da geñver ar gwilioud pe un empennaoued a 'r vabaned ; dilañsañ a ra kresk ha teñvegezh an ilizi gwazhet.
amnésie infantile, ankounañ bugelvezh (sl. AMNÉSIE INFANTILE) ; caractère d’un comportement sexuel infantile précoce, doare ur real revel maban (sl. AUTO-ÉROTISME) ; on distingue un choix d’objet infantile et un choix d’objet pubertaire, kemm a lakaer etre un debarzh ergerc’henn bugelvezh hag un debarzh ergerc’henn kaezouregezh (sl. CHOIX D’OBJET) ; le complexe se constitue à partir des relations interpersonnelles de l’histoire infantile, amparet e vez ar gemplezh diwar an darempredoù a ya d’ober istor ar bugelvezh (sl. COMPLEXE) ; schèmes préindividuels qui viennent informer les expériences sexuelles infantiles, goulunioù rakhiniennel o reiñ furm da vuhezadennoù revel ar bugelvezh (sl. INCONSCIENT) ; une assimilation classique est celle de l’inconscient aux expériences infantiles persistant dans l’adulte, un heñvelekadur klasel eo hini an diemouez ouzh buhezadoù ar bugelvezh o trebadout en oadour (sl. INCONSCIENT) ; c’est par l’action du refoulement infantile que s’opère le premier clivage entre l’inconscient et le système préconscient-conscient, dre wered an arvoustrañ bugelvezhel eo e vez da gentañ holl disrannet an diemouez diouzh ar reizhiad ragemouez-emouez (sl. INCONSCIENT) ; un conflit psychique trouvant ses racines dans l’histoire infantile du sujet, ur c’henniñv bred gwriziennet en istor bugelvezh ar gouzrec’h (sl. NÉVROSE) ; son élucidation conduit à la découverte de la névrose infantile, an arveizañ anezhañ a gas da lakaat war wel an neuroz bugelvezh (sl. NÉVROSE DE TRANSFERT) ; la psychanalyse étend la notion de sadisme au-delà de la perversion décrite par les sexologues, en en reconnaissant des formes larvées, infantiles notamment, ar bredelfennerezh a astenn keal ar sadegezh en tu all d’an droziadezh deskrivet gant ar revoniezh, dre lakaat a-wel furmoù eginek, bugelvezhel pergen, anezhi (sl. SADISME) ; il est interprété dans le cadre d’une théorie sexuelle infantile comme coït anal, deveizet eo e stern un arlakadenn revel bugel evel kediadenn dre ar fraezh (sl. SCÈNE ORIGINAIRE) ; sexualité infantile spontanée, revelezh vugel emdarzh (sl. SÉDUCTION) ; la fixation peut elle-même se subdiviser en deux facteurs complémentaires : constitution héréditaire et vécu infantile, ar glenadur a c’haller isrannañ e div barenn genglokaus : genezh hêrezhel ha buhezadur bugel (sl. SÉRIE COMPLÉMENTAIRE) ; organisation génitale infantile, frammadur ganadel bugel (sl. STADE GÉNITAL) ; l’évolution des idées de Freud l’a conduit à toujours rapprocher davantage la sexualité infantile de la sexualité adulte, emdroadur mennozioù Freud en degasas da dostaat bepred muioc’h ar revelezh vugel d’ar revelezh oadour (sl. STADE GÉNITAL) ; stade d’organisation infantile de la libido, pazenn eus frammadur bugelvezhel al libido (sl. STADE PHALLIQUE) ; l’analyste peut alors rattacher les activités et les affects mis en évidence par la première phase à des situations infantiles, gouest eo neuze an elfenner da zestagañ ar realoù hag ar c’hantaezadoù lakaet a-wel er prantad kentañ ouzh plegennoù eus ar bugelvezh (sl. TECHNIQUE ACTIVE) ; il se peut que certains contenus infantiles précoces ne puissent pas être remémorés, seulement revécus, bez’ e vez marteze endalc’hedoù mabanvezhel na c’hellont ket bezañ daskounet, hepken dazbuhezet (sl. TECHNIQUE ACTIVE) ; le transfert se conçoit comme la répétition de prototypes infantiles vécue avec un sentiment d’actualité marqué, intent a reer an treuzdoug evel un arreadur eus pimpatromoù bugelvezhel buhezet gant ur santad kreñv a vremanegezh (sl. TRANSFERT).
∆ Kemm a lakaer etre bugel (en erdal ledanañ) ha maban g. (bugel er mizioù kentañ eus e vuhez) ; alese bugelvezh g., Al. Kindzeit, Sz. childhood, Gl. (période de l’ ) enfance ; mabanvezh g., Al. erste Kindzeit, Säuglingszeit, Sz. infancy, babyhood, Gl. première enfance, bas âge. Merkañ e klot ar Br. mabanvezhel gant ar Gl. infantile précoce.
Furm kala-azar diwar Leishmania infantum, seurtad eus L. donovani, skignek en Armenia, en Turkestan hag en Diazad morkreizel, naouus dre un derzhienn gammigellek, un amwad muiek, ment vras ar felc'h hag ar c'hof, ur fallezh hag un dedro marvus dindan 6 miz.
Furm c'hrevus kammvezhur proteingremmel o tarvezout gant ar vabaned e kornog Afrika da geñver o dizonadur, naouus dre strafuilhoù bredel (tristez, galeniezh, ankewant), anafoù kroc'hen (lindrad arzu gourc'hennus o lezel war he lerc'h ul liv ruz-mouk gant an amwiskadoù — e Ghana e talvez kwachiorkor kement ha “bugel ruz"), blev reut ha hedorr, arsav a 'r c'hreskiñ, isteñv ar c'higennoù, darc'hoal hag avufelc'husvent, anazark hag amwad, alies dedro d'ar marv (sl. cirrhose carentielle).
Anaez o tizhout an dent hegouezh hepken, anezhañ distruj an amailh war un tachad bras pe vrasoc'h, oc'h arwelaat an dentin a ya gell arzu ; arzodet e vez d'an negez vitamin C.
Keñver etre niver ar vugale marvet e-kerz kentañ bloavezh o buhez ha niver hollel ar vugale bet ganet bev, jedet war un diaz a 1 000 ganedigezh.
(sl. kala-azar infantile, anémie splénique infectieuse).
Skourr ar vredvezekniezh o plediñ gant ar vugale, adalek ar c'hanedigezh betek ar mont tre en oadouriezh. Mabvredvezeg a vez graet eus embregourion an kez diskiblezh, a erdal studi, deznaou, kur hag ergur ar strafuilhoù bred o tizhout ar vugale. Liammoù strizh zo enta gant bredoniezh an diorreadur ha bredvezekniezh an oadourion.
Termen oc'h engronnañ ar psikozioù kentrat o dinodadur er bugelvezh.
Terzhienn dispuilhadel kuñv, o tarvezout gant ar vugale etre 6 miz ha 2 vloaz, naouus dre un derzhienn uhel (etre 39° ha 40°C), un diwresterad trumm d'an 3³e pe 4e deiz, e ser un dispuilhad ruzigvanek roz sklaer, hebiat d'an dremm, e-doug 24 h, un isriñv leukokit ha granulokit ; kiriek dezhi an Herpesvirus6 (bet dizoloet e 1986).