Arver a'r stlenneg en argerzhioù oberierezh.
Ijinour(ez) a zo e (he c'h)gefridi kenlabourat da ergrafañ adeiladezh ur reizhiad c'hreantel da emgefreekaat hag ar meziantoù arveret ; atebek e vez peurliesañ war sevenidigezh an erbar ha kenurzhiadur ar pareoù engwezhiet enni.
Gwazour(ez) o perzhiañ e studi hag e seveniñ ar prestiantoù lodek er reizhiadoù stlennegel arveret gant ar greanterezh. Karget e vez diouzh an dro da ren ar c'hevrikaat hag an trezalc'h e stal an arveriaded.