Regad o tewerzhañ dec'honiñ ar brusk, diforc'h etre an amregadoù enanalañ hag ec'hanalañ muzuliet e live ar begoù bronn, ent keitat par da 7 cm gant an oadour.
Diforc'h etre al lipidwadusvec'hioù war yun ha 5 eurvezh goude ur pred ennañ 70 g glukid, 70 g protid ha 70 g lipid ; ent reol, e sav ar gwadvec'h lipid goude pred a etre 0,70 ha 2 g/l : muiaet e vez ar feuriader gant an arteriosklerozeion (etre 2,5 ha 3 g/l) ha dreist holl gant an aterosklerozeion, an diabeteion ha gouziviaded ar ksantomatoz.
En ur gwiad, dregantad kelligoù lenidik o c‘hitoplasm ouzh al livuzennoù trenkek, ditour lodek en imbourc'hioù kellighormonel, an f. t. o vezañ uc'hek en ampoent ar vic'hadiñ.
Delun o tenaouiñ pouez reol (P) un den diwar e savder (S) hag amregad e arzorn (A) : (S - 100 100 + 4C)/2 4C)/2 = P. P.
Niver o tenaouiñ bec'h al livegennoù bestlel er plasma muzuliet war eeun dre livventerezh ; ent reol emañ an niver-se etre 1,6 hag 1,8 ; sevel a ra betek 5 pe 6 pa anad an ikter.
(Reuziadoniezh) Keñver etre daou zarvoud pe etre an un darvoud e div boblañs kevarall.
Niver dre gant a 'n dud tizhet gant ur c'hleñved (paludegezh) en un taread edoug ur prantad.
Niver o tenaouiñ disoc'h ar prouad gougemer ouzh an heparin in vitro (kaouledusted ar gwad) ; e jediñ a reer dre rannañ amzer gaoulediñ an test dre hini ar gouziviad ; pa vez =1 e verk ur gaouledusted reol, pa vez > 1 an uskaouledusted, pa vez < 1 an iskaouledusted. e verk ur gaouledusted reol, pa vez > 1 an uskaouledusted, pa vez < 1 an iskaouledusted.
Niver arveret da andalañ grevusted stad ur gouziviad darbennet en ur wazrann defraouerezh, ne vern pe arbenn e ve d'an entiadur anezhañ ; da savelañ an ditourenn e talc'her kont eus pouezded an ezreolderioù klinikel ha bevoniel : soliañ a reer war 34 arventenn dasparzhet etre 8 gennad (nervel, kalongwazhiedel, analadel, kreuzpervezel, lounezhel, kennevidel, gwadel ha poreel) ; pep stadadenn a rezhienner dre un notenn etre 0 ha 4 hervez derez an ezreolder ; an disoc'h a gevaraez andalañ riskl ar marv a-geñver gant an direizhoù stadet.
Keñver ar pouez (e kg) ouzh karrez ar savder (e m) ; ar borrder a zespizer dre ar gwerzhadoù brasoc'h pe bar ouzh 30 (sl. obésité, surpoids).
Keñver etre ar gwask talmerel a-sistol muzuliet e par an ufern ouzh an hini muzuliet e par ar vrec'h, sellet evel reol etre 0,55 ha 0,90 ; dindan 0,55 evel azonus d'ur skorted talmerel en izili traoñ.
Niver disoc'h ar riñvenn :
(P 1 – 70) + 2 (P 2 – P 0 )/10,
P 1 o vezañ niver ar poulzadoù dre vunud goude 30 kluchadenn graet dindan 45 eilenn, 70 poulz keitat un den yac'h 20 vloaz, P 2 niver ar poulzadoù ur munud goude deroù kemeradur P 1 , P 0 o vezañ poulz ar gouzrec'h azezet, er paouez ; merk ur galon nerzhek eo un ditourenn etre 0 ha 5, ur galon geitat etre 5 ha 10, gwan etre 10 ha 15, dreist 15 ez eo naouus d'ur galon deusk.
Niver dre gant a 'n dud a stader d'un ampoent bezañs arvevaded en o gwad.
la perception a au moins fourni des indices, e rank ar merzout bezañ pourchaset arverkoù da vihanañ (sl. APRÈS-COUP) ; scène de rapport sexuel entre les parents, observée ou supposée d’après certains indices, senenn ar gediadenn revel etre ar gerent, arsellet pe dianreet diwar arverkoù (sl. SCÈNE ORIGINAIRE) ; lorsque survient un indice de réalité, l’investissement d’une perception qui est simultanément présent doit être surinvesti, pa c’hoarvez un arverk a draegezh, e rank an annodad bezant endeo er verzadenn bezañ dreistkevannodet (sl. SURINVESTISSEMENT).
Keñver ar c'holesterol ouzh an trenkennoù druz hollat er gwiadoù pe er gwad ; er gwad (Gl. indice lipémique Terroine) emañ ent reol etre 0,43 ha 0,45.
Delun kinniget evit spizañ deznaou usteñv ar c'hentez kleiz pe dehou : keñver etre pad gwagenn P ar c'halonvarrwezad ha pad an arroud PR ; ent reol emañ etre 1 hag 1,6 ; muiaet e vez gant usvent ar c'hentez kleiz, leiaet gant usvent ar c'hentez dehou, reol pa vez usventek an daou gentez.
Niver meneget gant al luskellad brasañ eus nadoz al luskellventer.
Trevnad feuriañ arveret e remmouriezh, diazezet war zerez kreñvder al laurioù pa bouezer war ar c'henvelloù.
Gwerzhad o kevarezañ andalañ, gant an nevezc'haned, grevusted un azoniad ankalez analadel, dre engwerc'hañ brasted an entenn etre-kostoù, hini an entenn is-lech, goubredadur ar fiñvoù analañ kofel ouzh ar re vruskel, fiñvadennoù eskell ar fri, ar c'hunuc'hañ ec'hanalel. Pep hini eus ar 5 elfenn-se zo feuriet eus 0 da 2 ; seul c'hrevusoc'h stad an nevezc'haned ma 'z eo uheloc'h ar werzhad hollel.
Sammad niveroniel heledoù RV 5 ha SV 1 war ar c'halonvarrwezad. Mar bez an ditourenn uheloc'h eget 35 mm ez eus un usteñv eus ar c'hofig kleiz.
Ditourenn diazezet war studi ar gemplezh QRS en amdreugadoù trobarzhel. Eus sammad (e milimetr) ar gougammadoù muiel e D 1 ha leiel e D 3 e lamer sammad ar gougammadoù leiel e D 1 ha muiel e D 3 . Studi an ditourenn a gevaraez digemmañ gwariadurioù tredanahel ar galon diwar un usvent kofigel (ditourenn uheloc'h eget 17 mm) diouzh ar re devoudet gant un dehouc'hweladur eeun eus ar galon (ditourenn izeloc'h eget 17 mm).