Keñver etre gwiadoù div hinienn hevelep ma ne c'hallfed imboudañ un organ a 'n eil ouzh eben hep risklañ un distaol ; e dalc'h kevarallded gladoù hilel ar roer hag ar roadour, alese ar vezañs, gant ar roer, eus antigenoù eritrokitel pe leukokitel-pladanel ezvezant gant ar roadour (sl. histocompatibilité, incom-patibilité sanguine).
Stad o tisoc'h eus ar vezañs e hemati ar grouell eus antigenoù ezvezant e hemati ar vamm ; pa dremen un nebeut ruzkelligoù eus ar grouell e-barzh gwad ar vamm, e tanze houmañ antikorfoù amredat en araez da dreuziñ an dorzhienn ha da zispenn hemati ar grouell douger an antigenoù ; hogos bepred ez eo ar re-mañ parzhiat er reizhiad Rhesus (peurliesañ an antigen Rho pe D) ; eus ar c'henniñv etre hemati ar grouell douger ar barenn Rh (Rh +) hag an antikorfoù antiRh eus gwadveiz ar vamm e tinaou ) hag an antikorfoù antiRh eus gwadveiz ar vamm e tinaou kleñved gwadloezadel an nevezc'hanidi (Gl. maladie hémolytique du nouveau-né) hag a-wechoù marv ar grouell in utero ; un hent da zizarbenn an d. k. m. eo ensinklañ d'ar vamm gammaglobulinoù antiRh (pe antiD) evit dispenn enni an hemati krouellel (sl. iso-immunisation).
Keñver etre daou c'houziviad hevelep ma ne c'haller treuzskuilhañ gwad an eil d'egile hep delankañ darvoudoù, peurliesañ peogwir e vez dazgludet ha loezet hemati ar roer gant an antikorf keñverek bezant e gwadveiz ar roadour, dibaotoc'h peogwir e vez e-barzh plasma ar roer antikorfoù en araez da zispenn hemati ar roadour (sl. agglutinine, compatibilité sanguine, donneur universel dangereux, groupes sanguins, histo-incompatibilité, système HLA).