Preder
imagoimagoimago b. ― Geriadur ar vezekniezh

Hervez Jung, pimpatrom diemouez a dudennoù danzeet diwar darempredoù kentañ ar bugel (gant e vamm, e dad, h.a.) a dalvezo dezhañ da zanvez evit dec'havaelañ an hentez da c'houde.

Imago.Imago.imago.imago b.ls. :-ioù. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Pimpatrom diemouez a dudennoù o levezonañ an doare ma vez dec’havaelet an hentez gant ar gouzrec’h ; danzeet eo diwar darempredoù kentañ, traek pe eriunellek, ar bugel ouzh personoù e endro. Savelet e voe ar meizad gant Jung a zeskrivas an imagoioù mamm, tad, breur. Kealioù nes zo eus imago ha kemplezh. Ar gemplezh zo disoc’h er gouzrec’h diouzh gwered ar saviad etrepersonel a-bezh, an imago an aspadenn derc’hadel eus ar perzhiad-mañ-perzhiad er saviad. Termenet e vez alies an imago evel “derc’had diemouez” ; gwell eo he intent evel ur goulun-derc’hañ arzeuet o talvezout d’ar gouzrec’h da ober ouzh an hentez ; e-se e vez an imago o neviñ er santadoù hag er realoù koulz hag en derc’hadoù.

IMAGO. ― Geriadur ar bredelfennerezh

l’imago maternelle, paternelle, fraternelle, an imagoioù mamm, tad, breur, (sl. IMAGO) ; l’imago et le complexe sont des notions voisines, kealioù nes zo eus imago ha kemplezh (sl. IMAGO) ; l’imago peut donc aussi bien s’objectiver dans des sentiments et des conduites que dans des images, e-se e vez an imago o neviñ er santadoù hag er realoù koulz hag en derc’hadoù (sl. IMAGO).