Preder
illusionemdouell g. ― Geriadur an armerzh
  • illusion techniciste emdouell kalvezelour.
illusionemdouell ― Gerva an brederouriezh
illusionillusionkammzerc'hañ, kammzerc'h g. ― Geriadur ar vezekniezh

Gwariadur ar merzhout, an arbenn anezhañ o vezañ a) pe en traoù, evel ar pleg a weler gant ar vazh soubet en dour, b) pe er skiantennoù : mar kroazier biz kreiz ha biz yod un dorn ha mar lakaer etrezo ur ganetenn, e kreder merzhout div ganetenn (kammzerc'h Aristoteles), c) pe en emanglevout : an den, bet ambidet e vrec'h outañ, o kenderc'hel da verzhout an ezel ezvezant (ezel tasmant, kammzerc'h an ambideion) ; diforc'h a lakaer etre ar c'hammzerc'h, fazi merzhout, hag an trezerc'h, asvan merzhout (sl.  halluci-nation).

illusion des sosies ou délire d'∼, syndrome de Capgrasillusion of “doubles”, Capgras delusionambren b. an unkenioù, azoniad Capgras ― Geriadur ar vezekniezh

Pivadiñ un nesaour en ur haeriñ n'eo ket eñ a zo erouez met an unken anezhañ, strafuilh a zispleger dre an distroll etre ur c'hantouezañ reol hag un andenaoud kantaezadel, hag a seller evel ur furm eus an distreüniñ hag un azon gwirheñvel a skizofreniezh (sl.  dépersonnalisation).

NOTENN : Ankevazas eo arver Gl.Sz.  illusion amañ ; ned eo ambren an unkenioù nag ur c'hammzerc'h nag un trezerc'h, met un amparadur kleñvedel a 'n ergerc'henn, eleze un daralladur a 'n ergerc'hañ ; greomp anezhañ ur miergerc'h betek piaouañ ur rummidigezh kevanaus.

membre fantôme, illusion des amputésphantom limbezel tasmant, kammzerc'h g. an ambideion ― Geriadur ar vezekniezh

Buhezad en ervez da c'hoarvezout goude ambidadur un ezel : dec'havaelañ a ra an ambideg e ezel ezvezant e rezh anglevadoù stekiñ, gwrez, laur, h.a. (sl.  désafférentation : douleur de , extérioration, illusion, , extérioration, illusion, La-11 415 hh.).