Azon bredanaezioù 'zo (melankoliezh pergen), anezhañ haeriñ steuzidigezh un pe lies organ, ar c'horf a-bezh hag ar bed e unan, ambren kevredet alies gant anglevadoù ramzegezh, peurbadegezh, kablusted, daonedigezh, o vont d'ober neuze azoniad Cotard (sl. hypocondrie).
Dergoaliñ ambreek bezañ en ardizh mennadoù hag oberoù galen (divrudañ, kontammañ, sorsiñ, muntrañ) a-berzh un den pe tud anav pe dianav ; pa vez trevnet ar mennozioù heskinadur e rezh ur reizhiad kempoell, e wiskont furm un ambren baranoiak (sl. délire, paranoia).
Strafuilh ar prezeg e rezh un heuliad fourradus didorr a brepozioù hep keñver gant ar blegenn, hep kantalc'h poellel, hep liamm etrezo estreget advantoù sterel pe sonel, o vont alies betek an dislen ; unan eus azonoù pennañ ar mania ; un arvez eus diflip an dezevoù eo ar froudareizhañ (sl. euphorie, logorrhée, manie).
Furm eus an darc'hwelerezh bred : 1 dergoaliñ bezañ dindan veli un amgen o kentodiñ an ambredañ (kantaezañ, dezevout) hag ar realañ an unan. 2 Eil derez an argerzh : mont ar buhezadoù enkrog e rezh un trevnad dezhañ e gemez (sl. automatisme mental, délire, hallucination, psychose délirante).