Preder
cirrhose biliaire primitive, cirrhose ou maladie de Hanot-Mac Mahon, cirrhose biliaire xanthomateuse, ictère cholestatique chronique par cholangiolithe et péricholangioliteprimary biliary cirrhosis, xanthomatous cirrhosiskirroz bestlel kentael, kleñved Hanot-Mac Mahon, kirroz bestlel ksantomatus ― Geriadur ar vezekniezh

Naoued avu dibaot, o teraouiñ a-sil goude pemont vloaz gant ar merc'hed peurliesañ, da azon kentañ dezhañ un debron ha, da heul, un ikter henek doues pe douesoc'h, terzhienn, troazhvestlegezh ha livrezh reol an oulennoù, un avu tev ha kalet, ur felc'h usventek, ur gwadusvec'h bilirubin, kolesterol, lipid hollel ha fosfatazoù alkaliek ; e-kerz an dedro emdarzh, marvus bepred dindan 5 bloaz ent keitat, e tinod ksantomoù kroc'hen, misug, dirazekaat, uswask porzhel ; ar prederiadur nemetañ eo treuzplantadur an avu ; dianav eo an arbenn : kevarguziñ a reer ur wikefre unanhangaeel, un tizhad viruzel, un orin hilel.

ictère à bilirubine conjuguée, ictère cholurique, ictère par régurgitationregurgitation jaundice, resorptive jaundiceikter gant bilirubin keveilet, ikter troazhvestlel, ikter assugadel ― Geriadur ar vezekniezh

Ikter diwar hogennadur ar bilirubin keveilet er gwad ; livegennoù bestlel a gaver en troazh ; peurliesañ e tistro d'ar gwad parzhiadoù all ar vestl gant ar bilirubin : an ikter dre vestlanred eo, dre steviadur forzhioù degorzhañ ar vestl, ken enavuel, ken ec'havuel ; amglok e vez an anred e tro an avufoioù hag ar c'hirrozioù, klok e degouezh ur c'hankr pe pa vez peursteviet ar san vestl gant ur c'hrouanenn ; dibaotoc'h, dre ziouer un enzim, pa na vez ket ar gellig avu evit degorzhañ ar bilirubin keveilet ha pa dremen hemañ er gwad (ikter Dubin-Johnson, azoniad Rotor, Manahan ha Florentin).

ictère à bilirubine libre ou non conjuguée, ictère acholuriqueretention jaundice, acholuric jaundiceikter gant bilirubin ankeveil, ikter troazhanvestlel, ikter azdalc'hadel ― Geriadur ar vezekniezh

Ikter naouus dre ezvezañs al livegennoù bestlel en troazh ha gwadusvec'h ar bilirubin ankeveil ; hemañ, dourandileizh, ne vez ket degorzhet gant al lounezhi met treuzfurmet en urobilin ezvevennet en troazh ; un ikter skañv eo, dezhañ lies arbenn : e par ar c'helligoù ruz, an distruj reñverek anezho o tevoudañ un usvec'h bilirubin (ikter gwadloezadel) pe ezreolderioù en o furmidigezh (amwad Biermer, moramwad), e par ar gellig avu dic'houest da geveilañ ar bilirubin e diouer an enzim rekis ; dibad e c'hell bezañ an divigad enzimatek, evel en ikter an nevezc'hanidi, pe diwezhel, klok evel en ikter ganedigel Crigler ha Najjar, pe diglok, evel e gwadvestlegezh familhel Gilbert (sl.  anémie pernicieuse, bilirubinémie, cholémie familiale, thalas-sémie).

ictère épidémique à rechuteepidemic jaundice with relapsing feverikter pe januz darreuziat azkouezhus ― Geriadur ar vezekniezh

Ikter poreel kuñv, tredizhus, o teraouiñ dre ur stad gripel, o padout un dek devezh, oc'h azkouezhañ lies gwech er sizhunvezhioù da heul, kevret gant usvent an avu hag ar felc'h hag o tedreiñ etrezek ar pare dindan un nebeut mizvezhioù ; ur furm eo eus an avufo A (sl.  hépatite A).

ictère grave familial du nouveau-né, maladie de Pfannenstielfamilial icterus gravis neonatorum, Pfannenstiel's syndromeikter familhel grevus an nevezc'hanidi, azoniad Pfannenstiel ― Geriadur ar vezekniezh

Ikter oc'h anadiñ un nebeut eurvezhioù goude ar c'hanedigezh, kevret gant koeñvadur an avu hag ar felc'h, morvor, gwadliñvoù, amwad hag eritroblastoz, o tedreiñ d'ar marv hogos bepred ; ur furm eo da gleñved gwadloezadel an nevezc'hanidi.

ictère grave ou malin ou typhoïde, fièvre jaune nostrasmalignant jaundice, icterus gravis or typhoidesikter grevus pe tifoidel, januz yud, terzhienn velen du-mañ ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad naouus dre un ikter, anadennoù nervel (morgud ha koma da heul), gwadliñvoù ha daralladur don ar stad hollek gant iswrez, dedro herrek d'ar marv ; eilvedel e c'hell bezañ d'ur pore (leptospiroz iktergwadliñvel, terzhienn velen, tifoid, gwadlestegezh, h.a.), d'ur pistriadur (fosfor, amanit falloidel, halotan, h.a.), d'ur c'hleñved avu (avufo viruzel, avufo rurek pergen) ; erzerc'haat a ra un isvent melen lemm an avu (Gl.  atrophie jaune aiguë du foie) (sl.  hépatite fulminante).

ictère hémolytiquehaemolytic jaundiceikter gwadloezadel ― Geriadur ar vezekniezh

Ikter skañv diwar un distruj a-vloc'h a 'r c'helligoù ruz e-barzh ar felc'h, gant felc'husvent hag amwad, hep halioù bestlel en troazh ; div furm a zeskriver dezhañ : 1) an i. g. ganedigel pe sferokitoz ganedigel pe azoniad Minkowski-Chauffard, e dianlen breskted c'henezhel ar c'helligoù ruz, treuzkaset er mod aotozomek trec'hek, naouus dre un ezreolder e proteinoù koc'henn an hemati ha leiadur an harzder grennel anezho, 2) an i. g. arzeuat, e dianlen ar vezañs er plasma eus ur barenn geuziañ an hemati (hemolizin), a) degaset gant ur bistrienn, ur bakteri, un arvevad, b) dinodet da heul erwezhioù hangaeel darvezet e-kerz ar grouellvezh (hangaeañ unspesadel : kleñved gwadloezadel an nevezc'hanidi, eritroblastoz ar grouell) pe, diwezhatoc'h (unanhangaeañ) (sl.  anémie hémolytique, auto-immunité, hémolyse, hémolysine, sphérocytes).

ictère nucléaire du nouveau-né, kernictèrenuclear icterus or jaundice, Schmorl's jaundiceikter gronnel an nevezc'hanidi, gronnikter ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad a stader gant an nevezc'hanidi hepken, pa vezont tizhet gant an ikter familhel grevus, naouus ent neuziadurel dre zaralladur gronnoù louet diaz an empenn, ent klinikel, ouzhpenn livrezh ar januz, an trec'hwezh, an anilboued, un ankewant hollek, ustant kaherel gant dreistastennadur an askil, loc'hadoù atetozek, ur c'homa hag un dedro d'ar marv dindan un nebeut devezhioù ; e degouezhioù dibaot kaer e c'hoarvez ar pare, nemet a briz un dilerc'hegezh vredloc'hadel ha dasstrizhegezh an izili ; ar pep liesañ e klot an azoniad gant ur furm eus kleñved gwadloezadel an nevezc'hanidi, a-wechoù avat e vez delanket gant un avufo viruzel pe ur migennevid a 'r bilirubin ; devoudet eo gant pistriegezh ar bilirubin ouzh empenn an nevezc'hanidi (empennaoued gwadvilirubinel).

ictère physiologique, ictère simple du nouveau-néicterus neonatorum, jaundice of the newborn, physiologic jaundiceikter pe januz bonan, ikter pe januz eeun an nevezc'hanidi ― Geriadur ar vezekniezh

Ikter dibad a stader d'ar c'hanedigezh gant ar rakkoulzeion ha gant an hanter eus an hegoulzeion, e dianlen ezvezañs tremeniat un enzim rekis da dreuzfurmiñ ar bilirubin ameeun (ankeveil) e bilirubin eeun (keveilet) dre ma n'he deus ket ar gellig avu gounezet he holl varregezhioù arc'hwelel.

ictère, jaunissejaundice, icterusikter g. -où, januz g. ― Geriadur ar vezekniezh

Azon o c'hoarvezout eus ul livrezh melen doues pe douesoc'h a 'r c'hroc'hen hag a 'r glaourgennoù dre berzh intradur ar gwiadoù gant ar bilirubin ; anv a reer eus ikter fraezh pa sav feur ar bilirubin dreist 30 mg/l (51 mmol/l) er plasma, eus gouikter pa vez ar feur etre 10 ha 30 mg/l (etre 25 ha 51 mmol/l).

Widal, Adami et Brulé : ictère hémolytique, type ∼ ◊ ◊ ikter g. gwadloezadel rizh Widal, Adami ha Brulé ― Geriadur ar vezekniezh

Ikter gwadloezadel arzeuat (sl. ictère hémolytique ).