Erzerc'had dibarek a 'n darfell, barradoù ma vez ar gouziviad dizehan o fiñval, o piklammat, o treiñ penn a-gleiz hag a-zehoù, o treveziñ jestroù micherel, da skouer re ar gov o skeiñ war e annev.
1 Gant an darfell. 2 Gouziviad an darfell. 3 A-zave d'an darfell ; boull darfellel (Gl. boule ou globe h.), anglevad ur c'horf estren o stankañ ar gorzailhenn ; personelezh darfellel (Gl. personnalité h.), neuzid naouus dre ur goulenn karantez grizias, un dec'hmegerezh gourfaot, ur c'hourc'hizidigezh hag ur c'houreztaolidigezh (sl. histrionisme).