Yoc'henn guñv (adenofibromiom) o tinodiñ en dro d'ar c'han troazh etre gouzoug ar c'hwezhigell ha turumell ar sper ; ur skoilh eo ouzh an dezioulañ.
1 Usvent a orin mezhurel. 2 Muiâd ec'honel a ne vern pe orin ; termenoù damheñvelster, nemet ez eo usvent hollekoc'h ha gwell eo arverañ usteñv hepken pa zaveer da orin mezhurel an usvent (sl. atrophie, hypotrophie).
NOTENN : Tennañ a ra Gl. hypertrophie, Sz. hypertrophy, arveret da gentañ er ster 1 hepken, da dalvezout kement ha “kresk ec'honad” nemetken hep ma lakafed e penn kont arbenn teñvel pe anafel an usvent ; heñvel dra, eo aet emaez arver mezegel Sz. overgrowth, a oa kevatal dik Br. usteñv.
Muiadur tolz ar c'hofigoù, ha n'eo ket tevadur ar speur anezho hepken, testet dre zaralladur ar c'halonvarrwezad, anezhañ dehou- pe gleizwariadur an tredanahel, daskemmadoù ar wagenn QRS (muiel, usheledek ha ledanaet) hag ar wagenn T (arblat ha gwariet war an tu kontrol da wariadur ar wagenn QRS), direizhoù oc'h erzerc'haat ur regas padek eus ar galon.