1 Darbenn en un diazezadur mezegel. 2 Darbenn en un ospital.
Prederiañ ar c'hlañvour en e gêr en doare ma ve graet en ospital, ur bare mezeion ha klañvdiourion o tont reoliek d'ober war e dro.
Mod herberc'hiañ aozet en doare ma teu ar gouziviad d'ar c'hlañvdi diouzh ar beure ha ma tistro d'e gêr bemnoz ; dereout a ra ouzh ar surjianerezh baleadel, kimigurañ ar yoc'hennoù, an hemodializ, amc'hwil an uswask talmerel ; en deizospitalioù bredel ez endreder brednammidi stabilaet hag arbareaded 'zo.
Endredañ en ur bredospital, dre un disentez wirel diwar ali un pe lies bredvezeg, ur c'hlañvour diskleriet evel dañjerus evitañ e unan pe evit ar re all ; e Frañs, e tiforc'her an ospitaliañ diwar c'houlenn un tredeour (Gl. hospitalisation à la demande d'un tiers) pa na vez ket gouest ar bredklañvour da briziañ grevusted e stad (60 000 degouezh pep bloaz) hag an ospitaliañ a berzh kefridi (Gl. hospitalisation d'office) pa vez ar gouziviad en araez da argevezañ surentez an dud pe an urzh foran, ospitaliañ hemañ devedet gant ar prefed dre soliañ war un testeni mezegel (10 000 degouezh bep bloaz) ; d'an 22 Meurzh 2011, diwar c'houlenn an arlevier Nicolas Sarkozy, ez eus bet mouezhiet un erbar lezenn oc'h aotren, en tu all d'al lezenn gent, ar prederioù baleadel dre zestrizh (Gl. soins ambulatoires sous contrainte).