Ezel eus ar c'hoskor ospitalel-skolveurel kefridiet da gelenn ar skiantoù diazez d'ar studierion, da ren imbourc'hioù er rannoù ospital.
Klañvdi foran evit ar prederiadoù berrbad gant pe hep herberc'hiañ, ennañ, ouzhpenn gwazrannoù boas an ospitalioù (mezekniezh ha surjianerezh hollek, trummadoù, dieraeziñ ha defraouiñ, benevouriezh, amiegouriezh, skeudennerezh mezegel, imbourc'hva bevoniel) gwazrannoù arbennikaet, lakaet er-maez ar gwazrannoù gourarbennikaet (sl. hôpital).
Klañvdi diazezet peurliesañ en ur benngêr, ennañ, ouzhpenn ar gwazrannoù boas hag arbennikaet, gwazrannoù gourarbennikaet (nervsurjianerezh, surjianerezh ar galon, treuzplanterezh organoù, kreizenn enepkontamm da skouer).
Klañvdi ma prederier ur rumm kleñvedoù hepken, ar bredanaezioù (bredospital), ar c'hankroù, h.a.
Trevnad amaezhel o c'hoarvezout eus un ospital rannvro hag un pe lies unvez kelenn hag imbourc'h, e amkan stummañ ha kevraokaat ar c'hoskorioù mezegel diseurt (hollegourion, arbennigourion, klañvdiourion hag embregourion lezvezegel).
E Frañs, kement mezeg anvet dre genstrivadeg oc'h embreger en un ospital rannvro, gantañ un dezvad reolennet dre an deved eus an 24 C'hwevrer 1984, daskemmet gant hini ar 6 Mae 1988.
A-zave da ospitalioù prevez 'zo.