Preder
hôpitalospital g. ― Geriadur an armerzh
  • hôpital de jour, de nuit ospital deiz, noz
  • hôpital rural ospital ploue
  • hôpital psychiatrique bredospital.
hôpitalhospitalospital g. -ioù ― Geriadur ar vezekniezh

Diazezadur ma reer an imbourc'hioù hag ar prederioù mezegel na c'haller ket ober er gêr dre arbennoù kalvezel pe armerzhel, o herberc'hiañ gouziviaded pe ouzh o degemer e kuzuliadurioù diavaez ; anvad a zere hepken ouzh ar c'hurdioù a zo enno da nebeutañ ur wazrann vezekniezh hollek, ur wazrann surjianerezh hollek, ur wazrann amiegouriezh, ur wazrann skinouriezh, ur wazrann vabouriezh, un imbourc'hva bevoniezh vezegel, un aozadur dent-ouriezh ha, diouzh an dro, unvezioù evit ar prederiadoù gourarbennikaet.

NOTENN : Kemm a lakaer etre Br.  ospital ha Br.  klinikenn (sl.  clinique), en ur reiñ da Br.  klañvdi un erdal engronnus ; gant Br.  kurdi (Gl.  établissement de soins) emañ an erdal ledanañ (sl.  centre hospitalier).

hôpital de jourday hospitalospital deiz, deizospital g. ― Geriadur ar vezekniezh

Ospital ma herberc'hier ar glañvourion e-pad an deiz hepken, pa dremenont o nozioù en o c'hêr.

hôpital de nuitnight hospitalospital noz, nozospital g. ― Geriadur ar vezekniezh

Kurdi o reiñ herberc'h d'ar c'houziviaded e-pad an noz hag e-maez o eurvezhioù labour.

hôpital local ◊ ◊ ospital lec'hel ― Geriadur ar vezekniezh

E Frañs, kurdi foran gouestlet d'an herberc'hiadoù berrbad evit ar prederiañ mezegel hag an azgouestaat pe c'hoazh da herberc'hvezhioù hirbad ar c'houziviaded amzalc'hiat.

hôpital rural ◊ ◊ ospital ploue ― Geriadur ar vezekniezh

Klañvdi o c'hoarvezout eus ur wazrann vezekniezh hag ur wazrann amieg-ouriezh pe eus an eil no eben hepken ; e Frañs, abaoe ul lezenn eus 1971, e reer eus hevelep ospitalioù Gl.  unités d'hospitalisation (Br.  unvezioù klañvdiañ), en ur lakaat kemm etre an diazezadurioù mezegel (Br.  kurdioù) hag an diazezadurioù a zo dezho un amkan gwaredvezegel ha kedvuhezel evel herberc'htioù an henaded amzalc'hiat, HHA (Gl.  établissement d'hébergement des personnes âgées dépendantes, EHPAD) (sl. hospice).