Rann nezek an ezel traoñ, kenvell al lez en he c'hreiz.
Termen kinniget gant Lance evel kevazasoc'h da erlec'hiañ ouzh disvellad ganedigel al lez, hemañ o tisoc'h en devoud eus destrizhoù treloc'hel in utero, o tisvountañ penn an askorn morzhed e-maez ar bodenn ; an arbenn liesañ eo durc'hadur revrel diglok ar grouell da geñver ur vrazezded kentañ ; un arbenn all eo laoskegezh hêrezhel ar stagelloù (sl. ressaut : signe du ∼ ).
Kleñved ar vroñsenn askornaat eus penn an askorn morzhed, ar skeudenn anezhi, da gentañ dastammet, o vont war blataat ha war zouesaat (coxa plana) ; dedreiñ a ra d'un artroz a 'l lez ; prederiet diwar an deroù dre ur steudelladur diskarg ha, diouzh ret, dre ar surjianerezh, e pare hep arlenad en degouezhioù gwellañ.
Ezreolder naouus dre ur stlakad berr o c'hoarvezout da geñver loc'hadoù 'zo eus al lez, e dianlen un diskrog eus parzh krec'h ar faskienn ledan bet luget gant an trovaleg bras, re valirek.