Forzh vestl amparet diwar ar c'hember e porzh an avu eus an div san avu dehou ha kleiz, oc'h ober lodenn gentañ ar bennforzh vestl o tibenniñ e difourk ar san gellenn.
Forzh vestl o kas ar vestl adalek tolbezenn dehou an avu betek ar bennforzh vestl, o tisoc'h eus kember an div ganol rannel lez-kreizer ha kostezel dehou.
Forzh vestl o kas ar vestl eus tolbezenn gleiz an avu d'ar bennforzh, furmet diwar gember an div ganol rannel lez-kreizer ha kostezel kleiz.
Aridennadoù gwerblennoù loet a-hed talmerenn voutin an avu hag ar barroù diouti.
Laur er c'hougestadenn dehou, o saezhenniñ trema ar skoaz, kevret gant goustivadur, c'hweladoù hag ikter a-wechoù, devoudet gant stennadur ar forzhioù bestl en dro d'ur c'hrouanenn war dreank ouzh o steviañ.
Rouestlad marvus alies d'an ikteroù grevus ha d'ar c'hirrozioù, o tedreiñ diouzh un tennad kentañ a rakkoma, naouus dre arouezioù nervel (dispafalad, anadenn a 'n dentrod pe reuter korzenn blom, arouez Babinski daoudu a-wechoù) ha direizhoù a 'r realezh ; en un eil tennad e steuz ar strafuilhoù-se en ur lezel war o lerc'h ur c'homa sioul gant flaer an anal (foetor hepaticus), ur gwadusvec'h amoniak ha gwagennoù pikek trilankadek en empennvarrwezañ (sl. encéphalopathie hépatique).
Seurtad rakkoma ha koma avuien o tarvezout e-kerz kirroz an avu, alies argizus hag adfeilhus, a zispleger pe evel dianlen ar gwered war an empenn eus an amoniak dilaosket er wazhienn gav izelañ, pe dre un heptreug porzh-kav, pe dre skorted arc'hwelel an avu (sl. coma hépatique).
A-zave d'an avu.
Falladur arc'hwelerezh an avugelligoù, erzerc'h dre arouezioù klinikel ha bevoniel, o tarvezout evel rouestlad d'an avufoioù, d'ar c'hirrozioù, da gankroù an avu.
Anaez naouus, ent klinikel dre an derzhienn, ar boan gof ha strafuilhoù koazhadel, o chom a-wechoù diazon, ent vevoniel dre usvec'h an enzimoù avuel, ent neuziadurel dre neradur ha bolc'hadur ar c'horrwazhied spanaennek ; furmoù 'zo, stadet e-kerz an haza, a vez kevredet gant ur bakteri Gram -, , Rochalimaea henselae.
Koeñvadur sistolel an avu arsellet er skorted tribroudek.
Seurtad nevuz livegat naouus dre vrizhennoù gell bras pe vrasoc'h ha reoliek, ma n'eus kemm all ebet evit ar c'hroc'hen en o far. Unan eus azonoù kleñved Recklinghausen eo.