Krestenenn alaouret a zeu dindan gwered ar wrez war c'horre ur meuz goloet gant ur gwiskad keuz rasklet, paladur pe varaadur. Lavaret e vez a-wechoù kravidenn ivez, rak gwechall e veze kravet pezh a chome peg ouzh al lestr poazhañ, ar pep lipousañ. Dre astenn ster ez eo ar c'hreien un darevad pesked, kig, legumaj, pe meuzioù toazennoù hag alejadoù sukret zoken. Prientidigezh ur c'hreien a c'hoarvez a boazhañ pe astommañ er forn ar boued da greieniñ dindan ur gwiskad gwarezus a rank mirout outañ a zisec'hiñ, o tegas war un dro boukter ha saour. Seurt boued a c'hell bezañ kriz (kreien avaloù douar) pe boazh endeo.
Soubenn an ognon diskennet en ur volenn, ur soubenneg vihan pe un darbod hiniennel e porselen tan, gwarniset gant bara sec'h ha keuz rasklet, lakaet er forn domm gor ha servijet gratet. An anv-se a roer ivez d'ur soubenn frouezh gratet buan er forn evit he alaouriñ.
Pezh a chom eus ur meuz peg ouzh al lestr poazhañ a zistager dre gravat.
Poazhañ pe echuiñ da boazhañ ur prientad er forn, evit ma tiwanfe ur grestenenn voan alaouret war e c'horre. Tenn a-walc'h eo peurboazhañ ur meuz hep ouzhpennañ ur paladur, hep ma tistremenfe ar gwiskad gorre derez al liv gell. Padal e teuer aes a-benn da alaouriñ gorre ur prientad rakpoazhet dre strewiñ warnañ keuz rasklet, baraadur pe baladur, pe ur meskad keuz ha paladur, gant un nebeut ivinadoù amanenn. Kreienet e vez ar meuzioù er forn evit o dareviñ gorrek, pe dindan ar grater diouzh ret evit o feurboazhañ herrek.