Preder
golfe de la jugulaireBULBUS VENAE JUGULARIS SUPERIORognonenn b. grec'h gwazhienn ar c'herc'henn. ― Geriadur ar gorfadurezh
golfe très fermépleg g. -où mor kloz mat ― Geriadur ar verdeadurezh
Golfe : syndrome de la guerre du ∼Gulf war syndromeazoniad brezel ar Pleg Mor ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad kevarguzet e ardarzh ha betek e revoud, bet stadet en ezbrezeliaded amerikan ha breizhveuriat brezel ar Pleg Mor Persiat (Eost 1990-Mezheven 1991), anezhañ gouvid, asikted, direizhoù a 'r c'hounerezh hag a 'r c'housked, darc'hoal ha laurioù strewek (arzostoù, poanioù kof, glizi, klopennadoù), azonoù dinodet 2 pe 3 miz goude kuitaat an aervaoù ha padet 6 miz da nebeutañ ; ezreolder ebet na gaved dre an imbourc'h klinikel pe amglinikel ; gant aozerion 'zo e voe kirieget an ardizh ouzh aezhennoù pistrius (aezhenn sarin, iperit, h.a.) pe ar mezegadoù ergurañ (vaksinoù, liaoù enepkaherisniñv evel ar vromidenn biridostigmin).