Sukrenn eeun, anezhi un heksoz (Gl. hexose), eleze c'hwech atomenn garbon oc'h ober he molekul ; bezant eo an D-glukoz pe dekstroz (Gl. dextrose) er frouezh hag er gwad, pennañ mammenn c'hremm ar bevedeg eo.
Gant glukoz dileizhet ennañ, sk. : dileizhad glukozek (Gl. soluté glucosé).
Dezventadurioù daskoulzet ar glukoz er gwad goude ebarzhiñ (dre euvriñ pe dre sankañ engwazhiennel) ur c'hementad glukoz lavaret ; gant an diabeteg e vez brasoc'h ha padusoc'h muiadur ar glukozwadvec'h (hemañ dreist 2 g/l goude euvriñ 75 g glukoz) ; soliusoc'h eo hent ar wazhienn pa dremen hebiou da ziasurderioù ar c'hoaz-hañ.
Gwadusvec'h glukoz argrenn, dindan 1,40 g/l (7,8 mmo/l) war yun, dindan 2 g/l (11 mmol/l) goude ar predoù, hep troazhc'hlukozegezh, o tedreiñ alies d'an diabet, d'an uswask talmerel ha d'ar gwadusvec'h kolesterol.